brâz, ha da rei gwéstlou, ha kémen̄d a oa bét reizet étré-z-hô,
8. Brô ann In̄died, hag ar Védied, hag al Lidied, hag ar ré wella eûz hô brovin̄sou, hô doa rôét goudé-zé d’ar roué Euménes :
9. Ha pénaoz ar ré eûz ar C’hrésia ô véza fellet d’ézhô baléa enn hô énep hag hô c’holla, é oé da anaout d’ézhô kémen̄t-sé,
10. Hag é kaschon̄t out-hô unan eûz hô duged ; é stourmchon̄t out-hô, hag é lazchon̄t eûl lôd braz anézhô : hag é kaschon̄t é sklavérez hô gragez hag hô bugalé : é preizchon̄t anézhô, hag é lékéjon̄t da bléga dindan-hô hô brô, é tiskarchon̄t muriou hô c’heriou, hag é lékéjon̄t anézhô da sklaved ével ma in̄t c’hoaz hiriô :
11. Pénaoz hô doa gwastet ha lékéat da bléga dindân hô galloud ar rouan̄télesiou all, hag ann énézi hô doa énébet out-hô :
12. Hôgen pénaoz é viren̄t ar gévrédigez hô doa gréat gan̄d ar ré a oa en em rôet d’ézhô ; pénaoz ar rouan̄télésiou, pé a dôst pe a bell hô doa dindan-hô, ô véza ma teûé da spoun̄ta kémen̄d hini a glevé méneg eûz hô hanô.
13. Pénaoz ar ré da béré é roen̄t ken-nerz évit réna, a réné ; hôgen é tiskaren̄t diwar hô zrôn, ar ré a fellé d’ézhô da ziskara ; hag ével-sé é oan̄t galloudek-brâz :
14. Pénaoz koulskoudé hini anézhô na zougé ar gurunen, ha na wiské ar zaé-roué, évit béza brasoc’h égéd ar ré all.
15. Hôgen pénaoz hô doa gréat eunn hénaouriez évit-hô, hag é c’houlennent kuzul bemdez digan̄d ar c’houézég-ugen̄d dén a oa enn-hi, hag é talc’hen̄t kuzul bépréd diwar-benn kéfridiou ar bobl, évit ma en em rénchen̄t enn eunn doaré dîn anézhô :
16. Ha pénaoz é lékéen̄t bép ploaz hô mestrouniez étré daouarn eunn dén hép-kén, évit mestrounia d’ar vrô holl ; hag ével-sé é sen̄té ann holl da unan hép-kén, héb érez na gwarizi étré-z-hô.
17. Ha Judas a zilennaz Eupolémus mab Iann, mâb Jakob, ha Jason mâb Éléazar : hag é kasaz anézhô da Roma, évid ôber miñouniach ha kévrédigez gan̄t-hô.
18. Hag évit ma tenchen̄t diwar-n-ézhô iéô ar C’hrésied ; râg hen̄ a wélé pénaoz é talc’hen̄t é sklavérez rouan̄télez Israel.
19. Mon̄d a réjon̄t éta da Roma goudé béza gréat kalz a hen̄t, hag ô véza éat enn hénaouriez é léverchon̄t :
20. Judas Makabéad hag hé vreûdeûr, ha pobl ar Iuzevien hô deûz hor c’haset étrézég enn hoc’h, évid ôber gan-é-hoc’h kévrédigez ha péoc’h, hag évit ma skrivot ac’hanomp é-touez hoc’h eiled hag hô miñouned.
21. Al lavar-zé a oé kavet mâd gan̄t-hô.
22. Ha chétu ar skrîd a gizelchon̄t war daolennou arem, hag a gaschon̄t da Jéruzalem, évit ma vije énô da én̄vor a béoc’h hag a gévrédigez.
23. Ra vézô mâd ann doaré gan̄d ar Romaned, ha gan̄t pobl ar Iuzevien da-vikenn war ar môr ha war ann douar : ra bellai diout-hô ar c’hlézé hag ann énébour.
24. Ma c’hoarvez brézel d’ar Romaned, pé d’hô eiled enn hô holl vestrouniez,
25. Ar Iuzevien a rôi ken-nerz d’ézhô a galoun vâd, hervez ma aotréô ann amzer.
26. Hép ma vézô rôet d’hô brézélidi gan̄d ar Romaned nag éd, nag armou, nag arc’han̄t, na listri ; rag ével-sé eo bét kavet-mâd gan̄d ar Romaned : hag ar Iuzevien a zen̄tô out-hô, hép kaout netrâ digan̄t-hô.
27. Hag enn hévélep doaré, ma c’hoarvez brézel d’ar Iuzevien, ar Romaned hô c’hen-nerzô a galoun vâd, hervez ma aotréô ann amzer.
28. Hép ma vézô rôet gan̄d ar Iuzevien d’ar ré a zeûi d’hô c’hen-nerza nag éd, nag armou, nag arc’han̄t, na listri ; râg ével-sé eo bét kavet-mâd gan̄d ar Romaned : hag hî a zen̄tô oud ar Iuzevien, gan̄d éeunder.
29. Houn-nez eo ar gévrédigez a râ ar Romaned gan̄d ar Iuzevien.
30. Mar teû pelloc’h ann eil pé égilé da lakaat pé da denna eur gér-bennâg dreist ar ré-man̄, é vézô gellet hé