Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/396

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
394
aviel san̄tel jézuz-krist

bésiou d’ar broféded, hag a gin̄kl bésiou ann dûd gwirion.

30. Hag é livirit : Ma vemb bét enn amzer hon tadou, na vijemp két bét hô eil évit skuḻa goâd ar broféded.

31. Ével-sé en em rôid da dést d’é-hoc’h hoc’h unan, pénaoz oc’h bugalé ar ré hô deûz lazet ar broféded.

32. Ha c’houi deûd da leunia gon̄vor hô tadou.

33. Aéred, gwenn ann aéred-viber, pénaoz é tec’hot-hu diouc’h barn ann ifern ?

34. Dré-sé chétu mé a gasô d’é-hoc’h proféded, ha tûd-fur, ha skribed, ha c’houi a lazô lôd, hag a lakai lôd ouc’h ar groaz, hag a skourjézô lôd enn hô sinagogou, hag é heskinod anézhô a géar é kear.

35. Évit ma teûi war-n-hoc’h ann holl goad dinam a zô bét skuḻet war ann douar, adalek gwâd Abel ar glân bété goad Zakariaz, mâb Barakiaz, péhini hoc’h eûz lazet étré ann templ hag ann aoter.

36. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, kémen̄t-sé holl a c’hoarvézô gan̄d ar wenn-ma.

37. Jéruzalem, Jéruzalem, té péhini a lâz ar broféded, hag a labez ar ré a zô kased d’îd, péd gwéach em eûz mennet dastumi da vugalé, é-c’hîz ma tastum ar iâr hé évnédigou dindân hé diou-askel, na né két felled d’îd ?

38. Chétu hô tî a vézô lézed d’é-hoc’h diben̄tet.

39. Rak hel lavaroud a rann d’é-hoc’h, n’am gwélot mui pelloc’h, kén na lévérot : Benniget ra vézô ann hini a zeû enn hanô ann Aotrou.


————


XXIV. PENNAD.


1. Jézuz a iéaz er-méaz eûz ann templ, hag hé ziskibled a dôstaaz out-han̄, évid diskouéza d’ézhan̄ tiez-brâz ann templ.

2. Hôgen hen̄ a lavaraz dézhô : Ha gwéloud a rît-hu ann dra-zé holl ? É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, na joumô kéd aman̄ mean war véan ; disman̄tret holl é vézin̄t.

3. Ha pa édo azezet war Ménez Olived, hé ziskibled a dôstaaz out-han̄ é-kûz, ô lavarout : Lavar d’éomp, peur é c’hoarvézô kémen̄t-sé ? Ha pé arwéz a vézô eûz da zonédigez, hag eûz a zivez ar béd.

4. Ha Jézuz a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô : Likid évez na zeûfé dén d’hô touella,

5. Râk kalz a zeûi em hanô, ô lavarout : Mé eo ar C’hrist : hag é touellin̄t meûr a hini.

6. Ha c’houi a glevô ar brézéliou, ha brûd ar brézéliou. Likid évez na véac’h en̄krézet : râk réd eo é teûfé ann traou-zé ; hôgen né vézô két c’hoaz ann divez.

7. Râk sevel a rai pobl out pobl, ha rouan̄télez out rouan̄télez ; ha béz é vézô bosennou, ha naounégézou, ha krénou douar é meûr a léac’h.

8. Hôgen kémen̄t-sé holl n’eo néméd ann derou eûz ar gloasiou.

9. Neûzé é rôin̄d ac’hanoc’h d’ann heskinou, é lazin̄d ac’hanoc’h : hag é viot kaséet gan̄d ann holl dudou dré ann abek d’am hanô.

10. Ha neûzé kalz a dûd a rôi gwall skouér, hag en em werzô ; hag en em gasaad a rain̄d ann eil égilé.

11. Ha meûr a fals-profédedd a zavô, péré a douellô kalz a dûd.

12. Hag ével ma vézô brâz ann direisted, karan̄tez meûr a hini a iénai.

13. Hôgen néb a gen̄dalc’hô bétég ann divez ; hen-nez a vézô savet.

14. Hag ann Aviel-man̄ eûz ar rouan̄télez a vézô prézéget dré ar béd holl, é testéni d’ann holl dudou : ha neûzé é teûi ann divez.

15. Pa wélod éta pénaoz heûz ann disman̄tr, diouganet gan̄d ar profed Daniel, a vézô el léac’h san̄tel : ra boellô néb a lenn.

16. Neûzé ar ré a vézô é Judéa, éan̄t war ar ménésiou.

17. Hag ann hini a vézô war ann dôen, na ziskennet két évit kéméroud eunn dra eûz hé dî.

18. Hag ann hini a vézô er park, na zistrôet két évit kéméroud hé zaé.

19. Hôgen gwâ ar gragez vrazez hag ar vagérézed enn deisiou-zé.

20. Pédid éta évit na zeûio kéd hô