1. Kerken̄t ha ma klevaz ar brôadou trô-war-drô pénaoz é oa bét savet ann aoter hag ar san̄tuar ével ken̄t, é savaz eunn drouk brâz enn-hô :
2. Hag é venchon̄t kâs-da-gét ar ré eûz a wenn Jakob a oa enn hô zouez : hag hî a zeraouaz lâza lôd eûz ar bobl, hag hô heskina holl.
3. Ha Judas a vrézélékéé out mipien Ésau enn Iduméa, hag oud ar ré a oa é Akrabatan, ô véza ma c’hrounnen̄t ann Israélited ; hag hén̄ a lazaz eul lôd brâz anézhô.
4. Koun a zeûaz ivé d’ézhan̄ eûz a zrougiez mipien Béan, péré a oa da lindâg ha da roued évid ar pobl, oc’h aoza spiou d’ézhan̄ war ann hen̄t.
5. Hô rédia a réaz d’en em denna é touriou, é péléac’h é c’hrounnaz anézhô : hô heskina a réaz, hag é tevaz hô zouriou, gan̄d ar ré holl a oa enn-hô.
6. Hag hén̄ a dréménaz ac’hanô étrézé mipien Ammon ; hag é kavaz brézélidi kré, hag eur bobl paot, ha Timotéus da zûg d’ézhô.
7. Meur a emgann a rôaz out-hô : hag hî a oé dispennet, ha gaset-da-gét gan̄t-han̄.
8. Kéméroud a réaz kéar Gazer, hag ar c’heriou hag hé merc’hed ; hag é tistrôaz d’ar Judéa.
9. Hôgen ar brôadou a oa é Galaad en em strollaz évit kâs-da-gét ann Israélited a oa enn hô brô : hag hî a dec’haz é kre Datéman,
10. Hag hî a gasaz lizéri da Judas ha d’hé vreûdeûr, évit lavarout d’ézhô : Ar brôadou trô-war-drô a zô en em strollet enn hon énep évid hor c’hâs-da-get.
11. Hag hî en em aoz da zon̄t da gémérout ar c’hré é péhini omb en em dennet ; ha Timotéus a zô da zûg war hô armé.
12. Deûz éta bréma, ha dieûb ac’hanomp eûz hô daouarn, râk kalz eûz hon tûd hon eûz kollet.
13. Hon holl vreûdeûr péré a oa enn drô da Dubin a zô bét lazet gan̄t-hô : kaset hô deûz é sklavérez hô gragez hag hô bugalé ; skrapet hô deûz hô dibourc’hou, hag hô deûz lazet énô war-drô mil dén.
14. C’hoaz é lenned al lizéri-zé, ha chétu é teûaz kannaded all eûz a C’haliléa, hag hî roget hô diḻad, hag a zigasé ann hévélep kelou ;
15. Ô lavarout pénaoz tûd Ptolémaid, ha Tir, ha Sidon a oa en em strollet enn hô énep ; ha pénaoz ar C’haliléa holl a oa leûn a ziavésidi, péré a fellé d’ézhô hô c’hâs-da-gét.
16. Pa glevaz Judas hag ar bobl ar c’helou-zé, é c’halvchon̄t eur strollad brâz, évit menna pétrâ a rajen̄t é-kén̄ver hô breûdeûr, péré a oa enn en̄krez, ha daré da véza dispennet gan̄d hô énébourien.
17. Ha Judas a lavaraz da Zimon hé vreûr : Dilenn tûd évid-od, ha kéa, ha dieûb da vreûdeûr a zo er C’haliléa : hôgen mé ha va breûr Jonatas a iélô é Galaad.
18. Hag hén̄ a lézaz Jozef mâb Zacharias, hag Azarias, da zuged war ar bobl, hag évit diwallout ar Judéa gan̄d ann dilerc’h eûz ann armé.
19. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout : Rénit ar bobl-man̄, ha na vrézélékait két oud ar brôadou, kén na zistrôimp.
20. Rôet é oé da Zimon tri mil dén évit mon̄t da C’haliléa, hag eiz mil dén da Judas évit mon̄t da C’halaad.
21. Simon ô véza éat da C’haliléa, a rôaz meûr a emgann d’ar brôadou ; hag hén̄ hô dispennaz, hag a iéaz war hô lerc’h bété porz Ptolémaid :
22. War-drô dri mil dén eûz ar brôadou a oé lazet ; ha Simon a gasaz hô dibourc’hou gan̄t-han̄.
23. Hag hén̄ a géméraz gan̄t-han̄ ar ré eûz hé vreûdeûr a oa é Galiléa hag é Arbates, gan̄d hô gragez, hag hô bugalé, ha kémen̄t a oa d’ézhô ; hag hô c’hasaz er Judéa gan̄d eul lévénez vrâz.
24. Hôgen Judas Makabéad ha Jonatas hé vreûr a dreûzaz ar Jordan, hag a gerzaz enn distrô a-héd trî dervez.