Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
levr ar profed isaias.


XXXV. PENNAD.


Gwellaen ar Judéa.


1. Ann douar didûd ha dihen̄t en em laouénai, hag ann distrô a dridô, hag a vleuvô ével al lili :

2. Hégina ha kellida a rai ; gan̄t lévénez ha meûleûdigez é tridô : gloar al Liban a vézô roet d’ézhan̄, kaerded ar C’harmel ha Saron ; hi hô-unan a wélô gloar ann Aotrou, ha skéd hon Doué-ni.

3. Krévait ann daouarn laosk, ha nerzit ann daoulin diners.

4. Livirit d’ar ré digaloun : Krévait, ha n’hô pézet két a aoun ; chétu hô Toué a rôi da bép-hini hervez hé zellid ; ann Aotrou hé-unan a zeûi hag a zieûbô ac’hanoc’h.

5. Neûzé é vézô digoret daoulagad ar ré zall, ha diskouarn ar ré vouzar a glevô.

6. Neûzé ann dén kamm a lammô ével eur c’harv, ha téôd ar ré vûd a vézô diéréet ; râg ann douréier a zavô enn distrô, hag ar frouden enn dizarempred.

7. Ann douar krâz a drôi enn eul lenn, hag ann douar séac’h é feun̄teûniou dour. Er c’héviou é péré ken̄t é choumé ann aéred, é savô ar c’hors hag ar broen glâz.

8. Énô é vézô eur raven̄t hag eunn hen̄t, hag a vézô hanvet ann hen̄t san̄tel ; ann dén saotr na dréménô két dré-z-han̄, hag eunn hen̄t éeun é vézô d’é-hoc’h, enn hévélep doaré na faziô két enn-han̄ ar ré ziskian̄t.

9. Na vézô két a léon énô, na biñô két enn-han̄ a loen ferô, ha na choumô két énô ; ar ré a vézô bét dieûbet a gerzô dré-z-han̄.

10. Ar ré a vézô bét dasprénet gan̄d ann Aotrou a zistrôi, hag a zeui da Zion ô kana hé veûleûdiou ; hag eul lévénez peûr-baduz a vézô war hô fennou ; ann dudi hag al lévénez a choumo gan̄t-hô, ar c’hlac’har hag ar c’hlemvan a dec’hô diout-hô.


————


XXXVI. PENNAD.


Sennachérib a gerz a-éneb ar Judéa.


1. Er pévarzékved bloaz euz a rén Ézéc’hias, é piñaz Sennachérib, roué ann Assiried, a-éneb ann holl geriou kré eûz a Juda, hag hén̄ hô c’héméraz.

2. Ha roué ann Assiried a gasaz Rabsasez eûz a Lac’his da Jéruzalem gan̄d eunn armé vrâz a-éneb ar roué Ézéc’hias ; hag hén̄ a arzaôaz é-tal sân al lenn uc’hela é hen̄t park ar c’hommer.

3. Neûzé Éliasim, mâb Helsias, péhini a oa mestr ann tî, ha Sobna ar skrivañer, ha Joahé, mâb Asaf ann dieller, a zeûaz d’hé gavout.

4. Ha Rabsasez a lavaraz d’ézhô : Livirit da Ézéc’hias : Chétu pétrâ a lavar ar roué brâz, roué ann Assiried : É pé fisian̄s en em rôez-té ?

5. Gan̄t pé guzul pé gan̄t pé ners é fell d’id en em zével em énep ? War biou é lékéez da fisian̄s pa belléez diouz-in ?

6. Chétu é lékéez da fisian̄s war ann Éjipt, war ar vâz gorsen-zé péhini a zô torret, péhini a iélô é dourn ann hini a harpô hé zourn war-n-ézhi, hag a dreûzô anézhan̄ ; ével-sé é rai Faraon é-kén̄ver ar ré holl a lakai hô fisian̄s enn-han̄.

7. Ma lévérez d’in : Enn Aotrou, hon Doué, é lékéomb hor fisian̄s ; ha né két hen-nez a béhini en deûz Ézéc’hias diskaret al lec’hiou uc’hel hag ann aoteriou, ô lavaroud da Juda ha da Jéruzalem : Dirâg ann aoter-zé éc’h azeûli ?

8. Ha bréma en em rô d’am Aotrou, roué ann Assiried, hag é rôinn d’id daou vil varc’h, mar gellez kavout é-touez da bobl tûd a-walc’h évit piña war-n-ézhô :

9. Pénaoz é helli-dé énébi oud ann distéra rénér eûz a gériou-kré va Aotrou ? Ma lékéez da fisian̄s enn Éjipt, enn hé girri, hag enn hé varc’heien ;

10. Ha deuet ounn-mé er vrô-man̄, évid hé dispenna, héb urs ann Aotrou ? Ann Aotrou en deûz lavaret d’in : Pîñ er vrô-zé, ha dispenn-hi.