Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/430

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
428
aviel san̄tel jézuz-krist

10. Râg gouzoud a réa pénaoz dré érez oa é oa bét lékéat étré hé zaouarn gan̄t Prin̄sed ar véleien.

11. Hôgen ar véleien a gen̄traoué ar bobl, évit ma c’houlennfen̄t ma vé laosket ken̄toc’h d’ézhô Barabbaz.

12. Ha Pilat a respoun̄taz, hag a lavaraz c’hoaz d’ézhô : Pétrâ éta a fell d’é-hoc’h é rajenn eûz a roué ar Iuzevien ?

13. Hag hî a griaz adarré : Stâg-hén̄ ouc’h ar groaz.

14. Hôgen Pilat a lavaraz d’ézhô : Pé zroug éta en deûz-hén̄ gréat ? Hag hî a grié kréoc’h : Stâg-hén̄ ouc’h ar groaz.

15. Ha Pilat péhini a fellé d’ézhan̄ héta d’ar bobl, a laoskaz d’ézhô Barabbaz, ha goudé béza lékéat skourjéza Jézuz, é lékéaz anézhan̄ étré hô daouarn évit béza staget ouc’h ar groaz.

16. Neûzé ar soudarded a gasaz anézhan̄ é léz ar varn, hag a strollaz war hé drô ann holl vrézélidi.

17. Hag ô véza lékéat war hé gein eur van̄tel tané, é lékéjon̄t war hé benn eur gurunen spern gwéet.

18. Hag é téraoujon̄t pléga hô glîn dira-z-han̄, ô lavarout : Dématîd, roué ar Iuzevien.

19. Hag hî a skôé war hé benn gan̄d eur gorsen, hag é skôpen̄t out-han̄, hag ô taoulina, ec’h azeûlen̄t anézhan̄.

20. Ha goudé béza gréat goab anézhan̄, é tennjon̄d ar van̄tel tané diwar-n-ézhan̄, hag ô véza hé wisket gan̄d hé ziḻad hé-unan, é kaschon̄d anézhan̄ évid hé lakaad oud ar groaz.

21. Hag ô véza kavet eunn dén eûz a Ziren hanvet Simon, tâd Aleksan̄dr ha Rufuz, péhini a dréméné dré énô, ô ton̄d eûz hé vaner, é rédijon̄d anézhan̄ da zougen kroaz Jézuz.

22. Hag é kaschon̄d anézhan̄ enn eul léac’h hanvet Golgota, da lavaroud eo, léac’h ar C’halvar.

23. Hag é rôjon̄d dézhan̄ da éva gwîn gan̄t mirr mesket gan̄t-han̄ : ha na évaz kéd anézhan̄.

24. Ha goudé m’hô doa hé staged ouc’h ar groaz, é rannjon̄d hé ziḻad, hag hô lékéjon̄d d’ann darvoud, évit gouzout pé lôd a zigouésché da bép ini.

25. Édo ann trédé heur ; pa oé staget ouc’h ar groaz.

26. Hag é oé skrivet out-hi ann abek eûz hé varnédigez ével-henn : ROUÉ AR IUZEVIEN.

27. Neûzé é oé lékéad oud ar groaz gan̄t-han̄ daou laer, unan war ann dourn déou, hag eunn all war ann dourn kleiz.

28. Hag ével-sé é oé sevénet ar Skritur, pa lavar : Gan̄d ann dûd fall eo bét nivéret.

29. Hag ar ré a dréméné a zrouk-pédé gan̄t-han̄, enn eur heja hô fenn, hag ô lavarout : Té péhini a zisman̄tr templ Doué, hag hen sav a nevez a-benn tri deiz,

30. En em zavété da-unan, ha diskenn eûz ar groaz.

31. Prin̄sed ar véleien hag ar Skribed a réa ivé goab anézhan̄, hag a lavaré étré-z-hô : Ar ré all en deûz savétéet, ha na hell kéd en em zavétei hé-unan.

32. Diskennet bréma eûz ar groaz ar C’hrist, Roué Israel, évit ma wélimp ha ma krédimp. Ar ré a ioa staget out péb a groaz gan̄t-han̄, a gunuc’hé ivé anézhan̄.

33. Hôgen adaleg ar c’houec’hved heur bétég ann naved, é oé gôlôed ann douar holl a dévalien.

34. Ha d’ann naved heur, Jézuz a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Éloi, Éloi, lamma sabaktani ? da lavaroud eo, va Doué, va Doué, pérâg éc’h eûz-dé va dilézet ?

35. Hag hiniennou eûz ar ré a ioa énô hag a glévé anézhan̄, a lavaré : Chétu é c’halv Éliaz.

36. Hôgen unan anézhô a rédas ; hag ô véza leûniet eur spoué gan̄t gwîn egr, hé lékéaz é penn eur gorsen, hag hé rôaz d’ézhan̄ da éva, ô lavarout : List, gwélomp mar teûi Éliaz d’hé denna alesé.

37. Neûzé Jézuz ô c’harmi gan̄d eur vouéz gré, a varvaz (M).

38. Ha gwél ann templ a rogaz é diou gévren, adaleg al lein bétég ar gwéled.

39. Hôgen ar C’han̄téner a ioa énô