brâz eûz ar ré-zé ; n’hô pézet két a aoun râg ar stok anézhô.
9. Hô pézet koun pénaoz hon tadou a zô bét dieûbet er môr rûz, p’az éa Faraon war hô lerc’h gan̄d eunn armé vrâz.
10. Garmomp éta bréma oud ann én̄v ; hag ann Aotrou en dévézô truez ouz-omp, hag é teûi da goun d’ézhan̄ eûz ar gévrédigez en deûz gréat gan̄d hon tadou ; hag hén̄ a zispennô hiriô ann armé-zé dira-z-omp.
11. Hag ann holl vrôadou a wézô pénaoz éz eûz eunn daspréner hag eunn dieûber évid Israel.
12. Ann diavésidi a zavaz hô daoulagad, hag hô gwélaz ô ton̄t a-énep d’ézhô.
13. Hag hî a iéaz er-méaz eûz hô c’hamp évit stourmi out-hô ; hag ar ré a oa gan̄t Judas a zonaz gan̄d ar c’horn-boud,
14. Hag a gerzaz out-hô : ha tûd ar brôadou a oé dispennet, hag a dec’haz er gompézen.
15. Ar ré-zivéza anézhô a gouézaz holl dindân ar c’hlézé : ha tûd Judas a iéaz war hô lerc’h bété Gézéron, ha bété kompézennou ann Iduméa, ha bétég Azot ha Jamnia : hag é oé lazet bété tri mil dén anézhô.
16. Ha Judas a zistrôaz, hag hé armé ivé war hé lerc’h.
17. Hag hén̄ a lavaraz d’hé dûd : Na vennit két dastumi ann dibourc’hou : râk da stourmi hon eûz c’hoaz,
18. Ha Gorgias hag hé armé a zô tôst d’é-omp war ar ménez : en em startait bréma oud hon énébourien, ha dispennit-hô : ha goudé-zé é tastumot ann dibourc’hou héb aoun.
19. Pa gomzé c’hoaz Judas, chétu é oé gwélet eul lôd-bennâg eûz ann énébourien a zellé diwar ar ménez.
20. Ha Gorgias a wélaz pénaoz hé dûd a oa bét tec’het, hag é oa devet hé gamp : râg ar môged a wéled a ziskouézé ar péz a oa c’hoarvézet.
21. Pa wélchon̄t kémen̄t-sé é oen̄t spoun̄tet-brâz, ô wéloud ivé pénaoz é oa Judas hag hé armé daré d’en em ganna er gompézen.
22. Hag hi holl a dec’haz da vrô ann diavésidi.
23. Neûzé Judas a zistrôaz évid dastumi dibourc’hou ar c’hamp ; hag hî a gasaz gan̄t-hô kalz aour, hag arc’han̄t, ha limestra, ha tané môr, ha madou brâz.
24. Hag ô tistrei é kanchon̄t kanaouennou, hag é vennigchon̄t Doué ann én̄v, ô véza ma eo mâd, ha ma eo trugarézuz é péb amzer.
25. Eunn dieûb brâz a c’hoarvézaz enn Israel enn deiz-zé.
26. Ar ré eûz ann diavésidi péré a hellaz tec’hout, a zeûaz, hag a zanévellaz da Lisias ar péz a oa bét c’hoarvézet.
27. Pa glevaz kémen̄t-sé, é oé daré d’ézhan̄ mervel gan̄d hé en̄krez, ô véza n’en doa két gellet sévéni hé vénosiou a-éneb Israel, na gourc’hémennou ar roué.
28. Hag a-benn eur bloaz é strollaz Lisias tri-ugen̄t mil dén war droad hag hî tûd dilennet, ha pemp mil dén war-varc’h, évit brézélékaad out-hô.
29. Hag hî a zeûaz er Judéa, hag a ziazézaz hô c’hamp tôst da Vétoron. Ha Judas a iéaz d’hé ziarbenna gan̄d dék mil dén.
30. Hî a anavézaz pénaoz é oa kré ann armé ; ha Judas a bédaz, hag a lavaraz : Benniget ra vézi, Salver Israel, té péhini éc’h eûz brévet ners ann dén kré gan̄d dourn David da zervicher, hag éc’h eûz rôet kamp ann diavésidi étré daouarn Jonatas mab Saul, hag hé floc’h.
31. Laka ivé ann armé-man̄ étré daouarn da bobl a Israel : ra vézin̄t mézékéet gan̄d hô brézélidi hag hô marc’hien.
32. Laka-hi da spoun̄ta, ha da véza gwén̄vet daoust d’hô ners ; ra vézin̄t diskaret ha brévet.
33. Ra vézin̄t dispennet gan̄t klézé ar ré az kar : ha ra vézi meulet é kanaouennou, gan̄d ar ré a anavez da hanô.
34. Hag hî a rôaz ann emgann, hag é oé lazet pemp mil dén eûz a armé Lisias.
35. Hôgen Lisias ô wélout tec’h hé dûd, hag herder ar Iuzevien, ha pénaoz é oan̄t daré da véva, pé da vervel enn eunn doaré kalounek, a iéaz da