Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/352

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
350
eil levr

gan̄d hé viñouned, péré hô doa aliez hé rôet évid eunn dén trubard, ô véza m’en doa dilézet Sipra a oa bét fisiet d’ézhan̄ gan̄t Filométor, ha pénaoz goudé béza en em lékéat a dû gan̄t Antiokus ar brudet-brâz en doa ivé hé zilézet, é loun̄kaz kon̄tamm, hag é varvaz.

14. Hôgen Gorgias péhini a oa dûk er vrô, ô véza kéméret gan̄t-han̄ diavésidi, a vrézélékéé aliez oud ar Iuzevien.

15. A hen̄d all ar Iuzevien péré a zalc’hé ar c’hréou ar ré wella a zigéméré enn-hô ar ré a oa bét kaset er-méaz eûz a Jéruzalem, hag a glaské ann tû da vrézélékaat.

16. Hôgen ar ré a oa gan̄d ar Makabéad, goudé béza pédet ann Aotrou ma teujé da warez d’ézhô, a stourmaz stard out kréou ann Iduméed.

17. Ha goudé béza en em gannet kaer, é kémerchon̄t ar c’hréou, é tispenchon̄t ar ré a géfchon̄t war hô hen̄t, hag é lazchon̄t kévret ugen̄t mil dén da-vihana.

18. Hiniennou ô véza en em dennet é daou dour kré-brâz, é péré hô doa péadrâ évid en em zifenni,

19. Ar Makabéad ô véza lézet évit stourmi out-hô Simon, ha Jozef, ha Zachéus, ha tud a-walc’h a ioa gan̄t-hô, a iéaz gan̄d hé dûd da vrézéliou a ioa mall mon̄d d’ézhô.

20. Hôgen ar ré a oa gan̄t Simon, ken̄traouet gan̄d ann droug-ioul, likaouet gan̄d arc’han̄t ar ré a oa enn touriou, goudé béza digéméret dék mil dramm ha tri-ugen̄t mil, a laoskaz hiniennou da von̄t-kuît.

21. Pa oé rôet da anout d’ar Makabéad ar péz a oa c’hoarvézet, é strollaz ar ré-gen̄ta eûz ar bobl, hag é tamallaz ann dûd-zé évit béza gwerzet hô breûdeûr évid arc’han̄t, ô leûskel hô énébourien da von̄t-kuît.

22. Lakaad a réaz da vervel ann drubarded-zé, hag é krapaz rak-tâl ann daou dour.

23. Ha pép-trâ ô véza trôet da vâd évid hé armou, é lazaz enn daou gré-zé ouc’h-penn ugen̄t mil den.

24. Hôgen Timotéus péhini a oa bét trec’het ken̄t gan̄d ar Iuzevien, ô véza savet eunn armé vrâz a ziavésidi, ha strollet marc’heien eûz ann Asia, a zeûaz er Judéa ô venna hé c’hémerché gan̄d hé armou.

25. Pa dôstéé hé-man̄, ar Makabéad hag ar ré a oa gan̄t-han̄, a bédaz ann Aotrou, goudé béza taolet ludu war hô fenn, ha gôlôet hô dargreiz gan̄d eur gouriz-reûn,

26. Goudé béza en em daolet é treid ann aoter, da véza trugarek enn hô c’hén̄ver, hôgen da véza énébour hô énebourien, hag heskiner hô heskinerien, ével ma lavar al lézen.

27. Ével-sé goudé ar béden, ô véza kéméret hô armou, hag ô veza éat pell a-walc’h diouc’h kéar, pa oan̄t tôst eûz ann énébourien é arzaôchon̄t.

28. Kerken̄t ha ma savaz ann héol, ann diou armé a iéaz ann eil oud ébén : lôd ô kaout hô c’haloun, hag ivé gwarez ann Aotrou da gréd eûz ann tréac’h ; hag ar ré all gan̄d hô c’haloun hép-kén évid hô réna enn emgann.

29. Hôgen pa édo ann emgann ar c’hounnaréta, ann énébourien a wélaz ô ton̄d eûz ann én̄v pemp dén war gézek, kin̄klet gan̄t gweskennou aour, hag a oa da rénerien d’ar Iuzevien.

30. Daou anézhô en em zalc’hé enn daou du eûz ar Makabéad : hé c’hôlei a réan̄t gan̄d hô armou, évit na vijé két glazet ; hag ar ré all a denné darédou ha foueltrou oud ann énébourien, péré dallet ha reûstlet a gouézé d’ann douar.

31. Lazet é oé anézhô ugen̄t mil ha pémp kan̄t, ha c’houec’h kan̄t marc’hek.

32. Timotéus a déc’haz é Gazara, a oa eur géar gré, é péhini é c’hourc’hémenné Kéréas.

33. Hôgen ar Makabéad a stourmaz oud ar c’hré a-zoug pévar dervez.

34. Ar ré a oa ébarz, ô fisiout war gréfder al léac’h, a gané kunuc’hennou dreist reiz, hag a lavaré traou argarzuz.

35. Hôgen pa luc’haz ar pempved dervez, ugen̄t dén-iaouan̄k eûz ar ré a oa gan̄d ar Makabéad, ô véza savet droug enn-hô ô klevout ar gwall gomsiou-zé, a dôstâaz gan̄t kaloun oud ar