choumed war aod al lagen, é-pâd ma édo diskennet ar beskéterien anézhô, ha ma gwalc’hen̄t hô rouéjou.
3. Piña a réaz enn unan eûz ar bagou-zé, péhini a ioa da Zimon, hag é pédaz anézhan̄ ma bellajé eunn nébeûd eûz ann douar. Hag ô véza azézet é kélenné ar bobl diwâr ar vâg.
4. Hôgen pa baouézaz da gomza, é lavaraz da Zimon : Kas ac’hanômp enn dour doun ; ha taolid hô rouéjou évit kéméroud eunn dra-bennag.
5. Ha Simon a respoun̄taz, nag a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, laboured hon eûz héd ann nôz, ha n’hon eûz kéméret nétrâ : hôgen war da c’hér é taolinn va rouejou.
6. Ha p’hô doé gréat ével-sé, é pakchon̄t kémen̄d a besked, ma torré hô rouejou.
7. Hag é réjon̄t dispac’hiou d’hô c’henvreûdeur (G), péré a ioa enn eur vag all, évit ma teûjen̄t, ha ma skoazien̄t anézhô. Don̄d a réjon̄t, hag é leûnjon̄t ann diou vag, enn hévélep doaré ma oan̄t daré da wélédi.
8. Simon Per ô véza gwélet kémen̄t-sé, en em strin̄kaz da zaoulin Jézuz, hag a lavaraz : Aotrou, pella diouz-in, râg eur péc’her ounn.
9. Râg eur saouzan vrâz a oa kroget enn-han̄, hag er ré holl a ioa gan̄t-han̄, ô wéloud al lôd pésked hô doa paket (G).
10. Jakez ha Iann, mipien Zébédé, péré a ioa ken-vreûdeûr da Zimon, a oé ivé saouzanet-brâz. Ha Jézuz a lavaraz da Zimon : N’az péz kéd a aoun : a vréma é vézi paker tûd. Hag ô véza digaset ar bagou d’ann douar, goudé béza kuitéed holl, éz éjon̄t war hé lerc’h.
12. Ha pa édo Jézuz enn eur géar, chétu eunn dén gôlôet a lovren̄tez ô véza hé wélet, en em strin̄kaz war hé chénou d’ann douar, hag a bédaz anézhan̄, ô lavarout : Aotrou, mar fell d’îd é hellez va c’harza.
13. Ha Jézuz a astennaz hé zourn hag a stokaz out-han̄ enn eul lavarout : Falloud a ra d’in : Béz karz. Ha râk-tâl éz éaz al lovren̄tez diout-han̄.
14. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ na lavarjé da zén. Hôgen, kéa ; en em ziskouéz d’ar bélek, ha kinnig évid da skarzérez ar péz a zô bét gourc’hémennet gan̄t Moizez da desténi d’ézhô.
15. Hôgen ar vrûd anézhan̄ a rédé mui-oc’h-vui, hag eul lôd braz a dûd a zeûé évid hé glevout ; hag évit béza iac’héet eûz hô c’hlén̄véjou.
16. Hag hén en em denné enn distrô, hag a bédé.
17. Eunn dervez pa édo azézet ô kélenna, ha ma oa azézet enn hé gichen Farizianed ha doktored al lézen, péré a ioa deûet eûz ann holl c’heriou eûz a C’haliléa, eûz a Judéa, hag eûz a Jéruzalem, galloud ann Aotrou a zeûaz évid ho iac’haat.
18. Ha chétu goazed péré a zougé war eur gwélé eunn dén paralitik, a glaské ann drô da von̄d enn tî, ha d’hé lakaad dira-z-han̄.
19. Hag ô véza na gaven̄t két dré béléac’h hé lakaad enn tî, dré ann abek d’ann en̄groez, é piñjon̄t war ann dôen, hag é tiskenjon̄d anézhan̄ dré ann téôlennou é-kreiz al léac’h dirâk Jézuz.
20. Pa wélaz hô feiz, é lavaraz : Dén, da béc’héjou a zô distaoled d’îd.
21. Hag ar Skribed hag ar Farizianed a zéraouaz lavarout enn-hô hô-unan : Piou eo hé-man̄, péhini a gomz a-énep Doué hag al lézen ? Piou a hell disteûrel ar péc’héjou, néméd Doué hép-kén ?
22. Hôgen Jézus oc’h anaout ar péz a vennen̄t enn-hô hô-unan, a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a vennit-hu enn hô kalounou ?
23. Pehini eo ann easa, lavarout : Da béc’héjou a zô distaoled d’îd ; pé lavarout, Saô, ha balé ?
24. Hôgen évit ma wiot pénaoz Mâb ann dén en deûz ar galloud war ann douar da zisteûrel ar péc’héjou ; hé lavaroud a rann d’îd, émé-z-han̄ d’ar paralitik, Saô, kémer da wélé, ha kéa d’az tî.
25. Hag ô sével râk-tâl dira-z-hô, é kéméraz ar gwélé war béhini é oa gourvézet, hag éz éaz d’hé dî, enn eur veûli Doué.
26. Souézet-brâz é oé ann holl, hag é veûljon̄d Doué. Hag ô véza leûn a