Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
levr ar profed isaias.

gwall dûd, hag out skoazel ar ré a ra fallagriez.

3. Eunn dén eo ann Éjipt, ha né kéd eunn Doué : hé gézek a zô kîg, ha n’in̄t két spéred. Ann Aotrou a astennô hé zourn, hag ar skoazeller a vézô diskaret ; hag ann hini a c’houlenné skoazel a gouézô gan̄t-han̄ ; hag hi holl kévret a vézô kaset-da-nétra.

4. Râk chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou d’in : Ével pa iûd eul léon pé eul léonik oc’h en em deûrel war hé breiz, ha mar teû eul lôd brâz a vésérien d’hé ziarbenna, ha né két spoun̄tet oc’h hô c’hlevout, ha né két saouzanet oc’h hô gwélout ; ével-sé é tiskennô Aotrou ann arméou évit stourmi war vénez Sion, ha war hé c’hrec’hien.

5. Ével al labous a nîch, ével-sé Aotrou ann arméou a warezô Jéruzalem ; hé gwarézi a rai, hé dieûbi a rai ; ébiou ez ai, hag é vézô da Zalver d’ézhi.

6. Distrôit ouc’h Doué, bugalé Israel, a greiz hô kaloun, ével ma oac’h pelléet diout-han̄.

7. Râk-sé en deiz-zé, pép-hini ac’hanoc’h a zistolô hé idolou arc’han̄t, hag hé idolou aour, hoc’h eûz gréat gan̄d hô taouarn évit pec’hi.

8. Hag Assur a gouézô dindân ar c’hlézé, nann klézé eunn dén ; eur c’hlézé a loun̄kô anézhan̄, ha na vézô két klézé eunn dén ; tec’hout a rai, ha na vézô két dirâg ar c’hlézé ; hag hé dûd-iaouan̄k a baéô gwiriou.

9. Hé holl ners a iélô ébiou gan̄d hé spoun̄t ; hag hé brin̄sed a dec’hô gan̄d hô saouzan. Ével-sé é lavar ann Aotrou, péhini en deûz hé dân é Sion, hag hé fourn é Jéruzalem.


————


XXXII. PENNAD.


Gwastadur ar Judéa. Hé gwellaen.


1. Chétu é rénô ar roué gan̄t reizded, hag é aotrouniô ar brin̄sed gan̄t barnédigez.

2. Ann dén-zé a vézô ével eur gwasked oud ann avel, hag eur vôden oud ann arné ; ével goueriou dour enn eunn douar séac’h, ha skeûd eur roc’h uc’hel enn eunn douar skarnilet.

3. Daoulagad ar ré a wélô na vézin̄t két tévaléet, ha diskouarn ar ré a glevô a zélaouô.

4. Ha kaloun ar ré ziskian̄t a boellô ar wiziégez, ha téôd ar gaged a gomzô téar ha fréaz.

5. Ann dén diskian̄t na vézô mui galvet prin̄s ; hag ann toueller na vézô mui hanvet brâz.

6. Râg ann dén diskian̄t a lavarô traou diboell, hag hé galoun a rai fallagriez, évit peûr-ôber ann drouk a guzé, évit komza oud ann Aotrou gan̄t trubardérez, évit lakaad da fata éné ann dén naounek, ha lémel ann dour digan̄d ann dén en deûz sec’hed.

7. Armou ann toueller a zô drouk ; râg hén̄ a glask ijinou évit kolla ar ré vuel gan̄d eul lavar gaou, pa gomz ar paour hervez ar reizded.

8. Hôgen ar prin̄s a vennô ével eur prin̄s, hag hén̄ en em startai war ann duged.

9. Savit, gragez pinvidik, ha sélaouit va mouéz ; merc’hed dizaouzan, rôit skouarn d’am lavar.

10. Goudé deisiou hag eur bloaz, merc’hed dizaouzan, c’houi a vézô reûstlet ; peûr-c’hréat eo ar ven̄dem, na vézô mui a védérez.

11. Krénit, gragez pinvidik, bézit er reûstl, merc’hed dizaouzan ; en em ziwiskit, hô pézet méz, likit séier enn-drô d’hô targreiz.

12. En em c’hlac’harit war hoc’h askré, war hô touar strujuz, war hô kwiniennou frouézuz.

13. Ann drein hag ann dréz a c’hôlôi parkou va fobl ; ha pégement ouc’h-penn é c’hôlôin̄t-hi ann tiez a lévénez eûz ar géar dudiuz-zé ?

14. Hé ziez kaer a vézô dilézet ; hé zûd paot a iélô-kuit ; eunn dévalien vrâz a c’hôlôi hé c’héviou da-vikenn. Ann azéned c’houez a c’hoariô énô, ann trôpellou a beûrô énô ;

15. Kén na ziskennô ar spéred war-n-omp eûz ann én̄v ; ma teûi ann distrô da véza eunn douar strujuz, ha ma vézô trôet ann douar strujuz enn eur c’hoat.