spoun̄t é léverjon̄t : Traou burzuduz hon eûz gwélet hirio.
27. Ha goude-zé Jézuz a ieaz-kuît, hag é wélaz eur Publikan hanvet Lévi, péhini a ioa azezet é tî ar gwiriou, hag é lavaraz d’ezhan̄ : Deûz war va lerc’h.
28. Hag hén̄ ô kuitaat pép-trâ, a zavaz hag a iéaz war hé lerc’h.
29. Lévi a réaz d’ézhan̄ eur banvez vrâz enn hé dî : ha gant-hô ez oa ivé ouc’h taol eul lôd brâz a Bublikaned hag a ré all.
30. Ar Farizianed hag ar Sbribed a hiboudaz ô wélout kémen̄t-sé, hag a lavaraz da ziskibled Jézuz : Pérag e tébrit-hu hag éc’h évit-hu gan̄t Publikaned ha gan̄t péc’herien ?
31. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Né kéd ar ré iac’h hô deûz ézomm a louzaouer, ar ré glan̄v eo.
32. N’ounn kéd deûet évit gervel ar ré wirion, hôgen évit gervel ar béc’herien d’ar binijen.
33. Neûzé hî a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâk diskibled Iann, hag ar Farizianed a réon̄t-hi aliez iunou ha pédennou, ha da ré a zebr hag a év ?
34. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ha c’houi a hell lakaad da iuni bugalé ar pried, é-pâd ma éma ar pried gan̄t-hô ?
35. Hôgen don̄d a rai deiziou é péré é vézô lamet ar pried digan̄t-hô, ha neûzé é iunin̄t.
36. Hag hén̄ a réaz ann hén̄vélédigez-man̄ d’ézhô : Dén na laka eur pen̄sel mézer nevez oud eur zaé gôz : anéz ar mézer nevez a ra rog hé-unan ; râg eur pen̄sel nevez na zéré kéd oud eur zaé gôz (G).
37. Ha dén na laka gwin nevez é listri koz : anéz ar gwin a dorfê al listri ; ar gwin hé-unan a rédjé, hag al listri a vé kollet.
38. Hôgen réd eo lakaad ar gwin nevez é listri nevez, hag ann eil hag égilé a vézô miret.
39. Ha dén pa év gwin kôz, na c’houlenn gwin nevez ; râk lavaroud a ra : Gwell eo ann hini kôz.
1. C’hoarvézoud a réaz, pénaoz pa dréméné Jézuz dré eur park éd, enn eil dervez eûz ar c’hen̄ta sabbat, he ziskibled a gutuḻaz tamoézennou, ha goudé beza hô friket enn hô daouarn, é tebrchon̄t anezhô.
2. Hôgen hiniennou euz ar Farisianed a lavaraz d’ézhô : Pérâg é rît-hu ar péz a zô berzet é deisiou ar sabbat ?
3. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ha n’hoc’h eûz-hu ket lennet pétrâ a réaz David, pa en dévoé naoun, hén hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ ?
4. Pénaoz éz éaz é tî Doué, é kéméraz baraou ar c’hinnig, é tebraz hag é rôaz d’ar ré a ioa gan̄t-han̄, pétrâ-bennâg n’eo aotréet he dibri néméd d’ar véleien hép-ken ?
5. Lavaroud a réaz c’hoaz d’ezhô : Mâb ann dén a zô ann aotrou eûz ar sabbat hé-unan.
6. C’hoarvézoud a réaz c’hoaz, da zeiz eur sabbat all, pénaos ez éaz er Sinagog évit kélenna. Hôgen bez’ éz oa énô eunn dén pehini en doa hé zourn déou dizéc’het.
7. Ar Skribed hag ar Farizianed a évéseé out-han̄, évit gwélout ma hé iac’hajé da zeiz ar sabbat, évit ma kavjen̄t abek d’hé damallout.
8. Hôgen hén̄ a wié hô ménosiou ; hag é lavaraz d’ann dén péhini en doa eunn dourn dizéc’het : Saô, ha choum azé é-kreiz. Hag hé-man̄ a zavaz hag a joumaz enn hé zâ.
9. Neûzé Jézuz a lavaraz dezhô : Mé hé choulenn digan-e-hoc’h, ha berzed eo da zeiz ar sabbat ôber ar mâd, pé ann drouk ; savétet ar vuez, pé hé lémel ?
10. Hag ô véza sellet out-hô holl, é lavaraz d’ann dén-zé : Astenn da zourn. Hag hén̄ hé astennaz, hag hé zourn a oé paré.
11. Hôgen hî a zavaz eunn drouk brâz enn-hô, hag é komzen̄t étré-z-hô, évit gouzout pétrâ a rajen̄d eûz a Jézuz.
12. Enn amzer-zé Jézuz a iéaz war eur ménez évit pidi ; hag é tréménaz ann nôz ô pidi Doué.