Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/41

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
levr ar profed isaias.

a c’harmô ; tréac’h é vézo d’hé énébourien.

14. Tavet em eûz bétég-henn, dilavar hag habask ounn bét ; ével eur c’hrég é gwilioud é klemminn ; disman̄tra, dispenna a rinn pép-trâ.

15. Ar ménésiou hag ar c’hrec’hiennou a likiinn da véza ével eul léac’h distrô, hag é wévinn hô holl c’héot ; é énézi é trôinn ar steriou, hag é tizec’hinn al lennou.

16. Ar ré zall a gasinn enn eunn hen̄t ha na anavézon̄t két ; hag hô lakaad a rinn da gerzout dré raven̄chou ha na anavézon̄t két ; lakaad a rinn ann dévalien da drei é goulou dira-z-hô, hag ann traou kamm é traou éeun. Kémen̄t-sé a zévéninn enn hô c’hén̄ver, ha n’hô dilezinn két.

17. Ar ré a laka hô fisian̄s é skeûdennou kizellet a iélô war hô c’hîz ; gôlôet é vézin̄t a véz, hî péré a lavar da skeudennou teûzet : C’houi eo hon douéed.

13. Tûd vouzar, klevit, tûd zall, digorid hô taoulagad, ha gwélit.

19. Piou a zô dall, ma n’eo va servicher ? Ha bouzar, ma n’eo ann hini da biou em eûz kaset va c’hannaded ? Piou a zô dall, ma n’eo ann hini a zô en em werzet hé-unan ? Piou a zô dall, ma n’eo servicher ann Aotrou ?

20. Té péhini a wél kémen̄d a draou, ha na arvesti két ? Té péhini a zigor da ziskouarn, ha na glévi két ?

21. Fellet eo bét gan̄d ann Aotrou é teûjé hé bobl d’hé énori, da veûli hé lézen, ha d’hé uc’hélaat meurbéd.

22. Hôgen ar bobl-zé a zô bét dismantret ha gwastet ; é rouéjou ann dûd iaouan̄k in̄t bét paket, hag é gwéled ar bac’hiou in̄t bét kuzet ; é sklavérez in̄t bét kaset, ha dén n’en deûz hô dieûbet ; preizet in̄t bét, ha dén n’en deûz lavaret : Distol.

23. Piou ac’hanoc’h a glev kémen̄t-man̄, a laka évez, hag a gréd enn traou da zon̄t ?

21. Piou en deuz lézet Jakob é preiz, hag Israel é diwisk ? Ha né két ann Aotrou hé-unan a-énep piou hon eûz péc’het ? Râk né két fellet d’ézhô kerzout enn hé hen̄chou, ha sen̄ti oud hé lézen.

25. Rak-sé en deûz skuḻet war-n-ézhan̄ hé vuanégez hag hé frouden, hag eur gwall vrézel ; lékéat en deûz ann tân war hé drô hép ma wié ; hé zévet en deûz hép ma poellé.


————


XLIII. PENNAD.


Disman̄tr Babilon. Dieûb Israel.


1. Ha bréma chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, péhini en deûz da grouet, ô Jakob, péhini en deûz da c’hréat, ô Israel : N’az péz kéd a aoun ; râk da zasprénet em eûz, da c’halvet em eûz dré da hanô ; d’in oud.

2. Pa dreûzi ann douréier, é vézinn gan-éz, hag ar steriou n’az gôlôin̄t két ; pa gerzi dré ann tân, na vezi két dévet, hag ar flamm n’az loskô két :

3. Râk mé eo ann Aotrou, da Zoué, san̄t Israel, da Zalver ; rôet em eûz ann Éjipt, ann Étiopia ha Saba évid da zaspréna.

4. Abaoé ma oud deuet da véza énoruz dira-z-oun, ha meûleûduz, em eûz da garet ; hag é rôinn ann dûd évid-od, hag ar boblou évid da vuez.

5. N’az péz két a aoun, râg gan-éz émounn : eûz ar sâv-héol é tigasinn da hâd, hag eûz ar c’hus-héol é strollinn ac’hanod.

6. Mé a lavarô d’ann han̄ter-nôz : Rô ; ha d’ar c’hrésteiz : Na harz két ; digas va mipien a bell, ha va merc’hed eûz a bennou ann douar.

7. Ha kémen̄d-hini a c’halv va hanô, évit va gloar eo em eûz hô c’hrouet, em eûz hô doaréet, em eûz hô gréat.

8. Kâs er-méaz ar bobl dall, ha daoulagad d’ézhan̄ ; ar bobl bouzar, ha diskouarn d’ézhan̄.

9. R’en em strollô ann holl vrôadou, r’en em zastumô ann holl boblou : piou enn hô touez en deûz diouganet kémen̄t-sé, ha rôet da anaout d’é-omp ar péz a zô bét c’hoarvézet ken̄t ? Rôen̄t hô zestou, diskouézen̄t ar wirionez ; hag é vézin̄t sélaouet, hag é vézô lavaret d’ézhô : Gwir eo.

10. C’houi eo va zestou, émé ann Aotrou, ha va zervicher em eûz di-