é hellché merdei war ann douar, ha kerzout war ar môr.
22. Lézel a réaz rénerien évit man̄tra ar bobl : é Jéruzalem é lékéaz Filip, ginidig eûz a Frijia, krisoc’h a galoun égéd ann hini en doa hé lékéat da réner.
23. Hag é Garizim, Andronik ha Ménélaus, péré, a ioa c’hoaz gwasoc’h égéd ar ré all oud hô c’henvrôiz.
24. Hag ô véza ma oa brâz hé gâs oud ar Iuzevien, é kasaz out-hô ar prin̄s argarzuz Apollonius, gan̄d eunn armé a zaou vil dén war-n-ugen̄t ; hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ laza ann holl dûd eûz a eunn oad klôk, ha gwerza ar merc’hed hag ar baotred-iaouan̄k.
25. Pa oé deûet hé-man̄ da Jéruzalem, é réaz neûz da glask ar péoc’h, hag é choumaz enn éhan bété deiz san̄tel ar sabbat : ha neuzé pa réa ar Iuzevien ar goél, é c’hourc’hémennaz d’hé dud kémérout hô armou.
26. Hag hén̄ a lékéaz da laza ar ré holl a oa deûet évid hô gwélout : hag ô rédek kéar gan̄d hé vrézélidi é lazaz eul lôd brâz a dûd.
27. Koulskoudé Judas Makabéad a ioa en em dennet, gan̄d dék dén all, enn eul léac’h distro ; hag énô é vévé gan̄d hé dûd war ar ménésiou é-touez al loéned ferô ; hag hî a choumé énô, hép dibri nétra kén némét louzou ar parkou, évit na gémerchen̄t két hô lôd eûz ar saotr.
1. Nébeûd amzer goudé ar roué a gasaz eunn dén kôz eûz a Antiokia, évit rédia ar Iuzevien da zilezel lézennou Doué ha ré hô brô :
2. Évit saotra templ Jéruzalem, hag hé c’hervel templ Jupiter ann Olimpiad, ha gervel hini Garizim, templ Jupiter ann diavésiad, ével ma oa ar ré a choumé enn-hi.
3. Ével-sé é kouézaz war ann holl drougou ar ré wasa
4. Râg ann templ a oa leûn eûz a zirollou hag eûz a vanvésiou direiz Jentiled, eûz a verc’hetaerien mesket gan̄t gragez fall, hag eûz a verc’hed, péré a iéa ébarz al lec’hiou sakr, hag a zougé enn-hô traou ha na oa két déread hô dougen dî.
5. Ann aoter a oa leûn ivé a gig hudur, a oa berzet gan̄d al lézennou.
6. Na vired két deisiou ar sabbat, ha na lidet két goéliou ar vrô ; ha dén na grédé an̄savout hép-distrô pénaoz é oa Iuzéô.
7. Hô c’hâs a réad dré eur rédi kalet d’ar sakrifisou é deiz-gân ar roué, ha pa lided goél Bakkus, é oan̄t dalc’het da von̄t dré géar, hag hî gan̄t kurunennou iliô enn énor da Vakkus.
8. Embannet é oé ivé eur gourc’hémenn, diouc’h ali tûd Ptolémaid, er c’heriou tôsta d’ar Jen̄tiled, évit ma rajen̄t enn hévélep doaré é-ken̄ver ar Iuzevien, oc’h hô lakaad da azeûli ann idolou.
9. Pé laza ar ré ha na felfé két d’ézhô trei out lézennou ar Jen̄tiled : evel-sé na wéled némét reûz.
10. Râk diou c’hrég ô véza bét tamallet évit béza bét emwadet hô mipien, a oé kaset enn drô da géar dirâg ann holl, gan̄d hô mipien a-zispiḻ oud hô bronn, ha taolet goudé diwar ar muriou.
11. Ré all ô véza en em strollet é kéviou tôst, évid lida é-kûz deiz ar sabbat, Filip a glevaz kémen̄t-sé, hag a lékéaz hô dévi gan̄d ann tân, ô véza na grédchon̄t két en em zifenni enn abek da lîd ar goél.
12. Hôgen mé a béd ar ré a lennô al levr-man̄, na gémérin̄t két a wall-skouer dioud ar reûsiou krîz-man̄ ; hôgen ma vennin̄t pénaoz eo bét c’hoarvézet ann drougou-zé, nann évit koll, hôgen évit kastiz hor brôad.
13. Râk miroud oud ar béc’herien na vévin̄t két pell-amzer hervez hô ioul, hôgen hô c’hastiza buan, eo ar merk eûz a drugarez vrâz Doué.
14. Évit-gwir né ra két ann Aotrou enn hor c’hén̄ver ével ma ra é-ken̄ver ar brôadou all, péré a c’houzan̄v gan̄d hakaskded, évit ma kastizô anézhô é