mon̄t gan̄-én̄, ha n’hô deûz nétra da zibri : ha na fell kéd d’in hô c’hâs-kuît war-iûn, gan̄d aoun na faten̄t enn hen̄t.
33. Hag hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : Pénaoz é hellimp-ni kavoud el léac’h distrô-man̄ awalc’h a vara évit rei hô gwalc’h da gémen̄d a dûd ?
34. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ped bara hoc’h-eûs-hu ? Hag hî a lavaraz : Seiz, hag eunn nébeûd peskédigou.
35. Hag hén a c’hourc’hémennaz d’ar bobl azéza war ann douar.
36. Hag ô kémêroud ar seiz bara, hag ar pesked, goudé béza gréad hé béden drugarez, é torraz anézhô, hô rôaz d’hé ziskibled, hag hé ziskibled hô rôaz d’ar bobl.
37. Hag é tebrjon̄d holl, hag hô doé a-walc’h. Hag e kaschon̄t seiz kést leûn gan̄d ann tammou a ioa choumed enn hô dilerc’h.
38. Hôgen eûz ar ré hô doa debret éz oa pevar mil dén, hép nivéri ar vugaligou hag ar gragez.
39. Ha goudé béza kaset-kuîd ar bobl, Jézuz a biñaz enn eur vag, hag é teûaz war harzou Majédan.
l. Ha neuzé ar Farizianed hag ar Saduséed a dôstaaz out-han̄ évid hé dempti : pédi a réjon̄d anézhan̄ da ziskouéza d’ézhô eunn arwéz-bennâg enn én̄v.
2. Hôgen hén̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô : Pa eo deûed ann abardaez é livirit : Kaer é vézô ann amzer, râg ann oabl a zô rûz.
3. Ha diouc’h ar min̄tin : Arné a vézô hiriô, râg ann oabl a zô tén̄val ha dem-ruz.
4. Gouzoud a rid éta anaoud doaré ann oabl : hôgen na hellit kéd anaoud arwésiou ann amzériou ? Ar wenn droug hag avoultr-man̄ a glask eunn arwéz ; ha na vézô rôed dezhi néméd arwéz ar profed Jonaz. Hag ô véza hô lézet, éz éaz kuît.
5. Ha pa oé deûed hé ziskibled enn tû all d’al lagen, hô doa an̄kounac’héet kâs bara gan̄t-hô.
6. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Likid évez, hag en em ziwallid oud goell ar Farizianed hag ar Saduséed.
7. Hôgen hî a venné hag a lavaré enn-hô hô-unan : Dré n’hon eûz két kéméred a vara eo.
8. Hôgen Jézuz oc’h anaout kémen̄t-sé, a lavaraz : Tûd a nébeûd a feiz, pérâg é vennit-hu étré-z-hoc’h dré n’hoc’h eûz két kéméred a vara ?
9. Ha na boellït-hu két, ha na gounit-hu két pénaoz pemp bara a zô bét a-walc’h évit pemp mil dén, ha péd panérad hoc’h eûs kaset gan-é-hoc’h ?
10. Ha pénaoz seiz bara a zô bét a-walc’h évit pévar mil dén, ha péd késtad hoc’h eûz kaset gan-é-hoc’h ?
11. Pérâg na boellit-hu két, pénaoz n’am eûz két komzed a vara d’é-hoc’h, pa’m eûz lavaret : En em ziwallid out goell ar Farizianed hag ar Saduséed ?
12. Neûzé é poeljon̄t pénaoz n’en doa két lavaret en em ziwalloud out goell ar bara, hôgen out kréden ar Farizianed hag ar Saduséed.
13. Hôgen Jézuz a zeuaz war-drô Kézaréa-Filip : hag é komzé oud hé ziskibled, ô lavarout : Pétrâ a lavar ann dûd ef-hén̄ Mâb ann dén ?
14. Hag hî a lavaraz : Lôd a lavar eo Iann Vadézour, lôd all Éliaz, ha lôd all Jérémias, pé unan eûz ar broféded.
15. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ha c’houi, piou é livirit-hu ounn-mé ?
16. Simon Per a respoun̄taz hag a lavaraz : Te eo ar C’hrist, Mâb ann Doué béô.
17. Hogen Jézuz a respoun̄taz d’ézhan̄, hag a lavaraz : Gwenvidig oud, Simon Mâb Iann : râk né kéd ar c’hik hag ar goâd hô deûz disrévelled ann dra-man̄ d’îd, hôgen va Zâd, péhini a zô enn én̄vou.
18. Ha mé a lavar d’îd, pénaoz oud Per, ha war ar méan-zé é savinn va iliz, ha dôriou ann ifern na drec’hin̄t kéd anézhi.
19. Hag é roinn d’id alc’houésiou rouan̄télez ann én̄vou ; ha kémen̄t-bennâg a éréi war ann douar, a vézo