19. Hag ô véza éad eunn nébeût pellôc’h, e wélaz Jakez mâb Zébédé, ha Iann hé vreûr, péré a aozé hô rouéjou enn eur vag :
29. Ha râk-tâl é c’halvaz anézhô. Hag ô véza lézed hô zâd er vâg gan̄d hé c’hôpraérien, éz éjon̄t, war hé lerc’h.
21. Hag éz éjon̄t é Kafarnaom : ha kerken̄t Jézuz ô vézâ éad er sinagog da zeiz ar sabbat, é teské anézhô.
22. Hag é oan̄t souézet gan̄d hé gélen : râg hô deski a réa ével ann hini en deûz ar galloud, ha n’her gréa kéd ével ar Skribed.
23. Béz’ éz oa enn ho sinagog eunn dén trec’het gan̄t ar spéred louz, péhini a griaz,
24. O lavarout : Pétra a zô étré té ha nî, Jézuz a Nazaret ? Ha deûed oud-dé évid hor c’holIa ? Gouzoud a rann piou oud, San̄t Doué.
25. Ha Jézuz a c’hourdrouzaz anézhan̄, ô lavarout : Tâv, ha kéa er-méaz eû̄z ann dén-zé.
26. Hag ar spéred louz goudé béza hé ziroget, a laoskaz eur c’hri brâz hag a ieaz-kuîd diout-han̄.
27. Souézet-brâz é oen̄d holl, enn hévélep doaré ma lavaren̄t étré-z-hô : Pétra eo ann dra-man̄ ? Pétrâ eo ar gréden nevez-zé ? Râk gan̄t galloud é c’hourc’hémenn d’ar spérejou louz hô-unan, hag é sen̄ton̄d out-han̄.
28. Hag ar vrud anézhan̄ a rédaz kerken̄t enn holl vrô enn-drô da C’haliléa.
29. Ha goudé béza éad er-méaz eûz ar sinagog, éz éjon̄d é tî Simon hag André, gan̄t Jakez ha Iann.
30. Hogen mamm-gaer Simon a ioa war hé gwélé klan̄v gand ann dersien : ha râk-tâl é komjon̄t out-han̄ diwar hé fenn.
31. Hag hén̄ ô tôstaat, a rôaz hé zourn d’ézhi hag hé savaz : ha râk-tâl ann dersien a iéaz-kuîd diout-hi, hag é serviché anézhô.
32. Hôgen diouc’h ar pardaez, pa oé kuzed ann héol, é kaschon̄d d’ézhan̄ ann holl dûd-klân̄v, hag ar ré a ioa trec’het gan̄d ann diaoul :
33. Hag holl dûd kéar a ioa dastumed dirâg ann ôr.
34. Hag é iac’héaz kalz a dûd péré hô dôa meûr a glén̄ved, hag é kasaz-kuît kalz a ziaoulou, ha na aotréé kéd d’ézhô homza eûz a gémen̄t-man̄, dré ma anavézen̄d anézhan̄.
35. Hag an̄trônôz ô véza savet min̄tin mâd, éz éaz enn eul léac’h distrô, hag énô é pédé.
36. Ha Simon, hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ a iéaz war hé lerc’h.
37. Ha p’hô doé hé gavet, é léverjon̄d d’ézhan̄ : Ann holl a glask ac’hanôd.
38. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Déomp d’ann tôsta bourc’hiou, ha d’ann tôsta keriou, évit ma prézéginn enn-hô : râk da gémen̄t-sé eo ounn deûet.
39. Hag é prézégé enn hô sinagogou, hag er Galiléa holl, hag é kasé-kuîd ann diaoulou.
40. Don̄t a réaz d’hé gavout eunn dén lovr, péhini oc’h hé bidi, hag ô pléga hé c’hlîn, a lavaraz d’ézhan̄ : Mar fell d’îd, é hellez va c’harza.
41. Hôgen Jézuz ô kaout truez out-han̄, a astennaz hé zourn, hag ô steki out-han̄ a lavaraz dézhan̄ : Felloud a ra d’in : Béz karz.
42. Ha pa en doé homzet, rak-tâl éz éaz al lovren̄tez diout-han̄, hag é oé karz.
43. Ha Jézuz a gasaz anézhan̄ kuit râk-tâl, goudé béza difennet out-han̄ komza,
44. O lavaroud d’ézhan̄ : Gwél na liviri kémen̄t-man̄ da zén : hôgen kéa, en em ziskouéz da brin̄s ar véleien, ha kinnig évid da garzérez ar péz a zô gourc’hémennet gan̄t Moizez da desteni d’ézhô.
45. Hôgen hé-man̄ ô véza éat-kuît a zéraouaz komza ha diskléria hé barédigez, enn hévélep doaré na hellé mui Jézuz mon̄d é kéar dirâg ann holl ; hôgen hén̄ a choumé er-méaz é lec’hiou distrô, hag a bép tû é teûed d’hé gavout.
1. Ha nébeût goudé é tistrôaz da Gafarnaom.