eunn doaré kalounek ; râg enn-hi eo é kéfot ar c’hloar.
65. Chétu aman̄ hô preûr Simon : mé a oar pénaoz eo eunn dén a guzul : sélaouit-hén̄ bépréd, hag hén̄ a vézô d’é-hoc’h da dâd.
66. Juda Makabéad a zô bét kré ha galounek adaleg hé iaouan̄ktiz : ra vézô d’é-hoc’h da brin̄s ann armé, hag hén̄ a gasô hô pobl d’ar brézel.
67. Digasit étrézég enn-hoc’h holl virerien al lézen : ha ven̄jit hô pobl eûz hé énébourien.
68. Grid d’ar brôadou ével ma hô deûz gréat d’é-hoc’h, ha likid évez out kémennou al lézen.
69. Hag hén̄ a vennigaz anézhô ; hag é oé lékéat gan̄d hé dadou.
70. Hag hén̄ a varvaz er c’houec’h-ved bloaz ha seiz-ugen̄t : hag é oé bésiet gan̄d hé vipien é béz hé dadou é Modin ; hag Israel holl a réaz d’ézhan̄ eur c’han̄v brâz.
1. Neûzé Judas hé vâb, péhini a oa hanvet Makabéad, a zavaz enn hé léac’h.
2. Skoazellet é oa gan̄d hé vreûdeûr holl, ha gan̄d ar ré holl a oa en em unanet gan̄d hé dud ; hag hî en em ganné gan̄t lévénez évid Israel.
3. Kreski a réaz gloar hé bobl : ann harnez a wiskaz ével eul lan̄gouinek : en em c’hôlei a réa gan̄d hé armou enn emgann ; ha gan̄d hé glézé é warézé ar c’hamp.
4. Hén̄vel é oa oud eul léon enn hé ôberiou, hag oud eul léonik a iûd war hé breiz.
5. Mon̄d a réaz war-lerc’h ar ré fallagr, oc’h hô enklask é pép léac’h : ha gan̄d ann tân é loskaz ar ré a heskiné é bobl.
6. Hé énébourien a dec’haz gan̄d aoun ra-z-han̄, hag ar ré fallagr a oé holl strafiḻet : hag eûz hé vréac’h é savaz ar zilvidigez.
7. Hé ôberiou a heskinaz kalz rouéed, hag a laouénaaz Jakob : hag ann én̄vor anézhan̄ a vézô benniget da-vikenn.
8. Kerzoud a réaz dré holl geriou Juda, hag é kasaz ar ré fallagr er-méaz anézhô ; hag é tistrôaz ar vuanégez diwar Israel.
9. Brudet é oé hé hanô bété penn ar béd, hag é strollaz ar ré a oa daré da véza kollet.
10. Neûzé Apollonius a strollaz ar brôadou, hag a zavaz eûz a Zamaria eunn armé vrâz ha kré, évit brézélékaat out Israel.
11. Judas ô véza klevet kémen̄t-sé, a iéaz d’hé ziarbenna : dispennet ha lazet é oé gan̄t-han̄ : kalz anézhô a oé glazet, hag ar ré all a dec’haz.
12. Judas a gasaz gan̄t-han̄ hô dibourc’hou : klézé Apollonius a géméraz, hag a-zoug hé holl vuez en em gannaz gan̄t-han̄.
13. Séron, prin̄s armé ar Siria, ô véza klevet pénaoz en doa strollet Juda eul lôd brâz a dud, eûz ar ré a oa féal d’hé lézen,
14. A lavaraz : Eunn hanô mâd a c’hounézinn, ha brâz é vézô va gloar er rouan̄télez, mar tispennann er brézel, Judas hag ar ré a zô gan̄t-han̄, péré a zispriz gourc’hémennou ar roué.
15. En em aoza a réaz éta : hag armé ar ré fallagr a iéaz war hé lerc’h, gan̄d eur skoazel vrâz, évid en em ven̄ji eûz a vipien Israel.
16. Hag hî a dôstaaz bété Bétoron : ha Judas a iéaz d’hé ziarbenna gan̄t nébeûd a dûd.
17. Hôgen ar ré-man̄ pa wélchon̄t ann armé-zé ô ton̄t d’hô diarbenna, a lavaraz da Juda : Pénaoz é hellimp-ni en em ganna oud eunn armé ker braz ha ker kré, nî péré a zô kenn nébeûd a dûd, hag a zô skuiz gan̄d ar iûn hon eûz gréat hiriô ?
18. Ha Judas a lavaraz : Éaz eo da nébeût dispenna kalz : ha n’eûz két a zishévélédigez dirâk Doué ann én̄v étré dieûbi gan̄t kalz ha gan̄t nébeût :
19. Râg ar gounid er brézel na zeû két eûz a vrazder ann arméou, hôgen eûz ann én̄v é teû ann ners.