11. Neuzé Éliasim, ha Sobna, ha Joahé a lavaraz da Rabsasez : Komz oud da dûd é Siriack ; râk ni a oar ann iéz-zé. Hôgen na gomz két ouz-omp é Judaek, pa glev ar bobl a zô war ar vûr.
12. Ha Rabsasez a lavaraz d’ézhô : Hag étrézé da vestr hag étrézég enn-od en deûz va c’haset va mestr évit lavarout kémen̄t-man̄ ? Ha né két ken̄toc’h étrézég ann dûd-zé péré a zô savet war ar vûr, évit na zébrin̄t két hô mon, ha na évin̄t két hô zroaz gan-é-hoc’h ?
13. Ha Rabsasez a zavaz, hag a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré é Judaek, hag a lavaraz : Sélaouit gériou ar roué brâz, roué ann Assiried.
14. Ével-henn é lavar ar roué : Na douellet két Ézéc’hias ac’hanoc’h, râk na hellô két hô tieûbi.
15. Ha na lakaet két Ézéc’hias ac’hanoc’h da gaout fisian̄s enn Aotrou, ô lavarout : Ann Aotron hon dieûbô, na gouézô két ar géar-man̄ étré daouarn roué ann Assiried.
16. Na zélaouit két Ézéc’hias ; râg ével-henn é lavar roué ann Assiried : Grît kévrédigez gan-en̄, ha deûit d’am c’havout, ha debrit pép-hini euz hô kwinien hoc’h-unan, ha pép hini euz hô fiézen hoc’h unan, hag évit pép-hini dour hô feun̄teun hoc’h-unan,
17. Kén na zeûinn, ha na gasinn ac’hanoc’h enn eunn douar hén̄vel oud hô touar, eunn douar a éd hag a wîn, eunn douar a vara hag a winiennou.
18. Na reûstlet két Ézéc’hias ac’hanoc’h, ô lavarout : Ann Aotrou hon dieûbô. Hag hini eûz a zouéed ar brôadou en deuz-hén̄ dieûbet ho douar eûz a zaouarn roué ann Assiried ?
19. Péléac’h éma doué Emat hag Arfad ? Péléac’h éma doué Séfarvaim ? Hag hî hô deûz dieûbet Samari eûz va dourn ?
20. Piou é-touez ann holl zouéed eûz ar brôiou-zé en deûz dieûbet hé zouar eûz va dourn, ma tieûbô ann Aotrou Jéruzalem eûz va dourn ?
21. Hag hî a davaz, ha na respoun̄taz gér out-han̄. Râg ar roué en dôa gourc’hémennet d’ézhô, ô lavarout : Na respoun̄tit két d’ézhan̄.
22. Neûzé Éliasim, mâb Helsias, péhini a oa mestr ann tî, ha Sobna ar skrivañer, ha Joahé, mâb Asaf ann dieller, a zistrôaz étrézég Ézéc’hias hag hô diḻad rôget, hag hî a rôaz da anaout d’ar roué gériou Rabsasez.
1. Pa glevaz ar roué Ézéc’hias kémen̄t-se, é rogaz hé ziḻad, é lékéaz eur sac’h war hé drô, hag éz éaz é tî ann Aotrou.
2. Hag hén̄ a gasaz Éliasim, péhini a oa mestr ann tî, ha Sobna ar skrivañer, hag ar ré gôsa eûz ar véleien, gôlôet a zéier, étrezég Isaias ar profed, mâb Amos.
3. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar Ézéchias : Eunn deiz a en̄krez, a damall, a zrouk-prézek eo hé-man̄ ; râg ar vugalé a zô daré da véza ganet, ha n’eûz két a ners a-walc’h évit gwilioudi.
4. Ann Aotrou da Zoué en dévézô klévet héb arvar gériou Rabsasez, péhini a zô bét kaset gan̄t roué ann Assiried hé vestr, évid drouk-prézégi oud ann Doué béo, hag évid hé gunuc’ha gan̄t lavariou en deûz klévet ann Aotrou, da Zoué : gorré éta da béden évid ar ré a choum a zilerc’h.
5. Ha servicherien ar roué Ézéc’hias a iéaz étrézég Isaias.
6. Hag Isaias a lavaraz d’ézhô : Ann dra-man̄ a léverrot d’hô mestr : Ével-henn é lavar ann Aotrou : N’hô pézet két a aoun râg ar gériou hoc’h eûz klévet, gan̄t péré servicherien roué ann Assiried hô deûz va heskinet.
7. Chétu mé a gasô war-n-ézhan̄ eur c’houéz, hag hén̄ a glevô eur c’hélou, hag a zistrôi d’hé vrô ; ha mé hé lakai da vervel gan̄d ar c’hlézé enn hé vrô.
8. Rabsasez éta a zistrôaz war hé c’hîz, hag a iéaz da gavout roué ann Assiried péhini a stourmé out Lobna ;