hag é teûaz sioul-brâz ann amzer (M).
27. É-gwirionez ann dûd-zé a oé souézet, ô lavarout : Piou eo hé-man̄, ouc’h péhini é sen̄t ann avélou hag ar môr ?
28. Ha pa oé deûed enn tû all d’al lagen é brô ar Jérazéned, daou zén trec’het gan̄d ann diaoulou, péré a zeûé eûz ar bésiou, ha kenn diboell na grédé dén tréménoud dré ann hen̄t-zé, a ziambrougaz anézhan̄ :
29. Ha chétu é krijon̄t, ô lavarout : Jézuz, mâb Doué, pétrâ a zô étré té ha ni ? Ha deûd oud-dé aman̄ évid hon en̄krézi ken̄t ann amzer ?
30. Hôgen béz’ éz oa tôst diouc’h énô eur van̄den vrâz a vôc’h ô peûri.
31. Hôgen ann diaoulou a bédé anézhan̄, ô lavarout : Mar kasez ac’hanomp kuîd achann, kâs ac’hanomb er van̄den vôc’h.
32. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Iit. Hag hi ô véza éad er-méaz a iéaz er môc’h, ha chétu éz éaz ann holl vanden vôc’h d’en em deûrel gan̄t frouden er môr : hag é varvjon̄d enn doureier.
33. Hôgen ar vésaerien a déc’haz : hag ô véza deûed é kéar, é tanéveljon̄t kémen̄t-sé, hag ar péz a oa c’hoarvezed gan̄d ar ré a ioa trec’het gan̄d ann diaoulou.
34. Ha chétu holl dud kéar a ziarbennaz Jézuz : hag ô véza hé wélet, é pédjon̄d anézhan̄ da bellaad diouc’h hô brô.
1. Hag o piña enn eur vag, é treûzaz al lagen, hag é teûaz enn hé géar hé-unan.
2. Ha chétu é tigaschon̄d d’ézhan̄ eur paralitik, gourvézet war eur gwélé. Ha Jézuz ô wéloud hô feiz, a lavaraz d’ar paralitik : Va mâb, kémér fisian̄s, da béc’héjou a zô distaoled d’id.
3. Ha chétu eur ré eûz ar Skribed a lavaraz enn-hô hô-unan : A-énep Doué hag al lézen é komz hé-man̄.
4. Ha pa wélaz Jézuz hô ménosiou, é lavaraz d’ézhô : Pérâg é vennit-hu droug enn hô kalounou ?
5. Péhini eo ann esa, lavarout : Da béc’héjou a zô distaoled d’id ; pé lavarout : Saô ha balé ?
6. Hôgen évit ma wiot pénaoz Mâb ann dén en deûz ar galloud war ann douar da zisteûrel ar péc’hédou, neûzé é lavaraz d’ar paralitik : Saô, kémer da wélé, ha kéa d’az tî.
7. Hag é savaz, hag éz éaz d’hé dî.
8. Ann dud-zé ô wélout-sé hô dévoé aoun, hag é veûljon̄d Doué, péhini en deûz roed eunn hévélep galloud d’ann dûd.
9. Ha pa’z éa-kuîd ac’hanô Jézuz, é wélaz eunn dén azézed é tî ar gwiriou, hanvet Mazé. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Deûz war va lerc’h. Hag hen̄ a zavaz hag a iéaz war hé lerc’h.
10. Ha pa édo Jézuz ouc’h taol enn tî, chétu kalz a Bublikaned hag a béc’herien en em lékéaz ouc’h taol gan̄t Jézuz hag hé ziskibled.
11. Ha pa wélaz kémen̄t-sé ar Farizianed, é léverjon̄d d’hé ziskibled : Pérâg é tebr hô mestr gan̄d ar Bublikaned ha gan̄d ar béc’herien ?
12. Ha pa glévaz Jézuz kémen̄t-sé, é lavaraz : Né kéd ar ré iac’h hô deûz ézomm a louzaouer, ar ré glân̄v eo.
13. It ’ta, ha deskit pétrâ eo da lavarout : Gwell eo gan-én trugarez égét azeûlidigez. Râk n’ounn kéd deûed évit gervel ar ré wirion, hôgen évit gervel ar béc’herien.
14. Neûzé diskibled Iann a dôstaaz out-han̄, ô lavarout : Pérâk nî, hag ar Farizianed é iunomp-ni aliez ; ha na iun két da ziskibled ?
15. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Bugalé ar pried hag hî a hell en em c’hlac’hari é-pâd ma éma ar pried gan̄t-hô ? hôgen don̄d a rai deisiou é péré é vézô lamed digan̄t-hô ar pried ; ha neuzé é iunin̄t.
16. Dén ivé na laka eur pen̄sel nevez oud diḻad kôz : râk diframma a rafé lôd eûz ann diḻad, hag ar rog a vijé gwâz.
17. Ha na lékéeur két gwîn nevez é listri kôz ; râk anéz al listri a dorr, ar gwîn a réd, hag al listri a zô kollet. Hôgen lakaad a réeur ar gwîn nevez