zék paner leûn gan̄d ann dilerc’h eûz ar bara hag eûz ar pésked.
44. Hôgen eûz ar ré hô doa debret éz oa pemp mil dén.
45. Ha kerken̄t Jézuz a rédiaz hé ziskibled da biña er vâg, évit m’az ajen̄d enn hé raok enn tu all d’al lagen étrézék Betsaida, é-pâd ma kasché-kuîd ar bobl.
46. Ha pa en doé hô c’haset-kuît, éz éaz war eur ménez évit pidi.
47. Ha pa oé deûed ar pardaez, ar vâg a ioa é-kreiz ar môr, hag hén̄ a ioa hé-unan war ann douar.
48. Ha pa wélaz anézhô ô kaout béac’h ô roen̄via (râg ann avel a ioa énep d’ézhô), war-drô ar pévaré dihun eûz ann nôz, é teûaz étrézég enn-hô ô kerzoud war ar môr : ha c’hoan̄t en doa d’hô diaraogi.
49. Hôgen hî pa weljon̄d anézhan̄ ô kerzout war ar môr, é venjon̄t pénaoz é oa eunn teûz, hag en em lékéjon̄t da c’harmi.
50. Râg holl é wéljon̄d anézhan̄, hag hô doé spoun̄t brâz. Hôgen kerken̄t é komzaz out-hô, enn eul lavarout : hô pézet fisian̄s, mé éo, na spoun̄tit két.
51. Hag é piñaz gan̄t-hô er vâg, hag ann avel a baouézaz. Ha kémen̄t-sé a souézaz c’hoaz muioc’h anézhô.
52. Râk n’hô doa két gréad a évez out burzud ar baraou, kenn dall é oa hô c’haloun.
53. Ha goudé béza treûzed al lagen, é teûjon̄d é douar Jénézaret, hag é touarjôn̄d énô.
54. Ha pa oen̄d éad er-méaz eûz ar vâg, tûd ar vrô a anavézaz anézhan̄ râk-tâl (G).
55. Hag ô véza réded dré ann holl vrô, é téraoujon̄d digas war hô gwéléou ar ré-glan̄v diwar-drô, el léac’h ma kleven̄t é oa Jézuz.
56. Hag é pé léac’h-bennâg ma ’z éa, pé er bourc’hiou, pé er c’heriou, pé er gwikou, é lékéan̄t ann dud-klan̄v war leûr-géar, hag é péden̄t anézhan̄ da aotréa ma helljen̄t hép-kén steki out penn-piḻ hé zaé : ha kémen̄d hini a stoke out-han̄ a vézé paré.
1. Neûzé ar Farizianed ha lôd euz ar Skribed, péré a zeûé a Jéruzalem a iéaz d’hé gavout.
2. Ha pa wéljon̄d lôd eûz hé ziskikled péré a zebré bara, gan̄d daouarn dic’hlan, da lavaroud eo, héb béza hô gwalc’het, é tamaljon̄d anézhô.
3. Rag ar Farizianed, hag ann holl Iuzevien na zebron̄t két, héb béza aliez gwalc’hed hô daouarn, évit mirout kéménnadurézou a-c’hénou ar ré gôz.
4. Ha pa zeûon̄d eûz ar marc’had, na zebron̄t két, héb béza en em walc’het. Kalz traou all a zô péré a dléon̄d da virout, diouc’h ar c’héménnadurézou a-c’hénou : gwalc’hi ar c’hôpou, ar pôdou, al listi arm hag ar gwéléou.
5. Hag ar Farizianed, hag ar Skribed a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâk da ziskibled na viron̄t-hi két kéménnadurez a-c’hénou ar ré gôz ? Pérâg é tebron̄t-hi bara héb béza gwalc’hed hô daouarn ?
6. Hôgen hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Diouganet mâd en deûz Izaiaz diwar hô penn, pilpouzed, diouc’h ma eo skrivet : Ar bobl-man̄ a énor ac’hanoun a-c’hénou, hôgen hô c’halonn a zô pell diouz-in.
7. Hôgen enn-aner eo éc’h énoron̄t ac’hanoun ô teski lézennou ha gourc’hémennou ann dûd.
8. Râg ô lézel gourc’hémenn Doué, é mirit kéménnadurez a-c’hénou ann dûd, ô walc’hi al listri arm, hag ar c’hôpou, hag oc’h ôber kalz traou all hén̄vel ouc’h ar ré-man̄.
9. Hag é lavaraz c’hoaz d’ézhô : Tûd vâd oc’h pa dorrit gourc’hémenn Doué, évit mirout hô kéménnadurez hoc’h-unan.
10. Râk Moizez en deûz lavaret : Énor da dâd ha va vamm. Hag ivé : Piou-bennâg a zrouk-pédô gan̄d hé dâd, pé gan̄d hé vamm, a dlé béza lékéad d’ar maro.
11. Hôgen c’houi a lavar : Ma lavar eunn dén d’hé dâd pé d’hé vamm, Korban, da lavaroud eo, pép rô a zeûi ac’hanoun, ra vézô talvoudek d’îd :