Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/447

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
445
hervez san̄t lukaz.

c’huza din̄dân eul léstr, pé d’hé lakaad din̄dân eur gwélé : hôgen hé lakaad a réeur war eur c’han̄toler, évit ma vézô gwéled ar goulou gand ar ré a zeû enn tî.

17. Râk n’eûz nétrâ a guzet, ha na dlé béza diskleriet : ha nétrâ a c’hôlôet, ha na dlé béza anavézet ha gwélet gan̄d ann holl.

18. Likid évez éta pénaoz é sélaouit ; râk da néb en deûz, é vézô rôet : ha da nép n’en deûz két, é vézô lamed digan̄t-han̄, ar péz zô-ken a gréd d’ézhan̄ en deûz.

19. Hôgen hé vamm hag hé vreûdeûr a zeûaz d’hé gavout, ha na hellen̄t két mon̄t bétég-hén̄ enn abek d’ann en̄groez.

20. Hag é oé lavared d’ézhan̄ : Da vamm ha da vreûdeûr a zô er-méaz hag a fell d’ézhô da wélout.

21. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô. Va mamm ha va breûdeûr eo ar ré péré a zélaou gér Doué, hag a ra diout-han̄.

22. Hôgen eunn deiz é piñaz enn eur vag gan̄d hé ziskibled, hag é lavaraz d’ézhô : Déomp enn tû all d’al lagen. Hag éz éjon̄t.

23. Hag é-pâd ma oan̄d er vâg, é kouské ; hag eur stourm braz a avel a gouézaz war al lagen, hag ar vâg a oa leûn, ha daré é oan̄t da golla.

24. Hôgen tôstaad a réjon̄d out-han̄, hag é tihunjon̄d anézhan̄, ô lavarout : Mestr, mon̄d a réomp da golla. Ha Jézuz a zavaz, hag a c’hourdrouzaz ann avel hag ar c’hoummou dour, hag ar stourm a baouézaz : hag é c’hoarvézaz eur sioulded brâz.

25. Neûzé é lavaraz d’ézhô : Péléac’h éma hô feiz ? Hag hî spoun̄tet ha souézet-brâz a lavaré ann eil d’égilé : Piou, war hô ménô, eo hé-man̄, pehini a c’hourc’hémenn d’ann avel ha d’ar môr, hag ouc’h péhini é sen̄ton̄t ?

26. Neûzé éz éjon̄t étrézé brô ar Jérazéned, a zô a-énep Galiléa.

27. Ha pa oé diskennet Jézuz d’ann douar, é teûaz eunn dén d’hé gavout, péhini a oa touellet gan̄d ann diaoul pell amzer a ioa, péhini na wiské kéd a ziḻad, ha na choumé kéd enn eunn tî, hôgen er bésiou.

28. Hé-man̄, kerken̄t ha ma wélaz Jézuz, en em strin̄kaz d’hé dreid ; hag ô kria gan̄d eur vouéz gré, é lavaraz : Pétrâ a zô étré té ha mé, Jézuz Mâb Doué Uc’hel meûrbed ? Mé az péd, na en̄krez kéd ac’hanoun.

29. Râg gourc’hémenni a réa d’ar spéred louz mon̄d-er-méaz eûz ann den-zé. Pell a ioa é kéfluské anézhan̄, hag évit-han̄ da véza chadennet hag hualet, é torré hé éréou, hag ann diaoul hen boun̄te enn distrô.

30. Hôgen Jézuz a réaz ar goulenn-man̄ d’ézhan̄  : Pé hanô éc’h eûz ? Hag hén̄ a lavaraz : Léon ; râk meûr a ziaoul a ioa éad enn-han̄.

31. Hag ar ré-man̄ a bédé anézhan̄ n’hô c’hasché kéd er poull-doun.

32. Hôgen béz’ éz oa énô eur van̄den vrâz a vôc’h ô peûri war ar ménez : hag hî a bédé anézhan̄ m’hô lesché da von̄d er môc’h, hag hô lezaz da von̄t.

33. Ann diaoulou éta a iéaz-kuîd eûz ann dén, hag a iéaz er môc’h ; hag ann holl van̄den en em daolaz gan̄t frouden el lagen, hag é oen̄t beûzet.

34. Ar ré a vesé ô véza gwélet ar péz a oa c’hoarvézet, a dec’haz, hag a zanévellaz kémen̄t-sé é kéar hag er bourc’hiou.

35. Hag é teûjon̄d er-méaz da wélout pétrâ a ioa c’hoarvézet, hag é teûjon̄d da gavout Jézuz. Hag hî a gavaz ann hini a ioa bét laosket gan̄d ann diaoulou, péhini a ioa azézet oud treid Jézuz, hag hén̄ gwisket hag enn hé skian̄t-vad ; hag é oen̄t spoun̄tet.

36. Ar ré hô doa gwélet a zanévellaz d’ézhô pénaoz é oa bét paréet ann hini a oa trec’het gan̄d ann diaoulou.

37. Hag holl dûd brô ar Jérazéned a bédaz anézhan̄ ma pellajé diout-hô ; râg eur spoun̄t brâz a ioa kroged enn-hô. Hag hén, ô véza piñed er vâg a iéaz-kuît.

38. Hag ann dén euz a béhini é oa éad ann diaoulou, a bédé anézhan̄ m’hen lesché da von̄t gan̄t-han̄. Hôgen Jézuz her c’hasaz-kuît, ô lavarout :

39. Distrô d’az tî, ha danével kémen̄d en deûz gréat Doué d’îd. Hag hen̄ a iéaz dré ann holl géar, hag a