Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/312

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
310
levr ken̄ta

meûr a zervez. Ober a réaz énô man̄gounellou ha gwindaskou, ha binviou évit teûrel tân, ha mein, ha dérédou, ha spégou, ha gwarégou évit banna saésiou, ha batalmou.

52. Ar Iuzevien a réaz ivé binviou oud hô binviou : hag hî en em gannaz a-zoug meûr a zervez.

53. Na oa két a voéd é kéar, ô véza ma oa ar seizved bloaz : hag ar ré eûz ar broadou a oa choumet er Judéa, hô doa bévézet kémen̄d a oa bét lékéat a dû.

54. Nébeûd a dûd a choumaz el lec’hiou san̄tel, ô véza ma oan̄t gwanet gan̄d ann naounégez : ha pép-hini anézhô en em dennaz enn hé dî.

55. Koulskoudé Lisias a glevaz pénaoz Filip, péhini a oa bét lékéat gan̄d Antiokus, pa édo c’hoaz béô, évit maga Antiokus hé vâb, hag hé lakaad da réna,

56. Pénaoz é oa distrôet eûz ar Bersia hag eûz ar Védia gan̄d hé armé, hag é klaské da aloubi rénérez ar rouan̄télez.

57. Hasta a réaz éta da von̄t da lavarout d’ar roué, ha da zuged ann armé : En em wana a réomp bemdez, ha n’hon eûz két kalz a voed ; hag al léac’h a c’hrounnomp a zô kré-brâz ; hag eo réd d’é-omp reiza kéfridiou ar rouan̄télez.

58. Rôomp éta ann dourn d’ann dûd-zé, ha gréomp ar péoc’h gan̄t-hô, holl bobl.

59. Ha lézomp-hi da véva diouc’h hô lézen ével ken̄t ; râg enn abék d’ann dispriz hon eûz bét évid hô lézennou, eo bét savet droug enn-hô, hag hô deûz gréat kémen̄t-sé.

60. Al lavar-zé a oé kavet mâd gan̄d ar roué ha gan̄d hé duged : hag hén̄ a gennigaz ar péoc’h d’ézhô, hag hî hé aotréaz.

61. Ar roué hag hé zuged hé douaz : hag ar ré-man̄ a iéaz er-méaz eûz ar c’hré.

62. Ar roué a biñaz war vénez Sion, hag a wélaz ar c’hré : hag hén̄ a dorraz râk-tâl al lé en doa gréat : hag é c’hourc’hémennaz ma vijé diskaret ar vûr a oa trô-war-drô.

63. Goudé-zé éz éaz-kuit buan, hag é tistrôaz da Antiokia, hag é kavaz Filip oc’h aotrounia war géar : stourmi a réaz out-han̄, hag é kéméraz kéar.


————


VII. PENNAD.


Ar roué a gâs Nikanar gan̄d eunn armé a-énep Judas.


1. Enn unnékved-bloaz ha seiz-ugen̄t, Démétrius mâb Séléukus a iéaz-kuît eûz a Roma, hag a zeûaz gan̄t nébeûd a dûd enn eur géar môrek ; hag hén̄ a rénaz énô.

2. Ha pa oé éat é tî rouan̄télez hé dadou, hé armé a grogaz é Antiokus hag é Lisias, hag hô c’hasas d’ézhan̄.

3. Ha pa oé rôet da anaout kémen̄t-sé d’ézhan̄, é lavaraz : Na ziskouézit két hô dremm d’in.

4. Hag ann armé hô lazaz. Ha Démétrius a azézaz war drôn hé rouan̄télez.

5. Neûzé tûd eûz a Israel droug ha fallagr a zeûaz d’hé gavout, ha da benn d’ézhô Alsimus, péhini a fellé d’ézhan̄ béza lékéat da vélek-brâz.

6. Hag ar ré-man̄ a damallaz ar bobl dirâg ar roué, ô lavarout : Judas hag hé vreûdeûr en deûz kollet da holl viñouned, hag en deûz hor c’haset-kuît eûz hor brô.

7. Kâs éta bréma eunn dén é péhini é helli en em fisiout, évit ma anavézô ann holl zroug en deûz gréat d’é-omp, ha da brovin̄sou ar roué ; ha ma kastizô hô holl viñouned, hag ar re a skoazel anézhan̄.

8. Hag ar roué a zilennaz é-touez hé viñouned Bakkides, péhini a c’hourc’hémenné enn hé rouan̄télez enn tû all d’ar ster vrâz, hag a oa féal d’ézhan̄.

9. Hag hén̄ a gasaz anézhan̄, évit gwélout ann droug en doa gréat Judas : hag é lékéaz da vélek-brâz Alsimus ar fallagr ; hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ kastiza mipien Israel.

10. Hag hî a zavaz, hag a zeûaz gan̄d eunn armé vrâz é brô Juda, hag a gasaz kannaded étrézé Judas hag