Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/446

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
444
aviel san̄tel jézuz-krist

42. O véza n’hô doa két péadrâ da zisteûrel d’ézhan̄, é asrôaz hô dlé d’ézhô hô daou. Péhini éta anézhô a garaz anézhan̄ ar muia ?

43. Simon a respoun̄taz hag a lavaraz : Mé a gréd eo ann hini da béhini en deûz asrôed ar muia. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Barnet mâd éc’h eûz.

44. Hag ô trei oud ar vaouez, é lavaraz da Zimon : Ha té a wél ar vaouez-zé ? Deud ounn enn da dî, ha n’éc’h eûz két rôed a zour d’in évit gwalc’hi va zreid : hôgen hou-man̄ e deûz douret va zreid gan̄d hé daérou, ha sec’het gan̄d hé bleô.

45. N’éc’h eûz két rôed eur pok d’in : hôgen hî aba ma eo deûed enn tî, n’é deûz paouézet da boki d’am zreid.

46. N’éc’h eûz két skuḻet a éôl war va fenn : hôgen hî é deûz skuḻet louzou c’houés-vâd war va zreid.

47. Dré-zé é lavarann d’îd, pénaoz é vézô distaoled d’ézhi kalz a bêc’hêjou, enn-abek ma é deûz karet kalz. Hôgen ann hini da béhini é tistaoleur nébeûtoc’h, a gâr nébeûtoc’h.

48. Hag hen̄ a lavaraz d’ézhi : Da béc’héjou a zô distaoled d’îd.

49. Hag ar ré a ioa ouc’h taol gan̄t-han̄, a zéraouaz lavaroud enn-hô hô-unan : Piou eo hé-man̄, péhini a zistaol ar péc’héjou hô-unan ?

50. Ha Jézuz a lavaraz d’ar vaouez : Da feiz en deûz da zavétéet : kéa é péoc’h.


————


VIII. PENNAD.


1. Nébeud amzer goudé, Jézuz a iéaz dré ar c’heriou hag ar bourc’hiou ô prézégi hag ô tiskleria Aviel rouan̄télez Doué : hag ann daouzég a ioa gan̄t-han̄.

2. Béz’ éz oa ivé eur vaouez-bennâg, péré a ioa bét dieûbet eûz ann drouk-spéréjou, ha iac’héet eûz hô c’hlén̄véjou : Mari, a c’halveur Madalen, a béhini é oa deûet seiz diaoul,

3. Janned, grég Chusa, mérer Hérodez, Suzanna ha kalz ré all, péré a rôé d’ézhan̄ lôd eûz hô madou.

4. Hôgen ével ma en em zastumé kalz a dûd war hé drô, ha ma teûen̄d d’hé gavoud eûz ar c’heriou, é lavaraz d’ézho enn eur barabolen :

5. Ann hader a zô éat da hada hé had ; hag é-pâd é hadé, lôd eûz ann hâd a gouézaz a-héd ann hen̄t, hag a oé mac’het gan̄d ann treid, ha laboused ann én̄v hé zebraz.

6. Lôd all a gouézaz war ar vein : hag ô véza savet é sec’haz, dré n’en doa kéd a c’hlébor.

7. Lôd all a gouézaz é-touez drein, hag ann drein ô véza savet a vougas anézhan̄.

8. Ha lôd all a gouézaz é douar mâd, hag ô véza savet, en deûz roet frouez kan̄t évid unan. O lavarout kémen̄t-man̄, é kriaz : Ra zélaouô néb en deûz diskouarn da glevout.

9. Hôgen hé ziskibled a c’houlennaz digan̄t-han̄ pétrâ e oa ar barabolen-zé.

10. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Rôed eo d’é-hoc’h da anaout traou kuzet rouantélez Doué ; hôgen d’ar ré all n’in̄t rôet néméd é parabolennou ; évit pa wélin̄t na wélin̄t két, ha pa glevin̄t na boellin̄t két.

11. Chétu éta pétrâ a lavar ar barabolen-zé : Ann hâd eo gér Doué.

12. Ann hini a gouéz a-héd ann hen̄t, eo ar ré a glev ar gér, ha neûzé é teû ann diaoul, hag é tenn ar gér eûz hô c’haloun, gan̄d aoun na gréden̄t ha na ven̄t salvet.

13. Ann hini a gouéz war ar vein, eo ar ré péré goudé béza klevet ar gér, hen kémer gan̄t laouénidigez : hôgen ar ré-zé n’hô deûz kéd a c’hrisien, râk na gredon̄t néméd évit eunn amzer, hag enn amzer ann demptidigez en em dennon̄t a dû.

14. Ar péz a gouéz é-touez ann drein, eo ar ré péré hô deûz klevet ; hôgen ar prédériou, ar madou hag ar plijaduriou eûz ar vuez a voug anézhô, ha na zougon̄t kéd a frouez.

15. Ar péz a gouez enn douar mâd, eo ar ré péré ô véza klevet ar gér gan̄d eur galoun vâd ha c’houék, a vîr anézhan̄, hag a zoug frouez gan̄d habaskded.

16. N’eûz dén, goudé béza énaouet eur c’hleûzeur, a gémen̄d a teûjé d’hé