Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/436

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
434
aviel san̄tel jézuz-krist


II. PENNAD.


1. Hôgen enn deisiou zé é oé embannet eur gourc’hémenn euz a berz Sézar Aogustuz, évit ma vijé nivéred ar béd boll.

2. Ann nivéridigez gen̄ta-zé a oé gréat pa édo Kirinuz mérer é Siria.

3. Hag ann holl a iéa évit rei hanô pép-hini, enn hé géar hé-unan.

4. Jozef a iéaz ivé eûz a géar Nazaret é Galiléa, é Judéa da géar David, a c’halveur Bétléhem ; dré m’az oa eûz a dî hag eûz a wenn David,

5. Évit rei hé hanô gan̄t Mari hé c’hrég péhini a ioa brazez.

6. Hôgen pa édon̄t énô é c’hoarvézaz pénaoz ann amzer é péhini é tlié hou-man̄ gwilioudi a oé leûniet.

7. Hag é c’hanaz hé mâb ken̄ta-ganet, hag ô véza hé vaḻuret, é lékéaz anézhan̄ enn eul laouer ; râk né oa kéd eul léac’h évit-hô enn eunn hostaléri.

8. Hôgen béz’ é oa war-drô énô méserien péré a veḻé, ô viroud hô loéned é-pâd ann nôz.

9. Ha chétu eunn Éal eûz ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhô, war hô zrô, hag hô doé eur spoun̄t brâz.

10. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhô : N’hô pézet kéd a aoun ; râk chétu é tiouganann d’é-hoc’h eur c’helou hag a vézo eul lévénez vrâz évid ann holl bobl.

11. Rag ganed eo hiriô d’é-hoc’h eur Salver, é kéar David, péhini eo ar C’hrist hag ann Aotrou.

12. Hag hou-man é vézô ann arwéz d’é-hoc’h : Kavoud a réot eur bugel maḻuret ha lékéat enn eul laouer.

13. Ha kerken̄t en em unanaz gan̄d ann Éal eul lôd brâz eûz a armé ann én̄v, péré a veûlé Doué, hag a lavaré :

14. Gloar da Zoué enn uc’héla eûz ann én̄vou, ha péoc’h war ann douar d’ann dûd a ioul vâd.

15. Ha goudé ma oé distrôed ann Élez enn én̄v, ar véserien a lavaraz ann eil dégilé : Déomp bété Betléhem, ha gwélomp pétrâ a zô c’hoarvézet, hag ar péz en deûz diskléried d’é-omp ann Aotrou.

16. Hag é teûjon̄t buan : hag é kafchon̄t Mari ha Jozef, hag ar bugel lékéat el laouer.

17. Ha pa hen gwéljon̄t, éc’h anavézchon̄t ar péz a ioa bét lavaret d’ézhô diwar-benn ar bugel-zé.

18. Ha kémen̄d hini hé c’hlevaz a oé souézet-brâz eûz ar péz a ioa bét lavaret d’ézhô gan̄d ar véserien.

19. Hôgen Mari a viré ann holl c’hériou-ze, ô tistréménoud anézhô enn hé c’haloun.

20. Hag ar véserien a zistrôaz oc’h énori hag ô veûli Doué eûz a gémen̄t trâ hô doa klevet ha gwélet, hervez ma oa bét lavared d’ézhô.

21. Ha pa oé deued ann eizved devez é péhini é tlié ar bugel béza trô-drouc’het, é oé hanvet JÉZUZ, hanô en doa diouganet ann Éal abars ma oa en̄géhen̄tet é kôv hé vamm.

22. Ha goudé ma oé sévénet deisiou ar c’harzérez, hervez lézen Moizez, é tougjon̄d anézhan̄ da Jéruzalem, évid hé ginniga d’ann Aotrou,

23. Hervez ma eo skrivet é lézen ann Aotrou : Pep paotr kenta-ganet a dlé béza kinniged da Zoué.

24. Hag évit rei é azeûlidigez, hervez ma eo lavaret é lézen ann Aotrou, eur ré durzunelled, pé diou goulmik.

25. Hôgen béz’ éz oa é Jéruzalem eunn dén gwirion hag a zoujan̄s Doué, hanvet Siméon, péhini a c’hédé dic’h-lac’har Israel : hag ar Spéred-Santel a ioa enn-han̄ (G).

26. Disrévellet é oa bét d’ézhan̄ gan̄d ar Spéred-San̄tel na wéljé kéd ar marô, kén n’en divijé gwelet a-raok Krist ann Aotrou.

27. Hag é teûaz enn templ, kaset gan̄d ar Spéred. Ha pa oé kased ar mab Jézuz enn templ gan̄d hé dûd, évit ma vijé gréad dézhan̄ hervez boaz al lézen ;

28. Hén̄ a géméraz anézhan̄ étré hé zivrec’h, a veûlaz Doué, hag a lavaraz :

29. Tenn bréma, Aotrou, é péoc’h da zervicher eûz ar béd, hervez da c’hér,

30. Pa hô deûz gwélet va daoulagad da zilvidigez,

31. A zô bét aozet gan-éz dirâg ann holl boblou.