Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/353

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
351
ar vakabéed.

vûr, hag a biñaz war-n-ézhi gan̄t kalz a herder.

36. Ré all ô véza piñet ivé, a zéraouaz lakaad ann tân enn touriou hag enn ôriou, hag a zevaz éz-béô ar gwall-gomserien-zé.

37. A-héd daou zervez é oé gwastet ar c’hré gan̄t-hô ; hag ô véza kavet Timotéus enn eul léac’h é péhini é oa kuzet, é lazchon̄t anézhan̄ : laza a réjon̄t ivé hé vreûr Kéréas, hag Apollofanes.

38. Goudé kémen̄t-sé, gan̄t gwersiou ha kanaouennou é veûlen̄t ann Aotrou, péhini en doa gréat traou brâz enn Israél, hag en doa rôet ann tréac’h d’ézhô.


————


XI. PENNAD.


Judas goudé béza dispennet Lisias, a râ ar péoc’h gan̄d Antiokus.


1. Nébeûd amzer goudé, Lisias mérer ar roué ha kar d’ézhan̄, ha réner kéfridiou ar rouan̄télez, gwall c’hlac’haret eûz ar péz a oa c’hoarvézet,

2. A strollaz pevar-ugen̄t mil dén war droad, hag ann holl varc’heien, hag a zeûaz a-éneb ar Iuzevien, ô venna d’ézhan̄ pénaoz é kémerché ar géar a Jéruzalem, hag é lakajé ar Jen̄tiled da choum enn-hi :

3. É tennché arc’han̄t eûz a dempl Doué, ével eûz a demplou ar Jen̄tiled, hag é werzché bép ploaz ar garg a vélek-brâz.

4. Na lékéa évez é-béd out galloud Doué, hôgen gan̄d eur galoun leûn a valc’hder, é lékéa hé holl fiisian̄s enn hé vrézélidi diniver, enn hé varc’heien stank, hag é pévar-ugen̄t olifan̄t.

5. O véza éat er Judéa, pa oa tôst eûz a Vetsura, péhini a oa enn eul léac’h strîz, war-héd pemp stad eûz a Jéruzalem, é stourmaz oud ar c’hré-zé.

6. Pa glevaz Makabéus hag ar ré a oa gan̄t-han̄ pénaoz ann énébourien a zéraoué stourmi oud ar c’hréou, é pédchon̄t ann Aotrou gan̄t garmou ha gan̄t daérou, hag ann holl bobl gan̄t-hô, ma kasché eunn éal mâd évid dieûbi Israel.

7. Ha Makabéus ô kémérout hé armou da gen̄ta, a erbédaz ar ré all d’en em lakaad é gwall gan̄t-han̄, évit skoazella hô breûdeûr.

8. Ha pa gerzen̄t holl kévret, leûn a galoun, é oé gwélet ô von̄d er-méaz eûz a Jéruzalem eunn dén war varc’h a iéa enn hô raok, hag hén̄ gwisket é gwenn gan̄d armou aour, hag eur goaf enn hé zourn.

9. Neûzé é veûlchon̄t holl kévret ann Aotrou leûn a drugarez, hag en em nerzchon̄t gan̄d eur galoun gré ; hag hi daré da stourmi nann hép-kén oud ann dûd, hôgen ivé oud al loéned ferô, ha c’hoaz da dreûzi ar muriou houarn.

10. Mon̄d a réan̄t éta gan̄d eur béôder brâz, gan̄t skoazel ann én̄v, ha trugarez ann Aotrou war-n-ézhô.

11. É doaré léoned en em daolchon̄t gan̄d herr war hô énébourien, hag é lazchon̄t anézhô unnék mil dén war droad, ha c’houézék kan̄t marc’hez.

12. Ar ré all holl a lékéjon̄t da dec’hout, ha kalz anézhô a iéaz-kuît glazet ha diarmet. Lisias hé-unan a dec’haz enn eunn doaré mézuz.

13. Ével né oa két eunn dén diskian̄t, ô venna enn-han̄ hé-unan ar c’holl en doa gréat, éc’h anavézaz pénaoz ann Hébréed a oa didrec’huz, pa en em harpen̄t war skoazel ann Holl-c’halloudek : hag hen̄ a gasaz kannaded d’ézhô :

14. Hag é rôaz hé c’hér d’ézhô pénaoz é aotréjé kémen̄d a oa reiz, hag é tougché ar roué da véza miñoun d’ézhô.

15. Makabéus en em rôaz da bedennou Lisias, ô kéméroud ali eûz a dalvoudégez ann holl : ha kémen̄d a c’houlennaz Makabéus digan̄t Lisias évid ar Iuzevien, a oé aotréet gan̄d ar roué.

16. Râk Lisias a skrivaz enn doaré-man̄ d’ar Iuzevien : Lisias da bobl ar Iuzevien, salud.

17. Iann hag Abésalam hoc’h eûz kaset d’in, ô véza rôet hô lizéri d’in, hô deûz goulennet digan-én̄ ma sévenchenn ann traou a béré é oa méneg enn-hô.

18. Ével-sé goudé ma em eûz da-