Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/416

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
414
aviel san̄tel jézuz-krist

12. Ha na aotréit kéd d’ézhan̄ ôber muioc’h évid hé dâd pé hé vamm,

13. O lakaad da véza didalvez gourc’hémenn Doué dré hô kéménnadurez a-c’hénou, péhini hoc’h eûz gréat hoc’h-unan : ha kalz traou all hén̄vel ouc’h ar ré-man̄ a rit c’hoaz.

14. Hag ô c’hervel adarré ar bobl, é lavaraz d’ézhô : Va c’hlevid holl, ha poellit.

15. Nétrâ a-ziavéaz a gémen̄d a ia é korf ann dén na hell hé zaotra. Hôgen ar péz a zeu er-méaz eûz ann dén, eo a zaotr ann dén.

16. Mar en deûz eur ré diskouarn da zélaoui, ra zélaouô.

17. Goudé m’en doé kuitéet ar bobl, ha ma oé deûed enn tî, hé ziskibled a c’houlennaz out-han̄ pétrâ a verké ar barabolen-zé.

18. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pénaoz ha c’houi a zô ivé hép poell ? Na ouzoc’h két pénaoz kémen̄t trâ eûz a ziavéaz a ia é korf ann dén na zaotr kéd anézhan̄ :

19. Râg ann dra-zé na ia kéd enn hé galoun, hôgen enn hé gôv, a béléac’h é kouéz el léac’h distrô, goudé béza karzet ar boéd holl ?

20. Hôgen, émé-z-han̄ , ar péz a zeû eûz ann dén eo a zaotr ann dén.

21. Râg eûz a ziabarz kaloun ann dûd eo é teû ar gwall vénosiou, ann avoultriésiou, ar gadélésiou, al lazérésiou,

22. Al laéron̄siou, ar bizoni, ann drougiézou, ann touellérez, al lousdoniou, ann drouk-lagad, ann touadellou, ar balc’hder, ann diboell.

23. Ann holl wallou-zé a zeû eûz ann diabarz, hag a zaotr ann dén.

24. Hag ô von̄t-kuîd ac’hanô éz éaz Jézuz war harzou Tîr ha Sidon : hag ô véza éad enn eunn tî, é fellé d’ézhan̄ na vijé gwézet kémen̄t-sé gan̄d dén, ha na hellaz két béza kuzet :

25. Râg eur c’hrég péhini é doa hé merc’h en̄krézet gan̄d ar spéred louz, ô véza klevet méneg anézhan̄, a zeuaz râk-tâl hag en em daolaz d’hé dreid.

26. Hôgen ar c’hrég-zé a ioa paganez, hag eûz a vrô ar Sirofénisidi. Hag é pédé anézhan̄ da gâs ann diaoul er-méaz eûz a gorf hé merc’h.

27. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhi : Lez da gen̄ta ar vugalé d’en em walc’ha : râk né két mâd kémérout bara ar vugalé, hag hé deûrel d’ar chas.

28. Hôgen hî a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Gwîr eo, Aotrou : hôgen ar chas bihan a zebr dindân ann daol bruzunou bara ar vugalé.

29. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhi : Dré ann abek d’ar gér-zé, kéa, éad eo ann diaoul er-méaz eûz da verc’h.

30. Ha pa oé éad enn hé zî, é kavaz hé merc’h kousket war hé gwélé, hag ann diaoul éat-kuît.

31. Hag ô kuitaad harzou Tîr, é teuaz adarré dré Zidon étrézék môr Galiléa, ô tréménoud dré greiz harzou Dékapoliz.

32. Hag é oé kased d’ézhan̄ eunn dén bouzar ha mud, oc’h hé bidi da lakaad hé zourn war-n-ézhan̄.

33. Hag ô tenna anézhan̄ eûz a greiz ann en̄groez a-dû, é lékéaz hé viziad enn hé ziskouarn : hag ô véza tufet, é stokaz oud hé déôd :

34. Hag ô selloud ouc’h ann én̄v, éc’h huanadaz, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Efféta, da lavaroud eo, digorit.

35. Ha râk-tâl hé ziskouarn a oé digor, hag hé déod stagellet a oé diéréet, hag é komzaz fréaz.

36. Hag é tifennaz out-hô na lavarjen̄d ann dra-man̄ da zén. Hôgen seûl-vui ma tifenné out-hô, seûl-vui é vruden̄t anézhan̄ :

37. Hag ô véza souézét-brâz, é lavaren̄t : Gréat mâd eo pép trâ gan̄t-han̄ ; lakaad a ra ar ré vouzar da glevout, hag ar ré vud da gomza.


————


VIII. PENNAD.


1. Enn deisiou-ze ô véza ma oa c’hoaz kalz a bobl, ha n’hô doa kéd a béadrâ da zibri, Jézuz a c’halvaz hé ziskibled hag a lavaraz d’ézhô :

2. Truez em eûz oud ar bobl-zé ; râk trî déz zô é choumon̄t gan-én̄, ha n’hô deûz nétrâ da zibri.

3. Ha mar kasann anézhô d’hô zî war iûn, é fatin̄t enn hen̄t : rak lôd a zô deûed a bell.