16. Ar varn a choumô enn distrô, hag ar reizded a arzavô enn eunn douar strujuz.
17. Ar péoc’h a vézô labour ar reizded, hag ann tâv hen heûliô, hag ar c’hréd a badô da-vikenn.
18. Va fobl a arzaoô é kaerded ar péoc’h, dindân teltou dizaouzan, enn eunn arzaô a binvidigez.
19. Hôgen ar c’hazarc’h a gouézô war ar c’hoat, hag ar géar a vézô vuéléet-brâz.
20. Euruz oc’h, c’houi péré a hâd war ann holl zouréier, hag a gâs dî troad ann éjenn hag ann azen.
1. Gwâ té, péhini a breiz, ha na vézi-dé két preizet ivé ? Ha té, péhini a zispriz, ha na vézi-dé két disprizet ivé ? P’az pézô peûr-breizet, é vezi preizet : pa vézi skuîz ô tisprizout, é vézi disprizet.
2. Aotrou, az péz truez ouz-omp ; râk da c’hortozet hon eûz ; béz da vréac’h d’é-omp diouc’h ar min̄tin, ha da zilvidigez é amzer ar c’hlac’har.
3. Gan̄t mouéz ann éal eo bét tec’het ar boblou, ha gan̄t skéd da veûrded eo bét skiñet ar brôadou.
4. Dastumet é vézô hô tibourc’hou, ével ma tastumeur ar c’houiled, gan̄t péré é leunieur ar poullou.
5. Diskouézet en deûz ann Aotrou hé veûrded, ô véza ma choum el léac’h uc’hel ; leûniet en deûz Sion a varn hag a reizded.
6. Ar feiz a rénô enn da amzer ; ar furnez hag ar wiziégez a vézô madou ar zilvidigez ; doujan̄s ann Aotrou a vézô hé den̄zor.
7. Ar ré diwar ar méaz péré a wélô kémen̄t-sé a c’harmô, ar gannaded a béoc’h a wélô gan̄t c’houervder.
8. Dilézet eo ann hen̄chou, na dréméneur mui dré ar raven̄chou, torret eo gan̄t-han̄ ar gévrédigez, diskaret eo ar c’heriou, n’en deûz azaouez é-béd évid dén.
9. Er gwélvan hag er fillidigez éma ann douar ; reustlet ha direizet eo al Liban : eunn distrô eo deûet Saron da véza ; Basan hag ar C’harmel a zô bét gwastet.
10. Bréma é savinn, émé ann Aotrou ; bréma é tiskouézinn va meûrded, bréma é rôinn da anaout va galloud.
11. Grouéz a en̄géhen̄tot, hag é c’hanot kôlô ; hoc’h alan a vézô ével eunn tân hag a zévô ac’hanoc’h.
12. Ar boblou a vézô hén̄vel oud al ludu a choum war lerc’h ann tân, hag oud eur bôd spern a lékéeur enn tân.
13. Klévit pétrâ em eûz gréat, c’houi péré a zô pell, hag anavézit va ners, c’houi péré a zô tôst.
14. Ar béc’herien a zô bét spoun̄tet é Sion, ann heuz a zô bét kroget er bilpouzéd ; piou ac’hanoc’h a hellô choum enn tân loskuz ? Piou ac’hanoc’h a badô er flammou peûr-baduz ?
15. Néb a valé er reizded, hag a gomz er wirionez ; néb a zistol ar madou deûet é gaou, a vîr hé zaouarn diouc’h pép rô, a stan̄k hé ziskouarn out pép lavar a c’hoad hag a zerr hé zaoulagad gan̄d aoun na welché ann drouk.
16. Hen-nez a choumô é léc’hiou uc’hel ; é rec’hier kré hag uc’hel en em dennô ; bara a vézô rôet d’ézhan̄, na ziouerô két a zour.
17. Hé zaoulagad a wélô ar roué enn hé gaerded ; hî a zellô oud ann douar a bell.
18. Da galoun a én̄vorô hé spoun̄t. Péléac’h éma ann dûd gwiziek ? Péléac’h éma ann hini a boézé geriou al lézen ? Péléac’h éma mestr ar vugalé ?
19. Na wéli két eur bobl her, eur bobl dichek enn hé gomsiou ; enn hévélep doaré na helli két poella lavar hé iéz, péhini n’eûz furnez é-béd.
20. Sell out Sion, kéar hol lidou ; da zaoulagad a wélo Jéruzalem, kéar pin̄vidik, telt ha na hellô két béza dizouget enn eul léac’h all ; ann tachou a starta anézhi na vézin̄t tennet bikenn, hag ar c’herdin a zalc’h anézhi na vézin̄t két torret.
21. Râg énô hép-kén é tiskouezô ann Aotrou hé veûrded ; ann douréier