Iann : Hôgen piou eo hé-man̄, diwar benn péhini, é klevann lavarout kémen̄d all ? Hag hén̄ a glaské ann tû d’hé wélout.
10. Ann Ébestel ô véza distrôet, a zanévellaz da Jézuz kémen̄d hô doa gréat ; ha Jézuz ô véza hô c’héméret gant-han̄, en em dennaz enn eul léac’h distrô, tôst da géar Betsaida.
11. Pa glevaz ar bobl kémen̄t-sé, éz éaz war hé lerc’h, hag hén̄ ô véza hô digéméret, a gomzé d’ézhô eûz a rouan̄télez Doué, hag a baréé ar ré hô doa ézomm da véza paréet.
12. Hôgen ann deiz a izéléé : hag ann daouzég abostol ô véza deûed d’hé gavout, a lavaraz dézhan̄ : Kâs-kuîd ar bobl, évit ma’z ain̄t er bourc’hiou hag er c’hériou diwar-drô da glaskout péadrâ da zibri ; rag enn eul léac’h distrô émomb aman̄.
13. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Rôit c’houi da zibri d’ézhô. Hag hi a lavaraz d’ézhan̄ : Pemb bara ha daou bésk n’hon eûz kén ; némét mon̄d a rajemp da bréna bouéd évit kément-sé a dûd.
14. Hôgen war-drô pemp mil dén a ioa anézhô. Hag hén̄ a lavaraz d’hé ziskikled : Likit-hô da azéza a van̄dennou, han̄ter-kan̄t hag han̄ter-kan̄t (G).
15. Hag hi a réaz ével-sé, hag a lékéaz ann holl da azéza.
16. Hôgen Jézuz ô véza kéméret ar pemb bara, hag ann daou bésk, a zavaz hé zaoulagad étrézég ann én̄v, hag a vinnigaz anézhô : hag é torraz ar baraou, hag é rôaz anézhô d’hé ziskibled, évid hô lakaad dirâg ar bobl.
17. Hag é tebrjon̄d holl, hag hô doé a-walc’h. Hag e kaschon̄t gan̄t-hô daouzék paner leûn gan̄d ann dilerc’h.
18. Eunn dervez, pa édo ô pidi hé-unan, ha pa édo gan̄t-han̄ hé ziskibled, é c’houlennaz digan̄t-hô : Piou a lavar ann dûd ounn-mé ?
19. Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz : Lôd a lavar pénaoz oud Iann Vadézour ; lôd all Éliaz ; lôd all eur Profed kôz saved a varô da véô.
20. Hag hen̄ a lavaraz d’ézhô : Ha c’houi, piou a livirit-hu ounn-mé ? Simon Per a respoun̄taz hag a lavaraz : Krist Doué oud.
21. Hag hén̄ a zifennaz out-hô na lavarren̄d ann dra-man̄ da zén.
22. Hag é lavaraz : Réd eo da Vâb ann dén gouzan̄vi kalz, ha béza distaolet gan̄d ann Hénaoured, gan̄t Pennou ar véleien ha gan̄d ar Skribed, ha béza lazet, ha distrei da véô ann trédé deiz.
23. Hôgen hén̄ a lavaraz d’ann holl : Mar fell da unan-bennâg don̄d war va lerc’h, ra rai dilez anézhan̄ hé-unan, ra zougô hé groaz bemdéz, ha ra heûliô ac’hanoun.
24. Râk piou-bennâg a fellô d’ézhan̄ savétei hé vuez, hé c’hollô : ha piou-bennâg a gollô hé vuez enn abek d’in, a zavéteiô anézhi.
25. Ha pé dâl d’ann dén gounid ar béd holl, hag en em golla hé-unan, oc’h ôber hé c’haou hé-unan ?
28. Râk piou-bennâg en dévézô méz ac’hanoun, hag eûz va geriou, Mâb ann dén en dévézô ivé méz anézhan̄, pa zeûi enn hé c’hloar, hag é gloar hé Dâd hag ann Élez san̄tel.
27. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h pénaoz éz eûz hiniennou é-touez ar ré a zô aman̄, ha na c’houzan̄vin̄t kéd ar marô, kén n’hô dévézô gwélet rouan̄télez Doué.
28. War-drô eiz dervez goudé m’en doé lavared ar geriou-zé d’ézhô, é kéméraz gan̄t-han̄ Per, ha Jakez, ha Iann, hag é piñaz war eur ménez évit pidi.
29. Hag ével ma oa ô pidi, hé zremm a gemmaz a zoaré : hé ziḻad a zeûaz gwenn ha lugernuz.
30. Ha chétu daou zén a gomzé gan̄t-han̄. Moizez hag Éliaz oan̄t.
31. Leûn é oan̄t a veûrdez ; hag é komzen̄t gan̄t-han̄ eûz hé drémenvan, péhini a dlié béza sévénet é Jéruzalem.
32. Hôgen Per hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ hô doa eur c’hoan̄t-kousked brâz. Ha pa zihunjon̄t é wéljon̄t hé veûrdez, hag ann daou zén a ioa enn hô zâ gan̄t-han̄.
33. Ha pa’z éaz ar ré-man̄ kuîd diouc’h Jézuz, Per a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, ervâd émomb aman̄ ; gréomp