Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/339

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
337
ar vakabéed.

10. Neûzé ar Bélek-brâz a ziskleriaz d’ézhan̄ pénaoz é oa bét lékéat ann arc’han̄t-zé é miridigez, hag é oa bividigez ann in̄tan̄vézed hag ann emzivaded :

11. Pénaoz zô-kén lôd eûz ann arc’han̄t a ioa bét diskleriet gan̄t Simon ar fallagr, a oa da Hirkan-Tobias dén a neûz-vâd : ha pénaoz né oa két enn-holl ouc’h-penn pevar c’han̄t talan̄t arc’han̄t, ha daou c’han̄t talan̄t aour :

12. Hôgen na helled két touella ar ré hô doa krédet é hellen̄t lakaâd hô arc’han̄t é miridigez enn eunn templ a oa énoret dré ar béd holl évid hé zan̄télez.

13. Hôgen Héliodorus ô ken̄derc’hel ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhan̄ gan̄d ar roué, a lavaraz pénaoz é oa réd a-grenn dougen ann arc’han̄t-zé d’ar roué.

14. Enn deiz merket éz éaz Héliodorus enn templ évit reiza kémen̄t-sé. Koulskoudé né oa két bihan ar saouzan er géar holl.

15. Ar véleien en em daolaz out treid ann aoter gan̄d hô saé a vélek ; hag hî a bédé ann hini a zô enn én̄v, hag en deûz gréat al lézen diwar-benn ar mirérez, évit ma tiwalché ar péz a oa bét lékéat é miridigez enn templ.

16. Néb a zellé neûzé oud dremm ar Bélek-brâz, a oa gouliet enn hé galoun : râg hé zoaré hag hé liou ô véza trôet, a ziskouézé glac’har vrâz hé galoun.

17. Ann doan a wéled war hé zén holl, hag ann hérez a oa anat war hé gorf, a ziskouézé d’ar ré a zellé out-han̄ gouli hé galoun.

18. Ann dûd a zirédé enn eunn taol-brâz eûz hô ziez, évit goulenni digan̄d Doué, dré bédennou, na aotréjé két é vé mézékéet eul léac’h ker san̄tel.

19. Ar c’hragez gôlôet a hivizennou-reûn bétég hô dargreiz, a zirédé enn eur rumm-brâz war leûriou-kéar : ar plac’hed-iaouan̄k hô-unan, péré ken̄t a choumé klôzet, a zirédé da gavout Onias, ha lôd all etrézeg ar muriou, ha lod all a zellé dré ar brénestrou.

20. Hag holl é péden̄t, oc’h astenna hô daouarn étrézeg ann en̄v.

21. Eunn arvest truézaz oa gwélout al lôd brâz a dûd-zé kemmesket, hag ar Bélek-brâz leûn a c’hlac’har, o c’hortozi pétrâ a c’hoarvézché.

22. Hag hî a bédé Doué hôll-c’halloudek, ma virché krenn ar péz a oa bét rôet d’ézho é miridigez.

23. Hôgen Héliodorus, péhini en em zalc’hé gan̄d hé warded é-tâl dôr ann tenzor, a venné sévéni hé zézô.

24. Hôgen spéred ann Doué holl-c’halloudek en em ziskouézaz neûzé gan̄d arouésiou anat, enn hévélep doaré pénaoz ar ré holl péré hô doa krédet sen̄ti oud Héliodorus, ô véza bét diskaret gan̄t ners Doué, a oé skôet gan̄d eur saouzan hag eur spoun̄t brâz.

25. Râg hî a wélaz eur marc’h, harnézet eun eunn doaré gaer, war béhini é oa eunn dén heûzuz : ar marc’h-zé en em strin̄kaz war Héliodorus, hag a skôaz ô sével war-n-ézhan̄ hé daou droad a ziaraog ; hag ann hini a oa piñet war-n-ézhan̄ a zoaréé kaout armou aour.

26. Daou zén-iaouan̄g all a oé gwélet leûn a ners hag a c’héned, skéduz gan̄t ar c’hloar, ha gwisket kaer : hag hî en em zalc’hé enn daou du d’ézhan̄, a skourjézé anézhan̄ a bép-tû, hag a skôé gan̄t-han̄ héb éhan.

27. Hôgen Héliodorus a gouézaz enn eunn taol d’ann douar é-kreiz eunn dévalien vrâz : hag ô véza bét lékéat war eur gador, é oé douget ha lékéat er-méaz eûz ann templ.

28. Ével-sé ann hini a oa deûet ébarz ann ten̄zor gan̄t kalz a réderien hag a warded, a oa douget er-méaz hép ma teûaz dén d’hé skoazella, ners Doué ô véza en em ziskouézet anat.

29. Hag hen̄ dré ann nerz-zé eûz a Zoué, a choumaz gourvézet, hag hén̄ dilavar, hép géd na silvidigez.

30. Hôgen ar ré all a vennigé ann Aotrou, ô véza ma uc’héléé-meûrbéd hé léac’h : hag ann templ péhini nébeûd araog a oa leûn a spoun̄t hag a reûstl, a zeûaz da véza leûn a lévénez hag a lîd, pa ziskouézaz ann Aotrou hé ho1l-c’halloud.

31. Neûzé hiniennou eûz a viñouned Héliodorus a hastaz pédi Onias, évit ma