dourn ann Aotrou en deûz gréat kémen̄t-sé, ha san̄t Israel en deûz hé grouet.
21. Deûit da lavaroud hô preûd, émé ann Aotrou ; ma hoc’h eûz eunn dra gré-bennâg, digasit-hén̄, émé roué Jakob.
22. Deûen̄t, ha diouganen̄t d’é-omp ar péz a dlé da c’hoarvézout ; rôit da anaout ann traou ken̄t ; nî a lakai évez a-galoun-vâd oud hô stâd divéza, ha c’houi a rôi da anaout d’é-omp ar péz a dlé da c’hoarvézout.
23. Diouganit d’é-omp ar péz a dlé da c’hoarvézout enn amzer da zon̄t, évit ma wézimp pénaoz oc’h douéed ; grîd ivé mâd pé zrouk mar gellit, ha nî a gomzô, hag a wélô kévret.
24. Chétu c’houi a zô deûet eûz a nétrâ, hag hoc’h ôber a zeu eûz ar péz n’eo két ; ar fallagriez eo é deûz hô tilennet.
25. Hé lékéat em eûz da zével eûz ann han̄ter-nôz, hag hén̄ a zeui eûz ar sâv-héol ; gervel a rai va hanô, hag é sellô ar ré vrâz ével prî ; hag hén̄ hô mac’hô ével ma eo mac’het ar prî gan̄d ar pôder.
26. Piou en deuz diouganet kémen̄t-sé d’é-omp adaleg ar penn-ken̄ta, évit ma her gwézimp, hag adaleg ann derou évit ma livirimp : Reiz oud ? N’euz hini ac’hanoc’h a gémen̄t a rô da anaout ann traou deûet pé da zon̄t ; n’eûz dén en défé hô klevet.
27. Hén̄ eo a lavarô da-gen̄ta da Zion : Chétu hî ; ha mé a rôi eunn aviéler da Jéruzalem.
28. Ha mé em euz sellet, ha n’em eûz kavet hini enn hô zouez a gémen̄t en défé poell, nag a respoun̄tché eur gér.
29. Chétu hî holl a zô fallagr, ha didalvez hô ôberiou ; hô skeûdennou n’in̄t néméd avel ha goullô.
1. Chétu va servicher ; hé zigémérout a rinn ; va dilennet é péhini em eûz lékéat va holl garan̄tez ; lékéat em eûz va spéred war-n-ézhan̄, hag hén̄ a embannô ar varn d’ar brôadou.
2. Na c’harmô két, n’en dévézô azaouez é-béd évid dén, ha na vézô két klévet hé vouéz er-méaz.
3. Na dorrô két ar gorsen diskaret, ha na vougô kéd ar boulc’hen a zivôgéd ; er wirionez é rôi ar varn.
4. Na vézô na trist, na téar, kén na lakai ar varn war ann douar ; hag ann énézi a c’hédô hé lézen.
5. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué, péhini en deuz krouet ann én̄vou, hag en deûz hô lédet ; péhini en deûz startéet ann douar, ha kémen̄d a gresk enn-han̄ ; péhini en deûz rôet ar c’houéz d’ar bobl a zô war-n-ézhan̄, hag ar spéred d’ar ré a gerz war-n-ézhan̄.
6. Mé eo ann Aotrou em eûz da c’halvet er reizded, em eûz da géméret dré da zourn, hag em eûz da viret ; hag em eûz da rôet da gévrédigez ar bobl, ha da c’houlou ar brôadou,
7. Évit ma tigori daoulagad ar ré zall, ma tenni eûz ar chaden ar ré chadennet, ma likii er-méaz eûz ar vac’h ar ré a zô azézet enn dévalien.
8. Mé eo ann Aotrou ; hen-nez eo va hanô. Na rôinn két va gloar da eunn all, na va meûleûdi da skeûdennou kizellet.
9. Ar péz a zô bét diouganet da gen̄ta, a zô bét sévénet ; chétu mé a ziougan traou névez ; abarz ma vézin̄t sévénet, hô rôinn da anaout d’é-hoc’h.
10. Kanit d’ann Aotrou eur ganaouen névez, embannit hé veûleûdi eûz a benn ann douar, c’houi péré a ziskenn war ar môr, ha war hé holl c’horré ; c’houi, énézi, ha c’houi péré a choum enn-hô.
11. Ra zavô hô mouéz ann distrô hag ar c’hériou ; enn tiez é choumô Sédar ; meûlit ann Aotrou, c’houi péré a choum er réc’hier, garmit eûz a lein ar ménésiou.
12. Gloar ann Aotrou a embannin̄t, hag é veûlin̄t anézhan̄ enn énézi.
13. Ann Aotrou a iélô er-méaz ével eunn dén kré ; ével eunn dén-a-vrézel é kreskô hé oaz ; hén̄ a iouc’hô, hén̄