Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/399

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
397
hervez san̄t vazé.

27. Réd é oa d’îd éta lakaat va arc’han̄t étré daouarn ar varc’hadourien-arc’han̄t, ha pa vijenn deûet em bijé tennet va arc’han̄t gan̄t kampi.

28. Tennid éta hé dalan̄d digan̄t-han̄, ha rôit-hén̄ d’ann hini en deûz dék talan̄t.

29. Râk da néb en deûz é rézô roet, hag é founnô : hôgen da néb n’en deûz két, é vézô lamed digan̄t-han̄, ar péz zô-kén en deûz doaré da gaout.

30. Ha taolid ar mével didalvoudek-zé enn dévalien a ziavéaz : énô é vézô gwélvan, ha skriñ den̄t.

31. Hôgen pa zeûi Mâb ann dén enn hé veûrdez, ha gan̄t-han̄ ann holl élez, neûzé éc’h azézô war drôn hé veûrdez.

32. Hag ann holl boblou a vézô strolled dira-z-han̄, hag é rannô ann eil diouc’h égilé, é-c’hîz ma rann ar paotr ann dén̄ved diouc’h ar gevr.

33. Hag é lakai ann dén̄ved a zéou d’ézhan̄, hag ar gevr a gleiz.

34. Neûzé ar Roué a lavarô d’ar ré a vézô a zéou d’ézhan̄ : Deûet, tûd benniget gan̄t va Zâd, piaouid ar rouan̄télez a zô bét aozed d’é-hoc’h abaoé krouidigez ar béd.

35. Râk naoun am eûz bét, ha c’houi hoc’h eûz rôed da zibri d’in : sec’hed am eûz bét, ha c’houi hoc’h euz rôed da éva d’in : didi é oann, ha c’houi hoc’h euz va digeméret.

36. Noaz é oann, ha c’houi hoc’h euz va gôlôet : klân é oann, ha c’houi a zô deûed d’am gwélout : er vâc’h é oann, ha c’houi a zô deûed d’am c’havout.

37. Neûzé ann dud c’hlân a respoun̄tô hag a lavarô d’ézhan̄ : Aotrou, peûr hon eûz-ni da wélet ô kaout naoun, hag hon eûz rôed da zibri d’îd, pé ô kaout sec’hed, hag hon eûz rôed da éva d’îd ?

38. Ha peûr hon eûz-ni da wélet didi hag hon eûz da zigéméret ; pé noaz, hag hon eûz da c’hôlôet ?

39. Ha peûr hon eûz-ni da wélet klân pé er vâc’h, hag omp deûed d’az kavout ?

40. Hag ar Roué a respoun̄tô hag a lavarô d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, bé wéach hoc’h euz gréat kémen̄t-sé é-kén̄ver unan eûz ar ré zistéra eûz va breûdeûr, hoc’h eûz hé c’hréad d’in.

41. Neûzé é lavarô d’ar ré a vézo a gleiz d’ézhan̄ : Tec’hid diouz-in, tûd milliget, îd enn tân peûr-baduz, a zô béd aozed évid ann diaoul, hag hé élez.

42. Râk naoun am eûz bét, ha n’hoc’h eûz két rôed da zibri d’in : sec’hed am eûz bét, ha n’hoc’h eûz két rôed da éva d’in.

43. Didi é oann, ha n’hoc’h eûz két va digéméret : noaz é oann, ha n’hoc’h eûz két va gôlôet : klân ounn bét, hag er vâc’h, ha n’oc’h kéd deûed d’am gwélout.

44. Neûzé hî a respoun̄tô hag a lavarô d’ézhan̄ : Aotrou, peûr hon eûz-ni da wélet ô kaout naoun pé zec’hed, didi pé diziḻad, klân pé er vâc’h, ha n’hon eûz kéd da skoaziet ?

45. Neûzé hén̄ a respoun̄tô hag a lavarô d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz kémen̄t gwéach ha n’hoc’h eûz két gréat kémen̄t-sé é-kén̄ver unan eûz ar ré zistéra eûz ar ré-man̄, n’hoc’h eûz kéd hé c’hréat em c’hén̄ver.

46. Hag ar ré-man̄ a iélô enn en̄krez peûr-baduz, hag ar ré c’hlân er vuez peûr-baduz.


————


XXVI. PENNAD.


1. Ha goudé m’en doé Jézuz peûr-lavared ann holl c’hériou-zé, é lavaraz d’hé ziskibied :

2. Gouzoud a rît pénaoz é vézô gréad ar Pask da benn daou zervez, ha Mâb ann dén a vézô gwerzet évit béza staged ouc’h ar groaz.

3. Neuzé pennou ar véleien, hag hénaoured ar bobl en em strollaz é léz ar bélek-brâz, a c’halved Kaifaz :

4. Hag en em guzulion̄t évit gouzout pénaoz kémérout Jézuz gan̄d ijin, hag hé lakaad d’ar marô.

5. Hôgen hî a lavaré : Na réomp két kémen̄t-sé é deiz eur gouél, gan̄d aoun na zavché dispac’h é-touez ar bobl.

6. Hôgen pa édo Jézuz é Bétania é-tî Simon al lovr,