33. Pa glévaz Onias kémen̄t-sé évit gwîr, é tamallaz anézhan̄ ; hag hén̄ koulskoudé a choumé enn eul léac’h kuzet é Antiokia tôst da Zafné.
34. Râk-sé Ménélaus a iéaz da gavout Andronik, hag a bédaz anézhan̄ da laza Onias. Hé-man̄ éta ô véza deûet étrézég Onias, hag ô véza astennet hé zourn d’ézhan̄ enn eur doui (pétrâ-bennâg ma ioa difisiuz d’ézhan̄), hen aliaz da zon̄d er-méaz eûz hé vénéc’hi : hag hen̄ hen lazaz râk-tâl, hép doujan̄s é-béd évid ar reizded.
35. Râk-sé é savaz drouk, nann er Iuzevien hép-kén, hôgen ivé er brôadou all ; hag hî na hellaz két gouzan̄vi ann direizded eûz a varô eunn dén ker braz.
36. Ar roué ô véza distrôet eûz ar Silisia, ar Iuzevien kévret gan̄d ar C’hrésied a iéaz d’hé gavout é Antiokia, évid en em glemma eûz a varô direiz Onias.
37. Antiokus a oé glac’haret enn hé galoun enn abek da varô Onias : hag oc’h en em zaman̄ti, é skuḻaz daérou, oc’h énvori furnez ha poell Onias.
38. Hag eunn drouk brâz ô véza savet enn-han̄, é c’hourc’hémennaz ma vijé tennet al limestra diwar Andronik, ma vijé kaset dré géar holl, ha ma vijé lazet ar fallagr-zé enn hévélep léac’h é péhini en doa lazet Onias enn eunn doaré ker kriz ; ann Aotrou ô tisteûrel d’ar fallagr-zé ar boan en doa dellézet.
39. Hôgen Lisimakus ô véza gréat meûr a fallagriez enn templ dré ali Ménélaus, ha kémen̄t-sé ô véza bét brudet, p’en doé dijâ skrapet kalz a aour, en em zispac’haz eul lôd brâz a dud a-énep Lisimakus.
40. Pa zispac’haz ann dûd-zé, é péré é oa savet eunn drouk brâz, Lisimakus ô véza rôet armou da dri mil dén pé war-drô, a zéraouaz en em ziboella, bléniet gan̄d eunn alouber kenn doun enn oad ével enn drougiez.
41. Hogen pa wélaz ar bobl strîv Lisimakus, lôd a géméraz mein, lôd all bisier téô ; hag hiniennou a daolaz ludu out-han̄.
42. Kalz eûz hé dûd a oé glazet, lôd all a oé lazet, hag ar ré all holl a dec’haz : ar fallagr hé-unan a oé lazet é-tâl ann tenzor.
43. Déraouet é oé neûzé tamallout Ménélaus diwar-benn kément-sé.
44. Hag ar roué ô véza deûet da Dir, tri c’hannad dilennet gan̄d ann hénaoured a zougaz klemm d’ézhan̄ diwar-benn ar c’héfridi-zé.
45. Ménélaus ô wélout pénaoz é oa trec’het, a wéstlaz kalz a arc’han̄t da Ptoléméus, ma rojé d’ar roué eunn ali mâd évit-han̄.
46. Ptoléméus éta ô véza éat da gavout ar roué, pa édo enn eur porched évid en em fréskaat, a zistrôaz anézhan̄ diouc’h ann tamall :
47. Hag ar roué a wennaz Ménélauz eûz ann holl wallou en doa gréat : hag hén̄ a varnaz d’ar marô ar c’hannaded geiz, péré a vijé bét didamallet gan̄d ar Sited hô-unan, ma hô dévijé breûtéet dira-z-hô.
48. Ével-sé ar ré hô doa difennet gwiriou kéar hag ar bobl, hag ann doujan̄s a zô dléet d’al listri sakr, a oé lazet râk-tâl a-énep pép reizded.
49. Râk-sé ann Tiried hô-unan rec’het gan̄t kément-sé, en em ziskouézaz lark-brâz pa oé bésiet ar ré-man̄.
50. Hôgen Ménélaus, ann abek da grinded ar ré-vrâz, en em gendalc’hé er galloud, hag a greské é drougiez é-kén̄ver tûd ar vrô.
1. Enn hévéleb amzer Antiokus en em aozé évit brézélékaat évid ann eil wéach enn Éjipt.
2. Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz holl dud Jéruzalem a wélaz enn éar a-héd daou-ugen̄t dervez, tûd war varc’h ô rédek, hag hî gwisket gan̄t saéou aour, ha gwafiou enn hô dourn ével marc’heien,
3. Ha kézek ren̄ket a van̄dennou a rédé ann eil oud égilé, ha stourmou unan oud unan, ha tirennou héjet,