Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/397

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
395
hervez san̄t vazé.

tec’h er goan̄, nag é deiz ar sabbat.

21. Râk neûzé é vézô eunn en̄krez brâz, é-c’hîz na vézô két bét adalek dérou ar bed bété neûzé, ha na vézô bikenn.

22. Ha ma na vijé két bét diverréed ann deisiou-zé, na vijé két salvet ann holl gîk : hôgen enn abek d’ar ré zilennet é vézô diverréed ann deisiou-zé.

23. Neuzé ma lavar d’é-hoc’h eur ré-bennâg : Chétu éma ar C’hrist aman̄, pé ahon̄t ; na grédit két.

24. Râk sével a rai fals-kristed, ha fals-proféded : hag é rôin̄t arwésiou brâz ha burzudou, enn hévélep doaré ma touellin̄t zô-kén, mar d-eo galluz, ar ré zilennet.

25. Chétu em eûz diouganed d’é-hoc’h.

26. Ma lavareur éta d’é-hoc’h : Chétu éma el léac’h distrô, n’az ît kéd er-méaz ; chétu éma é gwéled ann tî, na grédit két.

27. Râk é-c’hîz ma teu eul luc’héden euz ar sâv-héol, ha ma hé gwéleur er c’hûs-héol : ével-sé é vézô donédigez Mâb ann dén.

28. É pé léac’h-bennâg é vézô eur c’horf, énô en em strollô ann éred.

29. Hôgen râk-tâl goudé en̄krez ann deisiou-zé, ann héol a dévalai, hag al loar na rôi kéd hé c’houlou, hag ar stéred a gouézô eûz ann én̄v, ha ners ann én̄vou a vézô kéflusket.

30. Ha neûzé é vézô gwélet arwéz Mâb ann dén enn én̄v : ha neûzé é keinô ann holl boblou eûz ann douar : hag é wélin̄t Mâb ann dén ô ton̄d war goabrou ann én̄v gan̄d eunn ners hag eur veûrdez vrâz.

31. Hag é kasô hé élez, péré a lakai da zeni hô c’hornou-boud, gand eunn trouz brâz, hag a zastumô ar ré zilennet gan̄t-han̄ eûz ar pévar avel, adaleg eur penn eûz ann én̄v bétég ar penn all.

32. Hôgen deskid eur barabolen diwar-benn eur wézen-fiez : Pa eo téner hé skourrou ha pa zâv hé deliou, é ouzoc’h pénaoz eo tôst ann han̄v.

33. Ével-sé ivé c’houi pa wélot kémen̄t-sé holl, gwézit pénaoz éma tôst, hag oud ann ôr.

34. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz na dréménô kéd ar wenn-man̄, kén na vézô sévénet kémen̄t-sé.

35. Ann én̄v hag ann douar a iélô é biou, hôgen va geriou na dréménin̄t két.

36. Hôgen dén na oar ann deiz nag ann heur, nag élez ann én̄vou ; va Zâd hep-kén hô anavez.

37. Hag é-c’hîz ma eo c’harvézed é deisiou Noé, ével-se é c’hoarvézô da zonédigez Mâb ann dén.

38. Râg é-c’hîz d’ann deisiou abarz al livaden ann dûd a zebré hag a évé, a zimézé hag a réa dimiziou, bétég ann deiz m’az éaz Noé enn arc’h,

39. Ha na anavézchon̄d al livaden kén na zeûaz ha na gasaz ann holl gan̄t-hi : ével-sé ivé é c’hoarvézô da zonédigez Mâb ann dén.

40. Neûzé é vézô daou enn eur park : unan a vézô kéméret, ébén a vézô lézet.

41. Diou a vézô ô vala enn eur vilin : unan a vézô kéméret, ébén a vézô lézet.

42. Choumid dihun éta, râk na ouzoc’h kéd da bé heur é tlé don̄d hoc’h Aotrou.

43. Hôgen gwézit pénaoz ma oufé ar penn-tiégez pé da heur é tléfé don̄d al laer, é choumfé dihun hép-mâr, ha na lezfé két toulla hé dî.

44. Dré-zé bézid éta reiz hoc’h-unan : râk Mâb ann dén a zeûi d’ann heur ha na ouzoc’h két.

45. Piou eo ar mével léal ha poellek, péhini a zô bét lékéat gan̄d hé aotrou dreist hé holl dûd, évit rei d’ezhô boéd enn amzer ?

46. Éuruz ar mével-zé, pa zeûi hé aotrou, mar béz kavet gan̄t-han̄ oc’h ôber ével-sé.

47. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, war hé holl vadou hel lakai da benn.

48. Hôgen mar d-eo droug ar mével-zé, ha ma lavar enn hé galoun : Va aotrou a zaléô da zon̄t :

49. Ha ma teû da skei gan̄d hé genvévellou, ha da zibri, ha da éva gan̄t mezvierien.

50. Aotrou ar mével-zé a zeûi d’ann