Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/373

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
371
hervez san̄t vazé.

en deûz ar galloud ; ha n’hen gréa kéd ével ar Skribed hag ar Farizianed.


————


VIII. PENNAD.


1. Hôgen pa oé diskenned eûz ar ménez, eul lôd brâz a dûd a iéaz war hé lerc’h :

2. Ha chétu eul lovr ô ton̄d énô, a azeûlé anézhan̄, ô lavarout : Aotrou, mar fell d’îd, va faréa a hellez.

3. Ha Jézuz oc’h astenna hé zourn, a stokaz out-han̄, ô lavarout : Felloud a ra d’in. Ra vézi paré ; ha râk-tâl é oé paré (G).

4. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Laka évez na lavarfez ann dra-man̄ da zén : hôgen kéa : en em ziskouéz d’ar bélek, ha kinnig d’ézhan̄ ar gwéstl, a zô bét gourc’hémennet gan̄t Moizez, évit ma vézô ann dra-man̄ testéni d’ézhô.

5. Hôgen pa ’z éaz Jézuz é Kafarnaom, eur C’han̄téner a zeûaz d’hé gavout, oc’h hé bédi,

6. Hag ô lavarout : Aotrou, va faotr a zô kouézet klân̄ gan̄d ar paralizi, hag eo en̄krézet meûrbéd.

7. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Mon̄d a rinn, hag é paréinn anézhan̄.

8. Hag ar C’han̄tener a respoun̄taz d’ézhan̄, ô lavarout : Aotrou, na zellezann kéd é teûfez em zî : hôgen lavar eur gér hép-kén, ha va faotr a vézô paré.

9. Râg mé a zô eunn dén lékéad dindan béli, hag em eûz soudarded dindân-oun, hag é lavarann da unan : Kéa, hag éz a, ha da eunn all : Deûz, hag é teû ; ha d’am faotr : Gra ann dra-man̄, hag é ra.

10. Hôgen pa glevaz Jézuz kémen̄t-sé é oé souézet, hag é lavaraz d’ar ré a ioa war hé lerc’h : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h n’em euz két kavet eur feiz ker braz enn Israel.

11. Ével-sé é lavarann d’é-hoc’h, pénaoz é teûiô meûr a hini eûz ar sao-héol hag eûz ar c’hûs-héol, hag é vézin̄t lékéat gan̄d Abraham, Izaak, ha Jakob é rouan̄télez ann én̄vou :

12. Hôgen bugalé ar rouan̄télez a vézô taoled enn dévalien a-ziavéaz. Énô é vézô gwélvan ha skriñ den̄t.

13. Ha Jézuz a lavaraz d’ar C’han̄tener : Kéa, ha bézet gréad d’id ével ma éc’h eûz krédet. Hag hé baotr a iac’haaz war ann heur.

14. Ha pa zeûaz Jézuz da di Per, é wélaz hé vamm-gaer gourvézet, hag hi klân̄ gan̄d ann dersien :

15. Hag é stokaz ouc’h hé dourn, hag ann dersien a iéaz-kuîd diout-hi ; hag hi a zavaz, hag a zerviché anézhô.

16. Hôgen diouc’h ar pardaez, é oé digased d’ézhan̄ meur a zén trec’het gan̄d ann diaoulou, hag é kasé-kuîd dré hé c’hér ar spérédou ; hag é iac’héaz ar ré holl a ioa klân :

17. Évit ma vijé sévéned ar péz a oa bét lavaret gan̄d ar profed Izaiaz : Kéméred en deûz hé-unan hor gwanderiou, ha douged en deûz hor c’hlén̄véjou.

18. Hôgen Jézuz ô wélout kalz a dûd war hé drô, a c’hourc’hémennaz mon̄d enn tu all d’al lagen.

19. Hag eur Skrib ô tôstaat, a lavaraz d’ézhan̄ : va Mestr, mon̄d a rinn war da lerc’h, é pé léac’h-bennâg ma’z î.

20. Ha Jézuz a lavaraz dézhan̄ : Al lern hô deûz toullou, ha laboused ann én̄v hô deûz neisiou : hôgen Mâb ann dén n’en deûz léac’h é-béd évid harpa hé benn.

21. Eunn all eûz hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, kav-mâd éz afenn da-gen̄ta da liéna va zâd.

22. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Deuz war va lerc’h, ha lez ar ré varô da liéna hô ré varô.

23. Hag ô véza-hén̄ piñed enn eur vag, hé ziskibled a iéaz war hé lerc’h :

24. Ha chétu eur stourm brâz a zavaz war ar môr, enn hévélep doaré ma oa ar vâg gôlôed a goummou ; hag hen̄ kouskoudé a gouské.

25. Hag hé ziskibled a dôstaaz out-han̄, hag é tihunjon̄d anézhan̄, ô lavarout : Aotrou, savété ac’hanomp, mon̄d a réomp da golla.

26. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Pérag hoc’h eûz-hu aoun, tûd a nébeûd a feiz ? Neûzé é savaz hag é c’hourc’hémennaz d’ann avélou ha d’ar môr,