hag ar ré a oa gan̄t-han̄, a iéa é-kûz er c’histilli ; hag ô strolla hô c’héren̄t hag hô miñouned, hag ar ré a oa choumet stard é feiz ar Iuzevien, é tidenchon̄t a dû gan̄t-hô c’houec’h mil dén.
2. Hag hî a bédé ann Aotrou, évit ma sellché a druez oud hé bobl, a oa mac’het gan̄d ann holl, ha m’en dévijé truez ivé oud hé dempl, a oa saotret gan̄d ar ré fallagr :
3. M’en dévijé truez ivé oud dizeriou kéar, a oa é-tâl da véza diskaret ha kompézet, ha ma klevché out mouéz ar goâd a c’harmé étrézég enn-han̄ :
4. Ma teûjé ivé da goun d’ézhan̄ eûz a varvou direiz ar bugaligou dinam, hag eûz ar gwallgomsiou a oa bét lavaret a éneb hé hanô ; ha ma tiskouezché hé vuanégez diwar-benn kémen̄t-sé.
5. Ar Vakabéad éta ô véza strollet kalz a dûd, a oa eûzuz é-kén̄ver ar brôadou, râk buanégez ann Aotrou a oa trôet é trugarez.
6. O kouéza enn-eun̄n-taol war ar c’histilli ha war ar c’heriou, é lékéa ann tân enn-hô : hag enn eur gémérout al lec’hiou ar re gréva, é tispenné eul lôd brâz a énébourien.
7. Ann argadennou-zé a réa peûrvuia a-zoug ann nôz, ha brûd hé galoun vrâz en em skiñe a bep tû.
8. Hôgen Filip, ô wélout pénaoz é kreské a-zeiz-é-deiz galloud ann dén-zé, ha pénaoz é teûé da vâd ann darn vuia eûz hé géfridiou, a skrivaz da Ptoléméus dûg er Selésia hag er Fénisia, évit ma kasché ken-ners évit traou ar roué.
9. Hé-man̄ éta a gasaz d’ézhan̄ râk-tâl Nikanor mâb Patroklus, unan eûz ar ré-vrâz ha miñoun d’ézhan̄, goudé béza rôet d’ézhan̄ war-drô ugen̄t mil dén-a-vrézel eûz a vrôadou dishével, évit ma kasché-da-nétra holl wenn ar Iuzevien ; hag éc’h unanaz gan̄t-han̄ Gorgias, den gwiziek-brâz é traou ar brézel.
10. Hôgen Nikanor a géméraz ann dézô da baéa ann tell a zaou vil talan̄t a oa dléet gan̄d ar roué d’ar Romaned, war ann arc’han̄t a zeûjé eûz a werzidigez ar Iuzevien sklaved.
11. Enn hévéleb amzer é kasaz étrézég ar c’heriou môrek, évit gervel ar varc’hadourien da zon̄d da bréna ar Iuzevien sklaved, oc’h en em wéstla da rei dék sklav ha pévar-ugen̄t évid eunn talan̄t, héb arvesti out ven̄jan̄s ann Holl-c’halloudek a dlié abarz-némeûr kouéza war-n-ézhan̄.
12. Pa glevaz Judas pénaoz é oa deûet Nikanor, hé rôaz da anaout d’ar Iuzevien a oa gan̄t-han̄.
13. Lôd anézhô dalc’het gan̄d ar spoun̄t, ha diskrédik é-kén̄ver reizded Doué, a géméraz ann tec’h.
14. Lôd all a werzaz kémen̄d a oa choumet d’ézhô, hag a bédaz ann Aotrou enn hévéleb amzer ma tieûbché anézhô eûz a Nikanor ar fallagr, péhini, ken̄t abarz ma oa deûet étrézég enn-hô, en doa hô gwerzet :
15. Ma na oa két enn abek d’ézhô, da-vihana enn abek d’ar gévrédigez en doa gréat gan̄d hô tadou, hag enn abek d’ann énor hô doa da zougen hé hanô ker san̄tel ha ker brâz.
16. Ar Makabéad ô véza strollet ar seiz mil dén a oa gan̄t-han̄, hô fédaz n’en em unvanchen̄t két gan̄d ho énébourien, ha na vijen̄t két spoun̄tet gan̄d ann niver brâz eûz ann énébourien-zé péré a oa deûet gan̄d direizded da stourmi out-hô, hôgen ma énébchen̄t out-hô gan̄t eur galoun vrâz,
17. O véza m’hô doa dirâg hô daoulagad ar saotr direiz a oa bét gréat el léac’h san̄tel, ar gaou a oa bét gréat da géar, ha terridigez lézennou ar ré gôz.
18. Râg hî, émé-z-han̄, a laka hô fisian̄s enn hô armou, kerkouls hag enn hô herder : hôgen nî a laka hon hini enn Aotrou Holl-c’halloudek, péhini a hell kâs-da-gét enn eur serr-lagad, hag ar ré a zeû enn hon énep, hag ar béd holl.
19. Digas a réaz ivé da goun d’ézho ar c’hen-ners en doé rôet Doué d’hô zadou ; hag ar pemp mil ha naô-ugen̄t mil dén a oé lazet é amzer Sennachérib.
20. Hag ann emgann hô dôa rôet a-éneb ar C’hataled é Babilonia, é péhini ar Vasédonied péré a oa deûet d’hô c’hen-nerza, ô véza argilet