é padaz bété kûs-héol : ha Démétrius a oé lazet enn deiz-zé.
51. Neûzé Aleksan̄dr a gasaz kannaded da Ptoléméus roué ann Éjipt, hag a skrivaz d’ézhan̄ ével-henn :
52. O véza ma ounn distrôet em rouan̄télez, ma ounn azézet war drôn va zadou, ma em eûz dispennet Démétrius, ha ma eo deuet d’in dré-zé va rouan̄télez, ha kémen̄t brô a oa d’in ;
53. Ma em eûz stourmet out-han̄, hag oud hé armé, hag em eûz hô dispennet ; hag ounn dré-zé azézet war ann trôn a zalc’hé :
54. Gréomp bréma kévrédigez étré-z-omp : rô d’in da verc’h da c’hrég, ha mé a vézô da vap-kaer d’id, hag a râi rôou kaer d’id ha d’ézhi.
55. Ar roué Ptoléméus a respoun̄taz d’ézhan̄, ô lavarout : Deiz euruz, é péhini oud distrôet é brô da dadou, hag oud azézet war drôn hô rouan̄télez.
56. Ober a rinn enn da gén̄ver enn doaré ma éc’h eûz hé skrivet : hôgen deûz d’am c’havout é Ptolémaid, évit ma en em wélimp, hag é rôinn va merch d’id da c’hrég, ével ma éc’h eûz hé goulennet.
57. Ptoléméus éta a iéaz er-méaz eûz ann Éjipt, hén̄ ha Kléopatra hé verc’h, hag a zeûaz da Ptolémaid, er bloaz daou hag eiz-ugen̄t.
58. Ar roué Aleksan̄dr a iéaz d’hé ziambrouga ; ha Ptoléméus a rôaz dézhan̄ hé verc’h Kléopatra : ann eûreûd a oé gréat é Ptolémaid gan̄d eur fougé vrâz, hervez kîz ar rouéed.
59. Ar roué Aleksan̄dr a skrivaz ivé da Jonatas, évit ma teûjé d’hé gavout énô.
60. Jonatas a iéaz da Ptolémaid gan̄t kalz a fougé, hag a iéaz da gavoud ann daou roué ; rei a réaz d’ézhô kalz a arc’han̄t hag a aour, ha rôou all : hag hén̄ a oé digéméret mâd gan̄t-hô.
61. Tûd eûz a Israel ker fallagr hag ar vosen en em strollaz kévret évid hé damallout : hôgen ar roué na fellaz két d’ézhan̄ hô sélaoui.
62. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz ma vijé diwisket Jonatas, ha ma vijé lékéat d’ézhan̄ eur zaé a roué ; hag é oé gréat. Hag ar roué hel lékéaz da azéza enn hé gichen.
63. Hag hén̄ a lavaraz d’hé brin̄sed : It gan̄t-han̄ dré greiz kéar, hag embannit na zeûet dén da damallout anézhan̄, na da ôber drouk d’ézhan̄ é nép dôaré.
64 Pa wélaz ar ré a oa deûet evid hé damallout, ar péz a oa embannet diwar hé benn, ha pénaoz é oa gwisket d’ézhan̄ eur zaé a roué, é tec’hchon̄t holl.
65. Ar roué a zavaz anézhan̄ é énor brâz, hag a ziskrivaz hé hanô é-touez hé viñonned ar ré vrasa, hag a rôaz d’ézhan̄ lôd eûz hé c’halloud hag eûz hé brin̄sélez.
66. Ha Jonatas a zistrôaz da Jéruzalem é péoc’h ha gan̄t lévénez.
67. Er bloaz pemp hag eiz ugen̄t, Démétrius, mâb Démétrius, a zeûaz eûz a Greta da vrô hé dadou.
68. Ar roué Aleksan̄dr pa glevaz kémen̄t-sé, a oé glac’haret-brâz ; hag é tistrôaz da Antiokia.
69. Ar roué Démétrius a lékéaz da zûg Apollonius, péhini a oa da réner war ar Sélésiria : hag hé-man̄ a zavaz eunn armé vrâz, hag a iéaz da Jamnia : neûzé é kasaz tûd étrézé Jonatas ar bélek-brâz,
70. Évit lavarout d’ézhan̄ : N’eûz néméd-od a gémen̄t a éneb ouz-omp : ha mé a zô deûet da c’hoapérez ha da vézégez, ô véza ma éc’h eûz ar gounid war-n-omp enn da vénésiou.
71. Hôgen bréma ma fisiez enn da vrézélidi, diskenn d’hor c’havout er gompézen, hag énô éc’h hévélébékaimp hon ners ; râg ann tréac’h a zô bépred gan-én̄ er brézel.
72. Goulenn, ha desk piou ounn-mé, ha piou eo ar ré a zô da eil d’in, péré a lavar pénaoz na hell két hô troad choum stard dira-z-omp, pa eo gwir pénaoz da dadou a zô bet lékéat e tec’h diou wéach enn hô brô.
73. Ha bréma pénaoz é helli-dé ôber-penn d’am marc’heien ha da eunn armé ker braz enn eur gompézen, é péhini n’eûz na mein, na rec’hier, na léac’h é-béd é péhini é helli tec’hout ?