Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/440

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
438
aviel san̄tel jézuz-krist

Hiriô eo eo sévénet ar skritur hoc’h eûz klevet bréma.

22. Hag ann holl a zougé testéni d’ézhan̄ ; hag a oa souézet-brâz eûz ar geriou dudiuz a zeûé euz hé c’hénou, hag a lavaré : Ha n’ef-hen̄ kéd hennez mâb Jozef ?

23. Hag hén̄ a lavaraz d’ézho : Hép-mâr é léverot d’in ann iéz-man̄ : Louzaouer, en em iac’ha da-unan : grâ aman̄ enn da vrô kémen̄d ha m’hon eûz klevet éc’h eûz gréat é Kafarnaom.

24. Hôgen hén̄ a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz dén né d-eo kéméret évid profed enn hé vrô hé-unan.

25. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz éz oa kalz a intan̄vézed é Israel é amzer Éliaz, pa oé serret ann én̄v é pâd tri bloaz ha c’houéac’h miz, ha pa c’hoarvézaz eunn naounégez vrâz dré ann douar holl :

26. Hag Éliaz na oé kaset é-tî hini anézhô ; hôgen é-tî eunn in̄tan̄vez eûz a Sarepta é Sidon.

27. Béz’ éz oa ivé kalz a lovreien é Israel é amzer ar profed Élizéuz : hag hini anézho na oé karzet, német Naaman ar Siriad.

28. Hag ar ré holl a ioa er sinagog, ô klevout kémen̄t-sé a zavaz droug enn-hô.

29. Hag é savchon̄t, hag é lékéjon̄t anézhan̄ er-méaz eûz hô c’héar : hag é kaschon̄t anézhan̄ bété lein ar ménez war béhini é oa savet hô c’héar, évid hé stlapa d’ann traoun̄.

30. Hôgen hén̄ a dréménaz enn hô c’hreiz, hag a iéaz-kuît.

31. Hag é tiskennaz é Kafarnaom, kéar eûz a C’haliléa, é péléac’h é kélenné anézhô da zeiz ar sabbat.

32. Hag hî a ioa souézet brâz gan̄d hé gélen, rag hé lavar a ioa galloudek.

33. Béz’ éz oa er sinagog eunn dén trec’het gan̄d eunn diaoul, péhini a griaz kré (G),

34. O lavarout : Hol léz ; pétrâ a zô étré té ha nî, Jézuz a Nazaret ? Ha deûed oud-dé évid hor c’holla ? Gouzoud a rann piou oud, San̄t Doué.

35. Ha Jézuz a c’hourdrouzaz anézhan̄, ô lavarout : Tâv, ha kéa er-méaz eûz an dén-zé. Ha pa en doé ann diaoul hé daolet d’ann douar é-kreiz ann holl, éz éaz er-méaz diout-han̄, héb béza gréat drouk d’ézhan̄.

36. Kémen̄d hini a ioa énô a oé spoun̄tet-brâz ; hag é komzen̄t ann eil gan̄d égilé, ô lavarout : Pétrâ eo ar gomz-zé, pa c’hourc’hémenn gan̄t galloud ha ners d’ar spérédou louz, ar ré-man̄ a ia-kuît ?

37. Hag ar vrûd anézhan̄ a rédé dré ann holl vrô.

38. Neuzé Jézuz ô véza éad er-méaz eûz ar Sinagog, a iéaz é tî Simon : hôgen mamm-gaer Simon a ioa klân̄v gan̄d eunn dersien vrâz, hag é pédjon̄t anézhan̄ évit-hi.

39. Hag hén̄ ô véza enn hé zâ enn hé c’hichen, a c’hourc’hémennaz d’ann dersien ; hag ann dersien a iéaz-kuîd diout-hi. Hag hi a zavaz râk-tâl hag a zervichaz anézhô.

40. Hôgen pa oé kuzed ann héol, kémen̄d hini en doa tûd klân̄ gan̄t meûr a glén̄ved, hô c’hasé d’ézhan̄ . Hag hen̄ ô lakaad hé zaouarn war-n-ézhô holl, a iac’héé anézhô.

41. Ann diaoulou a iéa-kuît eûz a veûr a hini enn eur gria hag enn eul lavarout : Té eo Mâb Doué. Hôgen hén̄ a c’hourdrouzé anézhô, hag a viré out-hô na lavarjen̄t pénaoz é oa hén̄ ar C’hrist :

42. Pa oé deûed ann deiz, éz éaz enn eul léac’h distrô, hag ar bobl hen klaské, hag a zeûaz bétég enn-han : hag é talc’hchon̄t anézhan̄, gan̄d aoun na dec’hché diout-hô.

43. Hag hen̄ a lavaraz d’ézhô : Réd eo ivé ma brézéginn er c’heriou all aviel rouan̄télez Doué : râg évit kémen̄t-sé eo oun bét kaset.

44. Hag é prézégé é sinagogou Galiléa.


————


V. PENNAD.


1. Jézuz ô véza war aot lagen Jénézaret, en em gavaz moustret gan̄d ann en̄groez eûz ar bobl a dôstée out-han̄ évit klévout gér Doué.

2. Diou vag a wélaz péré a ioa