leien hag ar Skribed ar burzudou a réa, hag ar vugalé péré a c’harmé enn templ, hag a lavaré : Hosanna da Vâb David, é savaz droug enn-hô.
16. Hag é léverjon̄d d’ézhan̄ : Ha klévoud a réz-té ar péz a lavar ar ré-man̄ ? Ia, émé Jézuz d’ézhô, hôgen ha n’hoc’h eûs-hu ket lennet biskoaz, pénaoz eûz a c’hénou ar vugalé hag eûz ar ré a zô oud ar vronn é tenneur ar gwella meûleûdi ?
17. Hag ô véza hô lézed énô, éz éaz er-méaz eûz a géar, é Bétania ; hag é choumaz énô.
18. D’ar min̄tin pa zistrôé é kéar, en doé naoun.
19. Hag ô wéloud eur wézen-fiez war ann hen̄t, é tôstaaz out-hi ; ha na gavaz nétrâ enn-hi néméd deliou hép-kén, hag é lavaraz d’ézhi : Ra zeûi bikenn frouez é-béd ac’hanod, ha râk-tâl ar wézen-fiez a grinaz.
20. Ha pa wélaz ann diskibled ann dra-zé, é oen̄t souézet, hag é léverjon̄t : Pénaoz ef-hi bét krinet râk-tal ar wézen-fiez ?
21. Hôgen Jézuz a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, mar hô pé feiz, ha ma na vec’h kéd enn arvar, né két diwar-benn ar wézen-fiez hép-kén é rafac’h ével-sé, hôgen ivé ma lâvarac’h d’ar ménez-man̄, kéa alessé, hag en em daol er môr, kémen̄t-sé a vijé gréat.
22. Ha pétrâ-bennâg a c’houlennot gan̄t feiz er béden, é vézô rôed d’é-hoc’h.
23. Ha pa oé deûed enn templ, Prin̄sed ar véleien, hag Hénaoured ar bobl a dôstaaz out-han̄ pa édo ô ken̄télia, hag é léverjon̄t : Gan̄t pé c’halloud é réz-té kémen̄t-sé ? Ha piou en deûz rôed d’îd ar galloud-zé ?
24. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Eur gér a c’houlenninn ivé digan-é-hoc’h : mar hé livirit d’in, é livirinn ivé d’é-hoc’h gan̄d pé c’halloud é rann kémen̄t-sé.
25. Badez Iann a béléac’h é teué ? Pé eûz ann én̄v, pé eûz ann dûd ? Hôgen hî a venné enn-hô hô-unan, hag a lavaré :
26. Mar lévéromp, eûz ann én̄v, é lavarô d’é-omp : Pérâg éta n’hoc’h eûz-hu két krédet d’ézhan̄ ? Ha mar lévéromp, eûz ann dûd, é tléomp kaoud-aoun râg ar bobl, rag ann holl a géméré Iann évid eur profed.
27. Hag hî a respoun̄taz, hag a lavaraz da Jézuz : Na ouzomp két. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ha mé na livirinn kéd d’é-hoc’h gan̄t pé c’halloud é rann kémen̄t-sé.
28. Hôgen pétrâ a vennit-hu ? Eunn dén en doa daou vab, hag ô von̄d étrézég ar c’hen̄ta, é lavaraz : Va mâb, kéa hiriô da labourat em gwinien.
29. Hag hén̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz : N’az inn két, hôgen goudé, ô kaout keûz, éz éaz.
30. Don̄d a réaz ivé étrézég égilé, hag é lavaraz d’ézhan̄ eunn hével dra. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz : Éz ann, aotrou, ha n’az éaz két.
31. Péhini anézhô ho daou en deûz gréad ioul hé dâd ? Hî a lavaraz dézhan̄ : Ar c’hen̄ta. Jézuz a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz ar Bublikaned hag ar merc’hed fall a vézô enn hô raok é rouan̄télez Doué (M).
32. Râk Iann a zô deûed étrézég enn-hoc’h enn hen̄d eûz ar wirionez, ha n’hoc’h eûz két krédet d’ézhan̄ : hôgen ar Bublikaned hag ar merc’hed fall hô deûz krédet d’ézhan̄ : ha c’houi goudé béza gwélet kémen̄t-sé n’hoc’h euz két béd a geûz, ha n’hoc’h eûz két krédet d’ézhan̄.
33. Sélaouit eur barabolen all : Béz’ éz oa eunn dén penn-tî, péhini a blan̄taz eur winien, hag a gelc’hiaz anézhi gan̄d eur c’harz ; hag a gleûzaz enn-hi évid ôber eur waskel, hag a zavaz eunn tour, hag hé rôaz é gôbr da labourerien, hag éz éaz enn eur vrô bell.
34. Hôgen pa dôstaé amzer ar frouézou, é kasaz hé vévellou étrézég al labourerien, évid dastumi frouézou hé winien.
35. Hag al labourerien, ô véza kroget er mévellou, a gannaz unan, a lazaz égilé, hag a labézaz eunn all.
36. Kas a réaz adarré mévellou all kalz muioc’h égéd a-raok, hag é réjon̄d d’ézhô eunn hével dra.