Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/382

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
380
aviel san̄tel jézuz-krist

gernô ével ann héol é rouan̄télez hô Zâd. Ra zélaouô néb en deûz diskouarn da glevout.

44. Rouan̄télez ann én̄vou a zô hénvel oud eunn ten̄zor kuzed enn eur park : hag ann dén a gâv anézhan̄, hen kûz, ha gan̄d al lévénez en deûz, éz a da werza kémen̄d en deûz hag é prén ar park-zé.

45. Rouan̄télez ann én̄vou a zô c’hoaz hén̄vel oud eur marc’hadour, péhini a glask perlez mâd.

46. Hôgen goudé m’en doé kaved eur berlezen talvouduz, éz éaz da werza kémen̄d en doa, hag hé frénaz.

47. Rouan̄télez ann én̄vou a zô c’hoaz hén̄vel oud eur zeûlen taoled er môr, hag a zastum pésked a bép rumm.

48. Ha pa eo leûn, é tenneur anézhi war ann aod, ha goudé béza azézet, é lékéeur ar ré vâd enn eul léstr, hag é taoleur ar ré fall er-méaz.

49. Ével-sé é c’hoarvézô enn divez eûz ar béd : ann éled a zeui, hag a rannô ar ré zroug eûz a-zouez ar ré c’hlân.

50. Hag é kasin̄d anézhô enn eur fourn dân. Énô é vézô gwélvan, ha skriñ den̄t.

51. Ha poellet mâd eo kémen̄t-ma gan-é-hoc’h ? Hag é leverjon̄t d’ézhan̄ : Ia, Aotrou.

52. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Dré-zé kémen̄t Skrib a zô gwiziek er péz a zell ouc’h rouan̄lélez ann en̄vou, a zô hén̄vel oud eur penn-ti, péhini a denn eûz hé denzor traou nevez ha traou kôz.

53. Ha goudé m’en doé Jézuz peûr-lavared ar parabolennou-zé, éz éaz-kuîd ac’hanô.

54. Hag ô véza deûet enn hé vrô, é teské anézhô enn hô sinagogou, enn hévélep doaré ma oan̄t souezet, ha ma lavaren̄t : A béléac’h eo deûed da hé-man̄ ar furnez-zé, ha kémen̄d a c’halloud ?

55. Ha né d-ef-hén̄ két mâb eur c’halvez ? Ha na c’halveur kéd hé vamm Mari, hag hé vreûdeûr Jakez, ha Jozef, ha Simon, ha Judaz ?

56. Hag hé c’hoarézed, ha n’émin̄d-hî kéd holl enn hon touez ? A béléac’h éta é teû ann holl draou-zé gan̄d hé-man̄ ?

57. Hag é kaven̄t tamall enn-han̄. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : Eur Profed né d-eo kéd héb hanô mâd, néméd enn hé vrô, hag enn hé dî.

58. Ha na réaz kéd énô kalz a vurzudou, enn abek d’hô digrédoni.


————


XIV. PENNAD.


1. Enn amzer-zé Hérodez ann tétrark a glevaz hanô eûz ar péz a réa Jézuz.

2. Hag a lavaraz d’hé wazed : Iann Vadézour eo hen-nez : distrôed eo a varô da véô, ha dré-zé eo é ra kémen̄d a vurzudou.

3. Râg Hérodez en doa lékéat kémérout Iann, hag hé staga : hag é réaz hé lakaad er vâc’h dré ’n abeg da Hérodiaz grég hé vreûr.

4. Râk Iann a lavaré dézhan̄ : Né kéd aotréed d’îd hé c’haout.

5. Hag en doa c’hoan̄t d’hé lakaad da vervel ; hôgen aoun en doa râg ar bobl, dré m’az oa kéméret gan̄t-hô évid eur profed.

6. Hôgen da zeiz ganédigez Hérodez, merc’h Hérodiaz a zan̄saz dirâg ann dûd, hag é plijaz da Hérodez.

7. Évit-sé é rôaz hé c’hér d’ézhi gan̄t lé pénaoz é rôjé d’ézhi kémen̄d a c’houlenjé digan̄t-han̄.

8. Hag hî, goudé béza bét kélenned a-raog gan̄d hé mamm : Rô d’in bréma, emé-z-hî, penn Iann Vadézour enn eunn disk.

9. Hag ar roué a oé glac’haret gan̄t kémen̄t-sé : koulskoudé dré ’n abek d’hé lé, ha d’ar ré a ioa azézet gan̄t-han̄ ouc’h taol, é c’hourc’hémennaz hé rei d’ézhi.

10. Hag é kasaz da zibenna Iann er vâc’h.

11. Hag hé benn a oé digased enn eunn disk, ha rôed d’ar plac’h-iaouan̄k, péhini hé gasaz d’hé mamm.

12. Hag hé ziskibled a zeûaz, hag a géméraz hé gorf, hag é lienjon̄d anézhan̄ ; hag éz éjon̄d da lavarout kémen̄t-sé da Jézuz.