é lavaraz : Pétrâ a zô étré té ha mé, Jézuz mâb Doué uc’hel-meûrbéd ? Da bidi a rann dré ann hanô a Zoué, na en̄krez kéd ac’hanoun.
8. Hag hén a lavaraz d’ézhan̄ : Spéred louz, kéa er-méaz eûz ann dén-zé.
9. Hag e c’houlennaz digan̄t-han̄ : Pé hanô éc’h eûz ? Hag hén̄ a lavaraz : Léjion eo va hanô, râk kalz omp.
10. Hag é pédé kaer anézhan̄ n’her c’hasché kéd er-méaz eûz ar vrô.
11. Hôgen béz’ éz oa énô eur van̄den vrâz a vôc’h ô peûri a-héd ar ménez.
12. Hag ann diaoulou a bédé anézhan̄, ô lavarout : Kâs ac’hanomp er môc’h évit m’az aimp enn-hô.
13. Ha Jézuz a aotréaz râk-tâl kémen̄t-sé d’ézhô. Hag ar spéréjou louz ô von̄t-kuît a iéaz er môc’h : hag ann holl van̄den, euz a béré éz oa daou vil, en em daolaz gan̄t frouden er môr, hag é oen̄t beûzed er môr.
14. Hôgen ar ré a vésé anézhô a dec’haz, hag a lavaraz kémen̄t-sé é kéar hag er parkou. Ha kalz tûd a iéaz er-méaz da wélout pétrâ a ioa c’hoarvézet.
15. Hag ô véza deûed étrézé Jézuz, é wéljon̄d ann hini a ioa bét trec’het gan̄d ann diaoul, péhini a ioa azézet, gwisket, hag enn hé skian̄t vâd, hag hî a oé spoun̄tet.
16. Ar ré hô doa gwélet a lavaraz d’ézhô kémen̄d a ioa c’hoarvézet gan̄d ann hini a ioa trec’het gan̄d ann diaoul, ha gand ar môc’h.
17. Hag é téraoujon̄d hé bédi da von̄d er-méaz eûz a barz hô brô.
18. Pa biñé er vâg, ann hini a ioa bét trec’het gan̄d ann diaoul, a bédaz anézhan̄ m’hen lezché da von̄t gan̄t-han̄.
19. Hôgen Jézuz na aotréaz kéd d’ézhan̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa d’az tî da gavoud da dûd, ha grâ mének d’ézhô eûz a gémen̄t en deûz gréad ann Aotrou d’îd, hag eûz hé drugarez enn da gén̄ver.
20. Hag hé-man̄ a iéaz-kuît, hag a zéraouaz embanna é Dékapoliz kémen̄d en doa gréat Jézuz enn hé génver : hag ann holl a oé souézet-brâz.
21. Jézuz ô véza adarré tréméned enn tû all d’ann dour, râk tôst édo d’ar môr, eul lôd brâz a bobl en em zastumaz war hé drô.
22. Hag é teûaz eur penn eûz ar sinagog hanvet Jairuz : ha pa wélaz Jézuz, en em strin̄kaz d’hé dreid.
23. Hag é pédé anézhan̄ stard, ô lavarout : Daré eo va merc’h da vervel, deuz, laka da zourn war-n-ézhi, hag é vézo paré, hag é vévô.
24. Jézuz a iéaz gan̄t-han̄, hag eur bobl brâz a iéaz war hé lerc’h, hag a vac’hé anézhan̄.
25. Hag eur vaouez, a ioa klân gan̄d ann diwad daouzék vloaz a ioa ;
26. Hag é doa gouzan̄vet kalz a boan étré daouarn al louzaouerien : hag é doa dispiñet hé holl madou, héb béza gounézet nétrâ, hôgen ô véza en em gavet gwâz-oc’h-wâz ;
27. O véza klevet komza eûz a Jézuz, a zeûaz a-ziadré é-touez ar bobl, hag a zournataz hé zaé.
28. Rag hi a lavaré : Mar gellann hép-kén dournata hé zaé, é vézinn paré.
29. Ha râk-tâl mammen hé goâd a oé dizec’het : hag éc’h anavézaz enn hé c’horf é oa paré hé gouli.
30. Ha kerken̄t Jézuz oc’h anaoud enn-han̄ hé-unan ar galloud a ioa éad er-méaz anézhan̄, ô véza en em drôed oud ar bobl, a lavaraz : Piou en deûz stoked ouz-in ?
31. Hag hé ziskibled a lavaras d’ézhan̄ : Ann en̄groez a wélez ô vac’ha ac’hanôd, hag é lévérez : Piou en deûz stoked oc’h va diḻad ? (G).
32. Hag é sellé enn-drô d’ézhan̄ évit gwélout ann hini é doa gréat kémen̄t-sé.
33. Hôgen ar vaouez a wié ar péz a ioa c’hoarvézed enn-hî, a oé spoun̄tet hag en em lékéaz da gréna, hag éz éaz hag en em strin̄kaz d’hé dreid ; hag é lavaraz d’ézhan̄ ar wirionez hed-da-hed.
34. Hôgen hén a lavaraz d’ézhi : Va merc’h, da feiz en deûz da iac’héet : kéa é péoc’h, ha béz paré eûz da c’houli.
35. Pa gomzé c’hoaz, é teûaz tûd euz a dî penn ar sinagog, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Marô eo da verc’h ;