Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/333

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
331
ar vakabéed.

vet d’ar roué Démétrius, ha da Attalus, ha da Ariarates, ha da Arsases,

23. Hag enn holl vrôiou : ha da Lampsakus ; ha d’ar Spartiated, ha da Zélos, ha da Vindos, ha da Zisioné, ha da Garias, ha da Zamos, ha da Bambilia, ha da Lisia, ha da Alikarnases, ha da Goo, ha da Ziden, ha da Aradon, ha da Rodes, ha da Fasélides, ha da C’hortina, ha da C’huida, ha da Sipra, ha da Siréné.

24. Ar Romaned a gasaz eunn diskriv eûz al lizéri-zé da Zimon ar bélek-brâz, ha da bobl ar Iuzevien.

25. Hôgen ar roué Antiokus a ziazézaz eunn eil wéach hé gamp dirâk Dora, oc’h hé striza bépréd mui-oc’h-vui, hag oc’h ôber gwindaskou nevez : hag é klôzaz Trifon enn hévélep doaré na hellé mui mon̄d er-méaz.

26. Neûzé Simon a gasaz da skoazel d’ézhan̄ daou vil dén dilennet, hag arc’han̄t, hag aour, ha listri kaer :

27. Hogen na fellaz két d’ézhan̄ hô digémérout : terri a réaz ar gévrédigez en doa gréat ken̄t gan̄t Simon, hag é pelléaz diout-han̄.

28. Kâs a réaz étrézég enn-han̄ Aténobius unan eûz hé viñouned, évit prézégi gan̄t-han̄, ha lavarout d’ézhan̄ : C’houi a zalc’h Joppé, ha Gazara, ha kré Jéruzalem, péré a zô keriou eûz va rouan̄télez :

29. Gwastet eo bét hô harzou gan-é-hoc’h ; kalz a zroug hoc’h eûz gréat er vrô ; kalz a lec’hiou hoc’h eûz aloubet hag a ioa dindân va galloud.

30. Bréma éta distaolit ar c’heriou hoc’h eûz kéméret ; hag ann tellou eûz al lec’hiou hoc’h eûz bét enn tu all da harzou ar Judéa ;

31. Pé paéit évid ar c’heriou pemp kan̄t talan̄t arc’han̄t ; hag évid ar gwastadur hoc’h eûz gréat, hag ann tellou hoc’h eûz savet pemp kan̄t talan̄t all : anéz é teûimp, hag é stourmimp ouz-hoc’h.

32. Aténobius miñoun ar roué a zeûaz éta da Jeruzalem, hag a wélaz gloar Simon, hag hé skéd enn aour hag enn arc’han̄t, ha doaré gaer hé dî : hag hén̄ a oé souézet-brâz. Hag hén̄ a rôaz da anaout d’ézhan̄ geriou ar roué.

33. Ha Simon a respoun̄taz d’ézhan̄, hag a lavaraz : N’hon eûz két aloubet douar eunn all, ha na zalc’homp két madou ann hen̄tez ; hôgen kéméret hon eûz digwéz hon tadou, péhini a ioa bét aloubet gan̄d direizded a-zoug eunn amzer-bennâg gan̄d hon énébourien.

34. Ével-sé pa eo bet mâd ann amzer d’é-omp, hon eûz askéméret digwéz hon tadou.

35. É-kén̄ver ar c’hlemmou a rit diwar-benn Joppé ha Gazara ; hî eo a réa kalz a zrouk é-touez ar bobl, hag enn hor brô : évid ar ré-zé é rôimp kan̄t talan̄t. Hag Alénobius na respoun̄taz gér d’ézhan̄.

36. Hôgen hén̄ a zistrôaz étrézég ar roué ha droug enn-han̄, hag é rôaz da anaout d’ézhan̄ ar geriou-zé, ha gloar Simon, ha kémén̄d en doa gwélet : hag é savaz eunn drouk brâz er roué.

37. Hôgen Trifon a dec’haz enn eul léstr da Ortosiada.

38. Koulskoudé ar roué Antiokus a lékéaz Sendébéus da zûg war aod ar môr, hag é rôaz d’ézhan̄ eunn armé a vrézilidi war droad, ha marc’heien.

39. Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ trei hé armé oud ar Judéa : sével Gédor, ha stan̄ka persier kéar, ha stourmi oud ar bobl. Koulskoudé ar roué a iéaz war lerc’h Trifon.

40. Sendébéus a zeûaz da Jamnia, hag a zéraouaz heskina ar bobl, ha mac’ha ar Judéa ; ha lakaat lôd eûz ann dûd é sklavérez, ha laza lôd all, ha krévaat Gédor.

41. Lakaad a réaz énô marc’héien ha brézélidi war droad, évit ma rajen̄t argadennou é brô ar Judéa, ével m’en doa hé c’hourc’hémennet ar roué d’ézhan̄.


————


XVI. PENNAD.


Ptoleméus, mâb-kaer Simon, a laka hé laza, hén̄ ha daou eûz hé vipien.


1. Iann a biñaz eûz a C’hazara, hag a rôaz da anaout da Zimon hé dâd ar