madou d’é-hoc’h évit kémen̄d hô pézô gréat enn hor c’hén̄ver.
28. Ha nî a zistolô d’é-hoc’h kalz traou eûz ar ré a oa bét lékéat war-n-hoc’h, hag a rai d’é-hoc’h kalz rôou.
29. Hag a-vréma é tistaolann d’é-hoc’h ha d’ann holl Iuzevien ann tellou, hag ar gwiriou war ar c’hoalen, hag ar c’hurunennou, hag ann drédéren eûz ann hâd :
30. Hag ann han̄ter eûz a frouez ar gwéz a oa va lôd : kémen̄t-sé a zilézann gan-é-hoc’h a-vréma ha da-vikenn ; ha na vézin̄t két savet mui war vrô Juda, na war ann deir c’héar a zô bét tennet eûz a Zamaria hag eûz a C’haliléa évit staga out-hi, eûz ann deiz a hiriô ha da vépréd.
31. Ra vézô Jéruzalem san̄tel ha dieûb gan̄d hé holl zalc’hiou : ra choumô gan̄t-hi hé déogou, hag hé zellou.
32. Lakaad a rann ivé étré hô taouarn ar c’hré a zô é Jéruzalem ; hag hô rei a rann d’ar bélek-brâz, évit ma lakai évid hé ziwallout, ann dûd en dévézô dilennet hé-unan.
33. Ar fran̄kiz o rôann ivé évit-nétrâ da gémen̄t Iuzéô a zô bét kaset é sklavérez eûz a vrô Juda em rouan̄télez ; hag é tistaolann d’ézhô ann holl dellou, ar ré zô-kén a baen̄t war hô loéned.
34. Ra vézô ivé ann holl c’hoéliou lîd, hag ar sabbatou, hag al loariou nevez, hag ar goéliou dalc’het, hag ann tri deiz abarz ar goél lid, hag ann tri deiz goudé ar goél lîd, deisiou a ziskarg hag a zistol évid ann holl Iuzevien a zô em rouan̄télez.
35. N’en dévézô dén ar galloud da vreûtaad out-hô, na da en̄krézi anézhô é nép doaré.
36. Diskrivet é vézô bété trégon̄t mil Iuzéô é armé ar roué : hag é vézô rôet d’ézhô kémen̄d a zô réd ével da vrézélidi ar roué : hag é vézô dilennet lôd anézhô évid hô lakaad é kréou ar roué brâz.
37. Lékéat e vézô lôd anézhô é penn kéfridiou ar rouan̄télez, a c’houlenn eur féalded brâz : da brin̄sed é vézin̄t war-n-ézhô ; hag hi a valéô enn hô lézennou, ével ma en deûz hé c’hourc’hémennet ar roué évit brô Juda.
38. Ann teir géar eûz a vrô Samaria péré a zô bét staget oud ar Judéa, a vézô sellet ével pa ven̄t bét bépréd d’ar Judéa : eûz ann hévélep réner é talc’hin̄t, ha na zen̄tin̄t out galloud all é-béd néméd out béli ar bélek-brâz.
39. Ptolémaid a rôann, hag he harzou ivé, da zan̄tuar Jéruzalem, évit mizou ann traou san̄tel.
40. Rei a rinn c’hoaz bép ploaz pemzék mil sikl arc’han̄t eûz a wiriou ar roué, hag eûz va madou va-unan.
41. Hag ar ré a oa da rénerien war géfridiou ar vrô er bloavésiou ken̄t, a rôi évit labour ann templ, kémen̄d a zô choumet d’ézhô da baéa.
42. É-kén̄ver ar pemp mil sikl arc’han̄t a géméred war ar san̄tuar bép ploaz, ô vézin̄t rôet d’ar véleien évid hô c’harg.
43. Kémen̄d hini eûz a zléourien ar roué évid eunn dra-bennâg en em dennô é templ Jéruzalem pé enn hé harzou, a vézô énô é gwarez : ha kémen̄d a vézo d’ézhô em rouan̄télez a vézô lézet gan̄t-hô.
44. Rôet é vézô ivé eûz a espern ar roué, péadrâ da zével pé da aoza al lec’hiou san̄tel.
45. Rôet é vézô c’hoaz eûz a espern ar roué, péadrâ da zével ha da grevaat muriou Jéruzalem trô-war-drô, ha muriou ar c’heriou all eûz ar Judéa.
46. Pa glevaz Jonatas hag ar bobl ar geriou-zé, na grédchon̄t két d’ézhô, ha n’hô digémerchon̄t két ; râk koun a zeûaz d’ézhô eûz ann drougiez vrâz hô doa gréat é-kén̄ver Israel, hag é pé zoaré hô doa hô mac’het.
47. Gwell é kavchon̄t trei étrézég Aleksan̄dr, péhini en doa da gen̄ta komzet a béoc’h d’ézhô ; hag hî a skoazellaz anézhan̄ bépréd.
48. Neûzé ar roué Aleksan̄dr a strollaz eunn armé vrâz, hag a valéaz a-énep Démétrius.
49. Ann daou roué a roaz ann emgann, hag armé Démétrius a dec’haz ; hag Aleksan̄dr a iéaz war hé lerc’h, hag a gouézaz war-n-ézhô.
50. Kounnaret é oé ar stourm, hag