gasaz c’hoaz, hag hî a gannaz lôd, hag a lazaz lôd all.
6. Enn-divez ô véza en doa eur map penn-her péhini a garé dreist-penn, é kasaz c’hoaz anézhan̄ d’ézhô, ô lavarout : Douja a rain̄t va mâb.
7. Hôgen al labourerien a lavaraz étré-z-hô : Hé-man̄ eo ann her : deûit, lazomp-hén̄ hag hé zigwéz a vézô d’é-omp.
8. Hag ô véza kroged enn-han̄, hel lazjon̄t, hag é taoljon̄d anézhan̄ enn tû all d’ar winien.
9. Pétra éta a rai aotrou ar winien ? Don̄d a rai hag é kollô all labourerien, hag é rôi hé winien da labourerien all.
10. Ha n’hoc’h eûs-hu két lennet ann dra-man̄ er Skritur : Ar méan hô deûz distaolet ar saverien-tiez a zô bét lékéad é penn ar c’horn :
11. Gan̄d ann Aotrou eo bét gréat kémen̄t-sé, hag eunn dra eo hag a zô souézuz d’hon daoulagad.
12. Hag ar ré-man̄ a glaské ann tû da gregi enn-han̄, râg anaoud a réjon̄t pén̄aoz é komzé anézhô er barabolen-zé. Hôgen aoun hô doa râg ar bobl. Hag ô véza hé lézet, éz éjon̄t-kuît.
13. Hag é kaschon̄d d’ézhan̄ hiniennou eûz ar Farizianed hag eûz ann Hérodianed, évid he géméroud enn hé gomsiou.
14. Ar ré-man̄ a zeûaz hag a lavaraz d’ézhan̄. Mestr, gouzoud a réomp pénaoz oud gwirion, ha pénaoz n’éc’h eûz azaouez é-béd évid dén : râk na zellez kéd oud dremm ann dûd, hôgen deski a réz hen̄t Doué er wirionez. Ha réd eo rei ar gwîr da Gézar, pé n’eo két réd ?
15. Hôgen Jézuz péhini a anavézé hô zouellérez, a lavaraz d’ézhô : Pérag é temptit-hu ac’hanoun ? Digasid d’in eunn diner ma wélinn.
16. Hag hî a zigasaz unan d’ézhan̄. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Eûz a biou eo ann hévélédigez-man̄, hag ar skrîd-man̄ ? Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Eûz a Gézar.
17. Hôgen Jézuz a respountaz hag a lavaraz d’ézhô : Distaolid éta da Gézar ar péz a zô da Gézar, ha da Zoué ar péz a zô da Zoué. Ar ré-man̄ a oé souezet-brâz oc’h hé glevout.
18. Neûzé ar Saduséed, péré a lavar na savô kéd ann dûd a varô da véô, a zeûaz d’hé gavout : hag é réjon̄t eur goulenn out-han̄, ô lavarout :
19. Mestr, Moizez en deûz skrivet d’é-omp, pénaoz mar marv eunn dén, ha ma lez hé c’hrég héb bugalé, é tlé dimézi hé vreûr da c’hrég hé-man̄, évit ma tigasô hâd d’hé vreûr.
20. Hôgen seiz breûr é oan̄t : hag ar c’hen̄ta a géméraz eur c’hrég, hag a varvaz héb beza lézed a hâd.
21. Ann eil a géméraz anézhi da c’hrég, hag a varvaz : ha na lézas két ken̄-nébeûd a hâd. Hag ann trédé enn hévélep doaré.
22. Evel-sé ar seiz breûr a géméraz anézhi : ha na lézchon̄t kéd a hâd. Enn-divez-holl ar c’hrég a varvaz ivé.
23. Hôgen pa zavô ann dûd eûz a varô da véô, eûz a béhini eûz ar ré-man̄ é vézô-hî grég ? Râg hô seiz in̄t bét dimézet d’ézhi.
24. Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Ha na wélit-hu két pénaoz é faziit, ô véza na anavézit két ar Skrituriou, na galloud Doué ?
25. Râk pa zavô ann dûd eûz a varô da véô, ar goazed n’hô dévézô kéd a c’hragez, nag ar gragez a c’hoazed, hôgen béz’ é vézin̄d ével élez Doué enn én̄v.
26. Hôgen diwar-benn ann adsav eûz ar ré varô, ha n’hoc’h eûs-hu két lennet é levr Moizez, ar péz a lavaraz Doué d’ézhan̄ er vôden : Mé eo Doué Abraham, ha Doué Izaak ha Doué Jakob ?
27. Né kéd Doué ar ré varô, hôgen Doué ar ré véô. Dré-zé é faziit kalz.
28. Neûzé unan eûz ar Skribed, péhini en doa hô c’hlevet ô striva, pa wélaz pénaoz Jézuz en doa respoun̄tet ervâd d’ar Saduséed, a dostaas out-han̄, hag a c’houlennaz out-han̄ péhini é oa ar c’hen̄ta eûz ann holl c’hourc’hémennou.
29. Ha Jézuz a respountaz d’ézhan̄ : chétu ar c’hen̄ta eûz ann holl c’hourc’hémennou. Kleô, Israel, ann Aotrou da Zoué, eo eunn Doué hép-kén :
30. Karoud a rî ann Aotrou da