Antiokia, hag a zilennaz brézélidi, évid don̄t adarré er Judéa gan̄t muioc’h a dûd.
36. Neûzé Judas hag hé vreûdeur a lavaraz : Chétu eo dispennet hon énébourien ; piñomp bréma da c’hlana ha da névézi ann templ.
37. Hag é oé strollet ann armé holl, hag é piñchon̄t da vénez Sion.
38. Hag hî a wélaz ar zan̄tuar didud, hag ann aoter saotret, hag ann ôriou dévet, hag ann drein savet er porched ével enn eur c’hoad pé war ar ménésiou, hag ar c’hamprou diskarét.
39. Hag hî a rogaz hô diḻad, hag a réaz eur c’han̄v brâz, hag a lékéaz ludu war hô fenn.
40. Hag en em daolchon̄t war hô génou d’ann douar, hag é sonchon̄t gan̄d ar c’hornou-boud évid arouéz, hag é c’harmchon̄t étrézeg ann én̄v.
41. Neûzé Judas a gémennaz tûd, évit ma stourmchen̄t oud ar ré a oa er c’hré ; kén na vijé glanet ar zan̄tuar.
42. Hag hén̄ a zilennaz béleien dinam, péré a viré lézen Doué.
43. Hag hî a c’hlanaz ar zan̄tuar, hag a daolaz ar vein saotret enn eul léac’h dic’hlan.
44. Ha Judas a en̄voraz pétrâ a rajé eûz a aoter ar sakrifisou-losk, a oa bét saotret.
45. Hag hî a géméraz eur c’huzul mâd, hé zispenna ; gan̄d aoun na zeûjé d’ézhô eunn abeg a damall, ô véza ma oa bét saotret gan̄d ar brôadou : hag hî hé zispennaz.
46. Hag ar vein anézhan̄ a lékéjon̄t war vénez ann templ enn eul léac’h déréad, kén na zeûjé eur profed hag a lavarjé pétrâ da ôber anézhô.
47. Mein digompez a gémerchon̄t hervez al lézen : hag é savchon̄t eunn aoter nevez, hen̄vel oud ann hini ken̄ta.
48. Hag é savchon̄t a-névez ar san̄tuar, hag ar péz a oa enn diabarz eûz ann templ : hag é san̄telchon̄t ann templ hag ar porched.
49. Listri sakr nevez a réjon̄t, hag é lékéjon̄t enn templ ar c’han̄toler, aoter al louzou-c’houéz-vâd, hag ann daol.
50. Ann ézañs a lékejon̄t war ann aoter, hag é énaouchon̄t ar c’hleûzeûriou a oa war ar c’han̄toler, hag a skleréé ann templ.
51. Hag é lékéjon̄t ar baraou war ann daol, hag é lékéjon̄t ar gwéliou a-ispiḻ, hag é peûr-c’hréjon̄t ar péz hô doa déraouet.
52. Hag é savchon̄t abarz goulou-deiz er pempved deiz war-n-ugen̄t eûz ann naved mîz, péhini a zô hanvet kasleu, enn eizved bloaz ha seiz-ugen̄t.
53. Hag é kennigchon̄t ar sakrifiz hervez al lézen, war aoter nevez ar sakrifisou-losk hô doa savet.
54. Névézet é oé out son ar c’hanaouennou, hag ann télennou, hag al lirennou, hag ar simbalou, enn hévéleb amzer, hag enn hévélep deiz ma oa bét saotret gan̄d ar broadou.
55. Ann holl bobl en em daolaz war hé zremm d’ann douar : hag hî a azeûlaz, hag a vennigaz Doué ann én̄v péhini en doa rôet ar gounid d’ézhô.
56. Lida a réjon̄t gwéstlérez ann aoter a-héd eiz dervez, hag é kennigchon̄t gan̄t lévénez sakrifisou-losk, ha sakrifisou a drugarez hag a veûleûdi.
57. Kin̄kla a réjon̄t talbenn ann templ gan̄t kurunennou aour ha gan̄t skoédouigou : névézi a réjon̄t digoriou ann templ hag ar c’hamprou, hag é lékéjon̄t dôriou out-hô.
58. Ar bobl holl a oé leûn a lévénez, ha dismégan̄s ar brôadou a oé lamet eûz hô c’hreiz.
59. Ha Judas gan̄d hé vreûdeûr hag holl strollad Israel, a reizaz pénaoz, é heûl ann amzeriou, é vijé lidet péb bloaz deiz gwéstlérez ann aoter a-héd eiz dervez, adaleg ar pempved deiz war-n-ugen̄t eûz a viz kasleu, gan̄d dudi ha lévénez ;
60. Enn hévéleb amzer é krévéchon̄t ménez Sion, hag é savchon̄t war hé drô muriou uc’hel, ha touriou kré, gan̄d aoun na zeûjé ar brôadou d’hé vac’ha adarré, ével m’hô doa gréat ken̄t.
61. Tûd a-vrézel a lékéaz Judas énô, évid hé ziwallout : hé grévaad a réaz évid difenni Betsura, évit m’en dévijé ar bobl eur c’hré a-éneb ann Iduméa.