28. Hogen goudé ma vézinn savet a varô da véô, é tiaroginn ac’hanoc’h é Galiléa.
29. Ha Per a lavaraz d’ézhan̄ : Ha pa vijez eunn darvoud a wall-skouér évid ann holl, na vézi bikenn eur wall-skouér évid-oun.
30. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : É-gwirionez hel lavarann d’îd, pénaoz te da-unan enn nôz-man̄, abarz m’en dévézô diou wéach kanet ar c’hiḻek, em dinac’hi teir gwéach.
31. Hôgen hen̄ a lavaré kréoc’h c’hoaz : Ha pa vé réd d’in mervel gan-éz, n’az tinac’hinn ket. Hag ar ré all holl a lavaraz ével-t-han̄.
32. Neûzé é teûjon̄d enn eul léac’h a c’halved Jetsémani. Ha Jézuz a lavaraz d’hé ziskibled : Azézid aman̄ en̄dra ma pédinn.
33. Hag é kéméraz gan̄t-han̄ Per, ha Jakez, ha lann : hag é téraouaz kaoud aoun ; ha béza glac’haret.
34. Hag é lavaraz d’ézhô : Trist eo va éné bétég ar marô : choumid aman̄, ha beḻit.
35. Hag ô von̄d eunn nébeût pelloc’h, en em strin̄kaz war hé c’hénou d’ann douar ; hag é pédaz m’az ajé, mar bije gallet, ann heur-zé é-biou d’ézhan̄.
36. Hag é lavaraz : Abba, va Zâd, pép trâ a zô gallouduz d’îd, pella diouz-in ar c’halir-zé ; koulskoudé na vézet két gréat hervez va ioul, hôgen hervez da hini.
37. Hag hen̄ a zeûaz, hag a gavaz hé ziskibled kousket. Hag é lavaraz da Ber : Simon, ha kousked oud ? Ha n’éc’h eûz két gellet beḻia eunn heur ?
38. Beḻit, ha pédit évit na viot két temptet. Râg ar spéred a zô téar, hogen ar c’hîg a zô gwân.
39. Mon̄d a réaz adarré, hag é pédaz ô lavarout ann hévélep geriou.
40. Hag ô véza distrôet, hô c’havaz c’hoaz kousket (rag hô daoulagad a ioa bec’hiet), ha na wien̄t pétrâ da lavaroud d’ézhan̄.
41. Hag é teûaz évid ann tréde gwéach ; hag é lavaraz d’ézhô : Kouskit bréma hag arzaôit. A-walc’h eo : deued eo ann heûr ; chétu Mâb ann dén a ia da véza lékéad étré daouarn ar béc’herien.
42. Savit, ha déomp. Chétu éma tôst ann hini a dlé va gwerza.
43. Komza a réa c’hoaz, ha chétu Iuzaz Iskariot, unan eûz ann daouzek, a zeûaz, ha gan̄t-han̄ eul lôd brâz a dûd gan̄t klezeier ha bisier, péré a ioa kaset gan̄t Pennou ar véleien, gan̄d ar Skribed, ha gan̄d ann Hénaoured.
44. Hôgen ann hini a werzaz anézhan̄ en doa rôed d’ézhô eunn arwéz, ô lavarout : Ann hini a bokinn d’ézhan̄, hen-nez eo, dalc’hit-hén̄ mâd.
45. Ha râk-tâl é tôstaaz ouc’h Jézuz, hag é lavaraz : Béz iac’h, Mestr ; hag é pokaz d’ézhân̄.
46. Hag ar ré-man̄ a lékéaz hô daouarn war-n-ezhan̄, hag a zalc’haz anézhan̄.
47. Hôgen unan eûz ar ré a ioa gan̄t Jézuz, a dennaz hé glézé, a skôaz gan̄t mével Prin̄s ar veleien, hag a drouc’haz hé skouarn d’ézhan̄.
48. Ha Jézuz a lavaras d’ézhô : Deûed oc’h gan̄t klézeier ha gan̄t bisier évit kregi enn-oun, é-c’hîz ma venn eul laer.
49. Bemdéz é oann enn hô touez ô teski enn templ, ha n’hoc’h eûz két va c’héméret. Hôgen réd eo ma vijé sévéned ar Skrituriou.
50. Neûzé hé ziskibled ô véza hé lézet holl, a dec’haz-kuit.
51. Hôgen béz’ éz oa eunn dén-iaouan̄k péhini a heûḻé anézhan̄, gôlôet hép-kén gan̄d eul liénen war hé gorf noaz : hag é krogjon̄d enn-han̄.
52. Hôgen hén̄ ô véza laosket hé liénen, a dec’haz-kuît enn noaz eûz hô daouarn.
53. Hag ar ré-man̄ a gasaz Jézuz da dî Prin̄s ar véleien, é péléac’h é oa strollet ann holl Véleien, hag ar Skribed, hag ann Hénaoured.
54. Hôgen Per a heûḻaz anézhan a-bell, bétég é léz Prin̄s ar véleien : hag éc’h azézaz é-touez ar mévellou, hag é tommé.
55. Koulskoudé Prin̄sed ar véleien, hag ann holl Alierien a glaské eunn desténi a-énep Jézuz, évid hé lakaad d’ar marô ; ha na gaven̄t két.