doa goulennet gan̄t préder digan̄d ar Majed.
17. Neûzé é oé sévéned ar péz a ioa bét lavaret gan̄d ar Profed Jérémiaz ével-henn :
18. Eur vouez (G) a zô bét kleved é Rama ; hag ivé klemvanou hag hirvoudou brâz : Rachel ô wéla hé mipien, hép na fell d’ézhi béza dic’hlac’haret, râk n’émin̄t mui.
19. Hôgen pa oé marô Hérodez, chétu éal ann Aotrou en em ziskouézaz da Josef enn Éjipt dré hé gousk.
20. O lavarout : Saô, ha kémer ar bugel hag hé vamm, ha kéa é douar Israel : râg ar ré a glaské ar bugel évid hé laza a zô marô.
21. Hé-man̄ ô véza savet, a géméraz ar bugel hag hé vamm, hag a zeûaz é douar Israel.
22. Hôgen pa glevaz oa Arkélauz roué é Judéa é léac’h hé dâd Hérodez, en dévoé aoun ô von̄d di : hag ô véza bét dré hé gousk eunn ali digan̄d Doué, en em dennaz war-drô Galiléa.
23. Hag é teûaz da joum enn eur géar hanvet Nazaret : évit ma vijé sévéned ar péz hô doa lavared ar Broféded : Nazaréad é vézô galvet.
1. Hôgen enn amzer-zé é teûaz Iann-Vadézour da brézegi enn distrô eûz a Judéa,
2. O lavarout : Grît pinijen ; râk tôstaad a ra rouantélez ann én̄vou.
3. Râg euz a hen-nez eo en deûz komzed ar Profed Izaiaz, ô lavarout : Mouéz ann hini a lén̄v el léac’h distrô : aozid hen̄d ann Aotrou : grît ma vézô eeun hé wénôdennou.
4. Hôgen Iann en doa eur zaé gréat gan̄t bleô kan̄val, hag eur c’houriz ler enn-drô d’hé groazel : hag hé voéd a ioa kiḻeien-raden ha mél gouéz.
5. Neûzé Jéruzalem, ar Judéa holl, hag ann holl vrô enn-drô d’ar Jourdan a zeûé d’hé gavout.
6. Hag ô véza an̄saved hô féc’héjou, é badézé anézhô er Jourdan.
7. Hôgen Iann ô wélout kalz a Farizianed hag a Saduséed ô ton̄d d’hé vadisian̄t, a lavaraz d’ézhô : gwenn aéred-viber, piou en deûz desked d’é-hoc’h tec’houd diouc’h ar vuanégez a dlé kouéza war-n-hoc’h ?
8. Grid éta eur binijen hag a rôiô frouez.
9. Ha na livirit kéd enn-hoc’h hoc’h-unan : Abraham a zô hon tad : râg hé lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz Doué a hell lakaad da zével eûz ar vein-zé mipien da Abrabam.
10. Râg ar vouc’hal a zô a-vréma lékéad out grisien ar gwéz. Pép gwézen éta ha na rôi kéd a frouez mâd, a vézô trouc’het ha taoled enn tân.
11. Évid-oun-mé a vadez ac’hanoc’h enn dour évid hô tigas d’ar binijen ; hôgen ann hini a zeûi war va lerc’h a zô kréoc’h égéd-oun ; ha na zellézann kéd dougen hé voutou. Hen̄ hô padézô er Spéred-San̄tel hag enn tân.
12. Eur c’han̄t a zô enn hé zourn ; hag hé leûr a nétai ervâd : hag hé éd a zastumô er zôlier ; hôgen ar c’hôlô a zévô enn eunn tan ha né vougô biken (M).
13. Neûzé Jézuz a zeûaz eûz a C’haliléa d’ar Jourdan da gavoud Iann, évit béza badézet gan̄t-han̄.
14. Hôgen Iann na fellé kéd d’ézhan̄ hé vadéza, ô lavarout : Me eo a dlé béza badézet gan-éz, hag é teûez d’am c’havout ?
15. Hôgen Jézuz a respoun̄taz d’ézhan̄, enn eul lavarout : Lez da ôber bréma : râg ével-sé eo é tléomp sévéni pép gwirionez. Neûzé é lezaz anézhan̄ da von̄t.
16. Hôgen Jézuz ô véza bét badézet, a zavaz râk-tâl eûz ann dour. Ha chétu ann én̄vou a zigoraz dira-z-han̄ : hag é wélaz Spéred Doué ô tiskenna ével eur goulm, hag ô ton̄t war-n-ézhan̄.
17. Ha chétu eur vouez eûz ann én̄vou a lavaré : Hé-man̄ eo va mâb kér, enn-han̄ em eûz lékéat va holl garan̄tez.