Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/349

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
347
ar vakabéed.

c’houec’h mil hép-kén anézhô hô doa lazet c’houec’h-ugen̄t mil dén, enn abek d’ar skoazel a oa bét kaset d’ézhô eûz ann én̄v, hag é oa deûet kalz gôbrou d’ézhô évit kémen̄t-sé.

21. Ar geriou-zé hô leûniaz a galoun, hag hî a oé daré da vervel évid hô lézennou hag évid hô brô.

22. Lakaad a réaz da zuged war béb ban̄den eûz hé armé hé vreûdeûr Simon, ha Jozef, ha Jonatas, ha dindân pép-hini anézhô pemzék kan̄t dén.

23. Esdras ô veza lennet ivé d’ézhô al levr san̄tel, ha rôet d’ézhô eunn arouéz eûz a skoazel Doué, ar réner hé-unan en em lékéaz é penn ann armé, hag a gerzaz a-énep Nikanor.

24. Ann Aotrou Holl-c’halloudek ô véza deûet da skoazel d’ézhô, é lazchon̄t ouc’h-penn naô mil dén : hag ann darn-vuia eûz a armé Nikanor ô véza bét dislébéret gan̄d ar goulou, a oé lékéat é tec’h.

25. Goudé béza kéméret arc’han̄t ar ré a oa deûet évid hô fréna, éz éjon̄t pell war hô lerc’h.

26. Hôgen distrei a réjon̄t enn abek d’ann heûr ; râk derc’hen̄t ar sabbat é oa ; dré-zé éc’h éhanchon̄t mon̄d war hô lerc’h.

27. Goudé m’hô doé dastumet armou ha dibourc’hou ann énébourien, é lidchon̄t ar sabbat, ô meûli ann Aotrou, péhini en doa hô dieûbet enn deiz-zé, hag en doa skuḻet war-n-ézhô ar bannéou ken̄ta eûz hé drugarez.

28. Goudé ar sabbat é ranchon̄t ann dibourc’hou étré ar ré glan̄v, ann emzivaded hag ann in̄tañvézed : hag é virchon̄t ann dilerc’h évit-hô hag hô zûd.

29. Pa oé gréat kémen̄t-sé, é réjon̄t ar béden kévret, hag é c’houlenchon̄t digan̄d ann Aotrou trugarézuz ma en em unvanché da-vikenn gan̄d hé zervicherien.

30. Pelloc’h é lazchon̄t ouc’h-penn ugen̄t mil dén eûz a dud Timotéus ha Bakkides, péré a stourmé out-hô : kréou uc’hel a gémerchon̄t ; hag é ranchon̄t ann dibourc’hou enn eunn doaré kévatal, étré ar ré glan̄v, hag ann emzivaded, hag ann in̄tan̄vézed, hag ivé ar ré gôz.

31. Goudé m’hô doé dastumet gan̄t préder hô armou, é lékéjon̄t anézhô a dû é lec’hiou déréad ; hag é tougchon̄t ann dilerc’h eûz ann dibourc’hou da Jéruzalem.

32. Laza a réjon̄t ivé Filarkes, dén fallagr, péhini oc’h heûlia Timotéus, en doa gréat kalz a zroug d’ar Iuzevien.

33. Ha pa drugarékéen̄t Doué é Jéruzalem évit ar gounid-zé, é klevchon̄t pénaoz ann hini en doa devet ann ôriou sakr, da lavaroud eo Kallisténes, a oa en em dennet enn eunn ti, hag é tevchon̄t anézhan̄, é gôbr eûz hé fallagriézou.

34. Hôgen Nikanor ar gwaller brâz-zé, péhini en doa lékéat da zon̄t mil marc’hadour évit gwerza d’ézhô ar Iuzevien,

35. Vuéléet, dré skoazel ann Aotrou, gan̄d ar ré a zellé ével tud didalvez, a dec’haz a dreûz môr ar sâv-héol, goudé béza diwisket hé zaéou kaer ; hag é teûaz hé-unan da Antiokia, ô véza kavet barr hé reûz é dispennadur hé armé.

36. Hag ann hini en doa lavaret é paéché ann tell d’ar Romaned diwar werzidigez tûd Jéruzalem, a embanné neûzé pénaoz ar Iuzevien hô doa Doué da warézer, hag é oan̄t dic’hlazuz dré-zé, hag ô véza ma heûlien̄t al lézennou en doa rôet dézho.


————


IX. PENNAD.


Antiokus a varv er-méaz eûz hé vrô eûz a eur marô reûzeûdik.


1. Enn amzer-zé Antiokus a zistrôaz d’ar Bersia, goudé béza bét mézékéet.

2. O véza éat er géar a hanveur Persépolis, é poelladaz preiza ann templ, ha mac’ha kéar : hôgen ar bobl a géméraz hé armou ; hag é oé lékéat da dec’hi gan̄d hé dûd : ével-sé goudé ann tec’h mezuz-zé é tistrôé Antiokus.

3. Pa oé deûet étrézég Ekbatana, é klevaz ar péz a oa bét c’hoarvézet gan̄t Nikanor ha Timotéus.

4. Hag ô véza savet droug enn-han̄,