Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/379

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
377
hervez san̄t vazé.

17. Évit ma vijé sévénet ar péz a zô bet lavaret ével-henn gan̄d ar Profed Izaiaz :

18. Chétu va bugel em eûz dilennet, va muia-karet, é péhini em eûz lékéat va holl garan̄tez. Lakaad a rinn va spéred war-n-ézhan̄, hag é embannô ar varn d’ar vroadou.

19. Na zaélô két, na c’harmô két, ha dén na glevô hé vouéz er ruou.

20. Na dorrô kéd ar gorsen diskaret, ha na vougô kéd ar boulc’hen a zivôged, kén n’en dévézô lékéad ar varn da drec’hi.

21. Hag ar vroadou a c’hédô enn hé hanô.

22. Neûzé é oé digased d’ézhan̄ eunn dén trec’het gan̄d ann diaoul, dall ha mûd, hag é iac’héaz anézhan̄, enn hévélep doaré ma komzaz ha ma wélaz.

23. Hag ann holl dûd a oé souézet brâz, hag a lavaré : Ha n’eo kéd hé-man̄ mâb David ?

24. Hôgen ar Farizianed pa glevjon̄t kémen̄t-sé a lavaraz : Hé-man̄ na gâs-kuîd ann diaoulou néméd dré Véelzébub penn ann diaoulou.

25. Hôgen Jézuz oc’h anaoud hô mennosiou, a lavaraz d’ézhô : Pép rouan̄télez kévrennet out-hi hé-unan, a vézô disman̄tret : ha pép kéar, pé pép tî a vézô kévrennet out-han̄ hé-unan, na joumô kéd enn hé zâ.

26. Ha mar teû Satan da gâs Satan kuît, eo kévrennet out-han̄ hé-unan : pénaoz éta é choumô hé rouan̄télez enn hé zâ ?

27. Ha mar kasann-kuîd ann diaoulou dré Vélzébub, dré biou hô c’hâs-kuîd hô pugalé ? Râk-sé é vézin̄d hô-unan hô parnerien.

28. Hôgen mar kasann-kuîd ann diaoulou dré Spéred Doué, rouantélez Doué a zô éta deuet bétég enn-hoc’h.

29. Pé pénaoz é hell unan-bennâg mon̄d é tî eunn dén kré, ha preiza he listri, néméd da gen̄ta en défé éréed ann dén kré ? Ha neûzé é preizô hé dî.

30. Nép n’éma két gan-én̄, a zô a-énep d’in : ha nép na zastum két gan-én̄, a skiñ.

31. Râk-sé é lavarann d’é-hoc’h, pénaoz pép péc’hed ha péd lé-douet a vézo distaoled d’ann dûd ; hôgen pép lé-doued oud ar Spéred-glân̄ na vézô kéd distaolet.

32. Ha piou-bennâg en dévézô komzed a-énep Mâb ann dén, é vézô distaoled d’ézhan̄ : hôgen piou-bennâg en dévézô komzed a-éneb ar Spéred-glân̄, na vézô distaolet d’ézhan̄ nag er béd-man̄, nag er béd da zon̄t.

33. Pé livirit éz eo mâd ar wezen, ha mâd hé frouez : pé livirid éz eo fall ar wézen, ha fall hé frouez, râg ar wézen a anavézeur dioud hé frouez.

34. Gwenn ann aéred-viber, pénaoz é hellit-hu lavarout traou mâd, ha c’houi tûd fall ? Râk diouc’h leûnder ar galoun é komz ar génou.

35. Eunn dén mâd a denn traou mâd eûz a eunn ten̄zor mâd : hag eunn dén droug a denn traou droug eûz a eunn ten̄zor drouk.

36. Hôgen hel lavaroud a rann d’é-hoc’h ; pénaoz ann dud a vézô kréd é deiz ar varn (G) eûz a gémen̄t gér didalvez hô dévézô lavaret.

37. Râk diouc’h da c’hériou é vézi didamallet, ha diouc’h da c’hériou é vézi tamallet.

38. Neûzé eur ré-bennâg eûz ar Skribed hag euz ar Farizianed a respoun̄taz dézhan̄, ô lavarout : Mestr, ni hor bé c’hoan̄d da wéloud eur burzud gréat gan-éz.

39. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ezhô : Ar wenn drouk hag avoultr-zé a c’houlenn eur burzud, ha na vézô rôed dézhi burzud é-béd, némét burzud ar Profed Jonaz.

40. Râg ével ma oé Jonaz trî dervez ha teir nôzvez é kôv ar môr-varc’h, ével-sé é vézô Mâb ann dén trî dervez ha teir nôzvez é kaloun ann douar.

41. Tûd Niniva a zavô é deiz ar varn gan̄d ar wenn-zé, hag é tamallin̄d anézhi ; dré ma hô deûz gréat pinijen goudé prézégen Jonas : ha chétu aman̄ mui éget Jonaz.

42. Rouanez ar c’hresteiz a zavô é deiz ar varn gan̄d ar wenn-zé, hag é tamallô anézhi : dré ma eo deûed eûz a harzou ann douar da zélaoui furnez Salomon : ha chétu aman̄ mui égét Salomon.

43. Hôgen pa’z a ar spéred louz