1. Er bloaz eiz-ugen̄t é savaz Aleksan̄dr mâb Antiokos, péhini a oa leshanvet ar brudet-brâz : hag hén̄ a géméraz Ptolémaid. Digéméret-mâd é oé, hag é rénaz énô.
2. Ar roué Démétrius ô véza klevet kémen̄t-sé, a strollaz eunn armé vrâz hag a iéaz d’hé ziarbenna évit stourm, out-han̄.
3. Hag hén̄ a gasaz eul lizer da Jonatas skrivet gan̄t geriou a béoc’h évid hé likaoui.
4. Râg hén̄ a lavaré d’hé dûd : Hastomb ôber ar péoc’h gan̄t-han̄, abarz ma rai ar péoc’h gan̄d Aleksandr enn hon énep :
5. Râk koun a zeûi d’ézhan̄ eûz ann holl zroug hon eûz gréat d’ézhan̄, ha d’hé vreûr, ha d’hé vrôad.
6. Ar galloud a rôaz d’ézhan̄ da strolla eunn armé, da ôber armou, ha da véza da eil d’ézhan̄ : gourc’hémenni a réaz ma vijé distolet d’ézhan̄ ar ré eûz hé dûd a oa é gwéstl é kré Jéruzalem.
7. Jonatas a zeûaz da Jéruzalem, hag a lennaz al lizéri dirâg ann holl bobl, ha dirâg ar ré a oa er c’hré.
8. Hag ar ré-man̄ a oé spoun̄tet-brâz, pa glevchon̄t pénaoz en doa rôet ar roué d’ézhan̄ ar galloud da zével eunn armé.
9. Ar gwéstlou a oé distolet da Jonatas, hag hén̄ hô rôaz d’hô c’héren̄t.
10. É Jéruzalem é choumaz Jonatas, hag é téraouaz sével tiez ha névézi kéar.
11. Lavaroud a réaz d’ar ré a labouré, sével enn-drô da vénez Sion muriou mein-bén évid hé lakaad da véza kré : hag hî a réaz ével-sé.
12. Neûzé ann diavésidi a oa er c’hréou en doa savet Bakkides, a iéaz-kuît.
13. Pép-hini anézhô a guitaaz al léac’h é péhini édo, hag a zistrôaz d’hé vrô.
14. Koulskoudé é Betsura é choumaz hiniennou eûz ar ré hô doa dilézet lézen ha kémennou Doué : râg ar géar-zé a oa da warez d’ézhô.
15. Aleksan̄dr a glevaz méneg eûz ar péz en doa skrivet Démétrius da Jonatas. Danévellet é oé ivé d’ézhan̄ ar stourmou en doa gréat hé-man̄, hag hé vreûdeûr, hag hô gounidou, hag ar gloasiou hô doa gouzan̄vet.
16. Hag hén̄ a lavaraz : Ha nî a gavô eunn dén all hén̄vel oud hé-man̄ ? Gréomb éta anézhan̄ hor miñoun hag hon eil.
17. Hag hén̄ a skrivaz, hag a gasaz eul lizer d’ézhan̄ enn doaré-man̄ :
18. Ar roué Aleksan̄dr d’hé vreûr Jonatas, salud.
19. Klevet hon eûz pénaoz éz oud eunn dén galloudek, ha mâd da véza miñoun d’e-omp.
20. Râk-sé é lékéomb ac’hanod hiriô da vélek-brâz war da bobl, hag é vézi galvet miñoun ar roué ; enn tû gan-é-omp é vézi, hag é viri ar garan̄tez évid-omp. Hag Aleksan̄dr a gasaz d’ézhan̄ eur zaé vouk hag eur gurunen aour.
21. Jonataz a wiskaz ar zaé zan̄tel, er seizved mîz, er bloaz eiz-ugen̄t, é deiz lîd ann teltou. Sével a réaz eunn armé hag é lékéaz ôber kalz a armou.
22. Ha Démétrius ô véza klevet kémen̄t-sé, a oé glac’haret-brâz, hag a lavaraz :
23. Pénaoz hon eûz-ni lézet Aleksan̄dr d’hon diaraogi, ha d’en em grévaat ô c’hounid karan̄tez ar Iuzevien ?
24. Skriva a rinn ivé d’ézhô enn eunn doaré déréad, hag é kinniginn d’ézhô kargou ha rôou brâz, évit ma en em lakain̄t a dû gan-én̄ d’am c’hen-nerza.
25. Hag hén̄ a skrivaz d’ézhô enn doaré man̄ : Ar roue Démétrius da bobl ar Iuzevied, salud.
26. Klevet hon eûz pénaoz hoc’h eûz miret ar gévrédigez hô poa gréat gan-é-omp, oc’h choumet da viñouned d’é-omp, ha n’oc’h két en em unanet gan̄d hon énébourien, hag omb en em laouénéet.
27. Mirit bépréd ann hévélep féalded enn hor c’hen̄ver, hag é tistaolimp