Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/418

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
416
aviel san̄tel jézuz-krist

30. Hag hén̄ a zifennaz out-hô na lavarjen̄d ann dra-man̄ da zén.

31. Neûzé é téraouaz diskleria d’ézhô pénaoz é oa réd da Vâb ann dén gouzan̄vi kalz, ha béza distaolet gan̄d ann hénaoured, gan̄t pennou ar véleien ha gan̄d ar skribed, ha béza lazet, ha distrei da véô goudé tri deiz.

32. Hag hén a lavaré kémen̄t-sé gan̄t komsiou splann. Hôgen Per oc’h hé géméroud a dû, a zéraouaz hé grôza.

33. Hag hén̄ ô tistrei, hag ô selloud oud hé ziskibled, a c’hourdrouzaz Per, ô lavarout : Pella diouz-in, Satan ; râk na vlazez két ar péz a zeû digan̄d Doué, hôgen hép-kén ar péz a zeû digan̄d ann dûd.

34. Hag ô véza galvet ar bobl gan̄d hé ziskibled, é lavaraz d’ézhô : Mar fell da unan̄-bennâg don̄t war va lerc’h, ra rai dilez anézhan̄ hé-unan : ha ra gémérô hé groaz, ha ra heuliô ac’hanôun.

35. Râk piou-bennâg a fellô d’ézhan̄ savétei hé vuez, hé c’hollô : ha piou-bennâg a gollô hé vuez enn abek d’in ha d’ann Aviel, a zavétéô anézhi.

36. Râk pétrâ a dalfé da eunn dén gounid ar béd holl, ha kolla hé éné ?

37. Pé pétra a rôi ann dén enn eskemm évid hé éné ?

38. Hôgen piou-bennâg é-touez ar wenn avoultr ha péc’her-man̄ en dévézô méz ac’hanoun hag euz va geriou : Mâb ann dén pa zeûi gan̄d ann élez san̄tel é gloar hé dâd, en dévézô ivé méz anézhan̄.

39. Lavaroud a réaz c’hoaz d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz éz eûz hiniennou é-touez ar ré a zô aman̄, ha na varvin̄t két, kén n’hô dévézô gwélet rouan̄télez Doué ô ton̄d enn hé galloud.


————


IX. PENNAD.


1. Ha c’houéac’h dervez goudé, Jézuz a géméraz gan̄t-han̄ Per, Jakez ha Iann, hag hô c’hasaz a dû war eur ménez huel, hag é kemmaz a zoaré dira-z-hô.

2. Hé ziḻad a zeûaz da véza lugernuz, ha ker gwenn hag ann erc’h, ha ker kann ha na helfé bikenn eur c’houmer war ann douar hô lakaad enn hévélep doaré.

3. Hag é wéljon̄t Éliaz ha Moizez, péré a gomzé oc’h Jézuz.

4. Ha Per a lavaraz da Jézuz : Mestr, émomp mâd aman̄ : gréomp tri zelt, unan évid-od, unan évit Moizez, hag unan évid Éliaz.

5. Na ouié pétrâ a lavaré ; râk spoun̄tet-braz oan̄t.

6. Ha chétu eur goabren a dévalaas anézhô : hag eur vouéz a zeûaz eûz ar goabren, hag a lavaraz : Hé-man̄ eo va mâb ker-meurbed, sélaouit-hén̄.

7. Ha kerken̄t ô sellout enn-drô d’ézhô, na wéljon̄t mui dén, némét Jézuz a oa choumet hé-unan gan̄t-hô.

8. Ha pa ziskenjon̄d eûz ar ménez, é c’hourc’hémennaz d’ézhô na lavarjen̄d da zén ar péz hô doa gwélet ; kén na vijé savet Mâb ann dén eûz a douez ar ré varô.

9. Ar gér-zé a virjon̄d étré-z-hô, hag é c’houlennen̄t ann eil d’égilé pétra é oa da lavarout : Kén na vijé savet eûz a douez ar ré-varô.

10. Hag hî a réaz ar goulenn-man̄ digan̄t-han̄ : Pérâg éta é lavar ar Farizianed hag ar Skribed, pénaoz eo réd é teûfé Éliaz a-raok ?

11. Hag hén̄ a respountaz, hag a lavaraz d’ézhô : Éliaz a dlé don̄d a-raok, hag é lakai pép trâ er stâd ken̄ta : kalz é vézô disprizet, enn hévélep doaré ma eo skrivet diwar-benn Mâb ann dén.

12. Hôgen hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaos Éliaz a zô deûet (ha gréad hô deûz enn hé c’hén̄ver é-c’hiz ma eo fellet gan̄t-hô) diouc’h ma eo skrivet diwar hé benn.

13. Ha pa zeûaz da gaoud hé ziskibled all, é wélaz eul lôd brâz a dûd war hô zrô, ha Skribed péré a strivé out-hô.

14. Ha râk-tal ann holl bobl ô véza gwélet Jézuz, a oé souézet ha spoun̄tet, hag ô tirédek é stoujon̄d dira-z-han̄.