kollou ar Iuzevien ével hô eûr-vâd hô-uuan, ha gwellaen hô c’héfridiou.
15. Pa glevaz ar Iuzevien pénaoz é teûé Nikanor out-hô, ha gan̄t-han̄ eur strollad brâz a vrôadou, e c’hôlôchon̄t hô fenn a zouar, hag é pédchon̄t ann hini en doa dilennet eur bobl évit-han̄, évid hé virout da-vikenn, ha péhini en doa diskouezet hé warez évid hé zigwéz gan̄d arouésiou anat.
16. Dré c’hourc’hémenn ann dûg, é kerschon̄t râk-tâl ac’hanô, hag en em strolchon̄t war-harz kastel Dessaô.
17. Hôgen Simon breûr Judas ô véza déraouet stourmi out Nikanor, a oé spoun̄tet-braz, pa wélaz ô tôn̄t enn euun taol eul lôd ker braz a énébourien.
18. Koulskoudé Nikanor, péhini en doa klevet komza eûz a galoun vrâz tûd Judas, hag eûz ann ners gan̄t péhini en em gannen̄t évid hô brô, na grédé két fisiout ar varn enn eur stourm gwaduz.
19. Râk-sé é kasaz araok Posidonius, ha Téodotius, ha Mattias, évit ma rojen̄t ann dourn, ha ma vijé rôet ann dourn d’ézhô,
20. Ha goudé ma oé padet pell ar c’huzul, ha m’en doé ann dûg hé-unan diskleriet ann abek d’ann armé, mouéz ann holl a oé aotréa ar gévrédigez.
21. Râk-sé ann daou zug a verkaz eunn deiz évit komza hô daou é-kûz : hag é oé kaset péb a gador d’ézhô, war béré éc’h azézchon̄t.
22. Koulskoudé Judas a c’hourc’hémennaz ma vijé lékéat tûd armet é lec’hiou déréad, gan̄d aoun na zeûjé ann énebourien da ôber eunn drouk-bennâg oud hé dûd : hag ar gomz-kévret a oé gréat ével ma téréé.
23. Neûzé Nikanor a choumaz é Jéruzalem, é péléac’h na réaz droug é-béd ; hag é kasaz-kuît ann armé vrâs en doa savet.
24. Karet a réa bépréd Judas a galoun vâd, hag é oa douget-brâz évit-han̄.
25. Hé bédi a réaz zô-kén da zimézi, ha da gaout bugalé. Ha Judas a zimézaz, hag en doé éhan : hag hî a vévé kévret hag unvan
26. Hôgen Alsimus ô wélout ar garan̄tez hag ann unvaniez a oa étré-z-hô, a zeûaz da gavout Démétrius, hag a lavaraz d’ézhan̄ pénaoz Nikanor a skoazié gan̄d hé c’halloud kéfridiou ann diavésidi, ha pénaoz en doa dileûret évit lakaad enn hé garg hé-c’houdé, Judas, péhini a douellé ar roué hag ar rouan̄télez.
27. Neûzé ar roué ô véza savet droug enn-han̄, hag hen̄ héget-brâz gan̄d ar gwall lavariou-zé, a skrivaz da Nikanor, ô lavarout pénaoz é kavé fall é vijé en em unvanet a garan̄tez gan̄t Makabéus ; hag ével-sé é kemenné d’ézhan̄ hé gâs hép-dalé da Antiokia goudé béza éréet anézhan̄.
28. Pa glévaz Nikanor kémen̄t-sé, é oé man̄tret ; glac’hared é oa ô véza rédiet da derri ar gévrédigez en doa gréat gan̄t Makabéus, péhini n’en doa gréat droug é-béd d’ézhan̄.
29. Hôgen ô véza na hellé két énébi oud ar roué, é klaskaz eunn darvoud mâd évit sévéni ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhan̄.
30. Koulskoudé Makabéus ô wélout pénaoz Nikanor a aozé anézhan̄ enn eunn doaré rustoc’h, hag é tigéméré anézhan̄ gan̄t mui a rôgôni égét na oa boazet hé ôber, a vennaz pénaoz ar rustoni-sé na zeûé két a dû vâd, hag ô véza strollet eur ré-bennâg eûz hé dûd, é pelleaz diouc’h Nikanor.
31. Pa wélaz hé-man̄ pénaoz é oa bét diaraoget gan̄d ijin ha ners Judas, é teûaz d’ann templ brâz ha san̄tel, enn amzer ma kennigé ar véleien hô sakrifisou ; hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô ma lakajen̄t Makabéus étré hé zaouarn.
32. Hôgen ar ré-man̄ ô véza touet d’ézhan̄ pénaoz na wien̄t két péléac’h é oa ann hini a glaské ; éc’h astennaz ann dourn étrézég ann templ,
33. Hag é touaz, ô lavarout : Ma na likiit két Judas étré va daouarn, goudé béza hé éreet, é tiskarinn é-réz ann douar ann templ-man̄ da Zoué, é freûzinn ann aoter, hag é wéstlinn ann templ d’ann tad Bakkus.
34. Ha goudé m’en doé lavaret kémen̄t-sé, éz éaz-kuît. Hôgen ar véleien oc’h astenna hô daouarn étrézég ann