46. Ann holl bobl a aotréaz éta sével Simon, hag ôber pép-trâ hervez ar geriou-zé.
47. Ha Simon a zigéméraz ar garg, hag a aotréaz béza da vélek-brâz, ha da zûg ha da brin̄s war bobl ar Iuzevien, ha war ar veleien, ha da gaout ar galloud war bép-trâ.
48. Gourc’hémennet é oé skriva ann dra-man̄ war daolennou arem, hag hé lakaad é pondalez ann templ, enn eul léac’h anat :
49. Ha lakaad eunn diskriv anézhan̄ enn tenzor, évit ma vijé da en̄vor da Zimon ha d’hé vipien.
1. Neûzé ar roué Antiokus, mâb Démétrius, a skrivaz eûz a énézi ar môr, da Zimon ar bélek-brâz, ha prin̄s ar Iuzevien, ha d’ann holl bobl.
2. Ha chétu pétrâ a oa el lizéri-zé : Ar roué Antiokus da Zimon ar bélek-brâz, ha da bobl ar Iuzevien, salud.
3. Gwall dûd ô véza skrapet rouan̄télez hon tadou, é fell din mon̄d enn-hi a-névez, hag hé lakaad da véza ével ma oa ken̄t : saved em eûz éta eunn armé a dûd dilennet, hag em eûz lékéat da ôber listri brézel.
4. Mé a fell d’in éta distrei er vrô, évid en em ven̄ji eûz ar ré hô deûz mac’het hor brô, ha gwastet kalz keriou em rouan̄telez.
5. Bréma éta é tistaolann d’id ann holl draou hô deûz distaolet d’id ann holl rouéed em raok, hag é startaann hô rôou all.
6. Aotréa a rann ma skôi moneiz enn da hanô hag enn da vrô ;
7. Ma vézô Jéruzalem eur géar san̄tel ha fran̄k : ma choumô d’id ann holl armou éc’h eûz gréat, hag ann holl gréou éc’h eûz savet, hag é talc’hez.
8. Holl zléou ar roué évid ann amzer dréménet, hag évid ann amzer da zon̄t, a vréma ha da vikenn, a zô distaolet d’id.
9. Ha pa vézimp deûet da vestr enn hor rouan̄télez, é savimp da c’hloar, hag hini da bobl, hag hini da dempl, enn hévélep doaré ma vézô diskleriet enn douar holl.
10. Er pévarzézved bloaz hag eiz-ugen̄t é teuaz Antiokus é brô hé dadou, hag ann holl armé en em rôaz d’ézhan̄, enn hévélep doaré ma choumaz nébeûd a dûd gan̄t Trifon.
11. Ar roué Antiokus a iéaz war hé lerc’h ; hag hén̄ a zeûaz da Zora, ô tec’hout étrézég ar môr ;
12. Râg hén̄ a anavézaz pénaoz é teûjé reûsiou war-n-ézhan̄, pa oa bét dilezet gan̄d ann armé.
13. Antiokus a ziazézaz hé gamp a-ûz Dora gan̄t c’houec’h-ugen̄t mil dén-a-vrézel, hag eiz mil marc’hek.
14. Hag hén̄ a c’hrounnaz kéar, hag a lékéaz da dôstaat al listri a oa war ar môr : hag hén̄ a strizé kéâr diwar zouar ha diwar vôr, ha na lezé dén da von̄d ébarz, na da von̄d er-méaz.
15. Hôgen Numénius, hag ar ré a ioa éat gan̄t-han̄, a zistrôaz eûz a Roma, gan̄t lizéri skrivet d’ar rouéed ha d’ar boblou enn doaré-man̄ :
16. Lusius konsul ar Romaned, d’ar roué Ptoléméus, salud.
17. Kannaded ar Iuzevien péré a zô miñouned d’é-omp, a zô deûet étrézég enn-omp, évit névézi ann unvaniez hag ar gévrédigez, hag hî kaset gan̄t Simon prin̄s ar véleien, ha gan̄t pobl ar Iuzevien.
18. Hag hî hô deûz ivé digaset eunn diren aour a boéz mil min.
19. Mâd hon eûz kavet éta skriva d’ar rouéed ha d’ar boblou, évit na rain̄t droug é-béd d’ézhô ; na stourmin̄t nag out-hô, nag oud hô c’heriou, nag oud hô brô ; ha na rôin̄t skoazel é-béd d’ar ré a vrézélékai out-hô.
20. Digéméret hon eûz a-ioul ann diren hô deûz digaset.
21. Mar d-eo éta en em dennet eur gwall dud-bennâg eûz hô brô étrézég enn-hoc’h, likit-hi étré daouarn Simon ar bélek-brâz, évit ma kastizô anézhô hervez hé lézen.
22. Ann hévélep lizéri-zé a oé skri-